An aval ruz
Un den en devoe daou a vugale : paotr ha merc'h. Bihan e oant c'hoazh a pa varvas o mamm. O zad a zimeas en-dro.
Ar vestrez nevez a lavaras un deiz d'ar vugale :
- « D'ober am eus a goad-tan : kerzhit da glask d'ar c'hoad bras hag an hani ac'hanoc'h a vo kentañ en-dro en devo an aval ruz. »
Ar paotr hag ar verc'h a redas founnapl da serr koad-tan.
Ar paotr a stagas e c'hoar doc'h ur wezenn vras en ur arru er c'hoad.
- « Else, eme eñ dezhi, me a vo an hani kentañ er gêr gant ma c'hoad, ha din-me e vo an aval ruz. »
Ar verc'h a ouelas.
He breur, eñ ne lavaras netra. Bec'h e oa warnezhañ é serr koad.
A p'en doa bet tolpet ur vrec'had eñ a zistagas he c'hoar a-zoc'h ar wezenn hag e yas neuze d'ar gêr get e samm.
- « Setu me en-dro » eme eñ en ur arru en ti, « din me e vo an aval ruz. »
- « Ya deoc'h c'hwi e vo » eme ar vestrez, e vammeg, dezhañ. « Lakait atav koad en tan araok. »
Bout oa ur bilig war an trepe ha tan edan dezhi. Dour soubenn a oa er billig.
Ar paotr a lakaas un dornad koad en tan hag e c'houlennas neuze e men eh oa an aval ruz.
- « Emañ er bank a zo aze doc'h gwele ho tad » a lavaras e vammeg dezhañ. « Digorit ar golo ha c'hwi er c'havo e-barzh. »
Pounner e oa ar golo ha bec'h e oa bet gant ar paotr bihan er saviñ d'ar lue.
Klaskiñ a reas an aval ruz e-barzh ar bank ha n'er c'havas ket.
- « N'er c'havan ket, eme eñ, nend eo ket amañ anezhoñ. » - « Bo, geo sur, emañ aze, eme ar vaouez, sellit mat. »
Ar paotr a fourbouche e-mesk ar loeroù, ar lienaj a oa er bank. Ne gave ket an aval ruz.
Eñ a lezas ar golo da serr neuze. Strimpet en doa an daeroù en e zaoulagad.
- «N'en deus aval ruz erbet er bank, a lavare eñ en ur oueliñ, keneve-se em behe bet eñ kavet.»
- « Ne ouelit ket evelse kaezh paotr, eme e vammeg dezhañ, eh an da sikour ganeoch er c'hlask ha ni er c'havo.»
Ar paotr a lakaas e benn er bank hag a dastornas adarre e pep korn anezhi. Kaer en doa fourbouchat ha sellet, ne gave aval ruz erbet.
Fall e oa e vammeg ha ne oa tamm karantez erbet en he c'halon. Hi a dennas ar golo da serr get un taol sec'h. Eh oa c'hoazh penn ar paotr er bank. Bevenn ar golo a gouezhas war e c'houzoug, edan e boulkil ha a zistagas ar penn a-zoc'h ar c'horf.
Ar vaouez a lakaas penn ar paotr vihan er belligad dour a oa war an tan.
Ar verch vihan a arruas neuze en ti, ur vrec'had koad ganti edan he c'hazal.
Hi a daolas he c'hoad gant re he breur hag a c'houlennas e men eh oa eñ.
- « Emañ er liorzh war-dreñv an ti é tebriñ an aval ruz, a lavaras he mammeg dezhi, lakait
koad en tan ha kerzhit devatañ »
Ar verc'h a sentas, a lakaas koad edan an trepe hag a yas d'ar liorzh war-dreñv an ti.
- « Ne m'eus ket eñ kavet, eme hi», en ur zonet en-dro en ti.
- « C'hwi er gwelo touchant, grait war-dro an tan. »
Tanaat a rae ar verc'h vihan edan an trepe. Sellet a rae seborek, ha glac'haret eh oa. Eh oa é soñjal en he breuer hag en aval ruz, flutet doc'h an oaled.
En un taol setu hi ha strimpet devat he mammeg hag a oa doc'h an daol é troc'hin bara d'ar soubenn.
- « Emañ ma breur er billig a zo en tan » eme hi. Krenniñ a rae blaouac'h é lavaret an dra- se.
- « Amiodez, eme he mammeg, peseurt soñjoù, ar soubenn a zo edan berviñ »
- « Er c'hlevet am eus reizh mat, me a lavar deoc'h, eme ar verc'h. « Lavaret en deus an dra-mañ :
tan bihan, ma c'hoar tan bihan, tan bihan, rak loskiñ a ran »
- « Serrit ho peg ha tanit edan ar soubenn, ma vervo founnapl » eme ar vestrez.
Ar verc'h a yas en-dro da lakaat koad en tan ha ken pell e klevas an dour é postal er billig.
Klevet a reas ivez he breur en-dro, ha lavaret a rae c'hoazh :
« tan bihan, ma c'hoar tan bihan, tan bihan, rak loskiñ a ran »
Redek a reas adarre devat he mammeg.
- « Me a lavar deoc'h, me a lavar deoc'h, emañ ma breur er billig war an tan. Lavaret en deus din c'hoazh ur wezh evel touchant :
tan bihan, ma c'hoar tan bihan, tan bihan, rak loskiñ a ran »
- « C'hwi a davo ar verc'h, eme he mammeg en ur sevel he dorn warnezhi « pe me ho skoay. Ardoù a zo ganeoc'h. Ar soubenn a zo dariv hag hi eo a ra an trouz-se. »
Bout oa kounnar er vaouez hag ar verc'h na lavaras netra.
Ar vammeg a daolas soubenn war ar bara a oa er skudelloù hag a lavaras d'he merc'heg : - « Setu skudellad ho tad. Kaset hi dezhañ. Emañ é troc'hiñ lann er lanneg vras. C'hwi er c'havo du-hont. »
Ar verc'h a gasas e verenn d'he zad d'ar lanneg vras. Bout oa un pezh tamm kig bras war lein ar skudellad.
War an hanter hent d'ar lanneg vras e tegouezhas ar verc'h gant ur gwrac'h. A vaouez gozh he atersas :
- « Da beseurt tu eh it c'hwi get ho skudellad ? » eme hi d'ar verc'h vihan.
- « Eh an da gas e verenn da ma zad, a rekondas hi. Emañ é troc'hiñ lann er lanneg vras. »
- « Afe ya » , a lavaras ar gwrac'h neuze. « Hama, selaouit mat doc'h ar pezh a lavaran deoc'h bremañ. Ho tad a zebro an tamm kig bras-mañ a zo er skudellad ha eñ a daolo du- hont an eskern a zo ennoñ. Ne faota ket ma vint kollet, an eskern-mañ. C'hwi o serro enta
pervezh met hag a yay d'o gwalc'hiñ da feutañ Sant-Pier goude ».
- « Gober a rin evel ma lavarit, moereb »
- « Kerzhit enta gant ho hent adaree ha bennozh Doue warnoc'h. » - « Warnoc'h kement arall » a lavaras ar verc'h.
Pep unan a yeas doc'h e du ha kent pell goude war lerc'h eh oa ar verc'h vihan e-tal he zad er lanneg vras.
E-pad ma oa an tad é tebriñ e verenn ne lamme ket ar verc'h he daoulagad a-
ziwarnezhañ. Kentizh ma taole un askorn bennak du-hont e rede e verc'h d'er serr a-benn.
- « Perak e serrit-c'hwi an eskern-se ? » a c'houlennas-eñ ganti.
- « Evit o gwalc'hiñ e feuntan Sant-Pier » a reskondas hi dezhañ.
An den ne lavaras netra, ar verc'h a serras rac'h an eskern a oa bet en tamm kig hag a yas d'o gwalc'hiñ da feuntañ Sant-Pier.
O lakaat a rae da sec'hiñ war ar geot e-tal ar feuntan a pa oant gwalc'het dezhi. Mat na souezhuset tra ! Kentizh ma vezent sec'h e savent d'ar lue en o unan. Ar verc'h o gwelle é krepel, é krepel ha doc'h en em goll en amzer. Goude ne welle mui penn erbet anezhe.
Ne chome mui nemeit unan ganti. Hi a lavare doc'hti he unan.
« An diwezhañ-mañ a chomo ganin. N'er lakin ket da sec'hiñ evel ar re arall ha me er c'haso ganin d'ar gêr. »
Hi er gwalc'has e feutan Sant-Pier, hag er gronnas en he mouched. Lakaat a reas he mouched e sakod he broc'h.
Donet a reas dezhi d'ober a c'hwezhiñ he fri war gorf an hent. Hi a dennas he mouched ag he sakod, en displegas ag e leizh. An askorn en doa sec'het hag ar verc'h er gwellas é sevel d'ar lue eñ ivez ha doc'h en em goll en amzer.
Ha pa zigouezhas er gêr e klevas ur vouezh é kaniñ e-tal ar liorzh war-dreñv an ti. Lavaret a rae ar vouezh-se, reizh ha spis ar c'homzoù-mañ :
« Ma mamm en deus ma lazhet, Ma zad en deus ma debret, Ma c'hoar en deus ma gwalc'het, Kaer, kaer, kaer,
E feuntañ Sant-Pier »
Ar verc'h a sellas d'ar lein ha gwellet a reas he breur. Eh oa war e azez war ar livenn-gein ag an ti.
- « C'hwi a zo aze, ma breur » eme hi.
- « Ya ma choar, me eo a zo amañ » eme eñ. « Marse e vennit donet devadon ? » - « Ya erwalc'h » eme hi « met ne c'hellin ket krepel ken uhel-se »
- « Bo » eme eñ, « c'hwi a c'hello. Sellit, bout 'zo ganin ur chapeled hir hir hir. Eh an d'en taoliñ d'an diaz. C'hwi a grogo start er groaz anezhoñ ha me ho tenno ganin devadon.»
Ar chapeled hir hont a ruzas hed a hed d'an doenn hag a zevalas betek an douar. Ar verc'h a grogas er groaz anezhañ hag e breur a dennas warnezhi. En un aezemant e savas ar verc'h devat he breur.
Da serr-noz e arruas an tad d'e dro. En ur zegouezh gant klud ar liorzh a oa war-dreñv an ti, e klevas ur vouezh é kaniñ ; spis ha flour e kane. Lavaret a rae :
« Ma mamm en deus ma lazhet, Ma zad en deus ma debret, Ma c'hoar en deus ma gwalc'het, Kaer, kaer, kaer,
E feuntañ Sant-Pier »
Gwelet a reas ar paotr war e azez war ar livenn-gein ag an ti.
- « C'hwi eo ma faotr, a zo aze » eme eñ.
- « Ya ma zad, me eo a zo amañ. Marse e vennit donet devadon du-mañ. » - « Afe, ya erwalc'h. Met nend eus ket skeul erbet doc'h an ti. »
- « Ne vern ket. Sellit ar chapeled hir-mañ a zo ganin. Eh an d'en taoliñ deoc'h d'an diaz.
C'hwi a grogo mat er groaz anezhañ ha me ho tenno du-mañ ».
Ar paotr a daolas ur penn ag ar chapeled d'an diaz. E dad a grogas a flac'had ar groaz a oa doc'htañ hag ar paotr en tennas devatañ. »
Nozaat a rae hag ar vestrez ne wele den erbet é tostaat d'ar gêr, na tad, na merc'h ne arrue en-dro ag ar lanneg vras. Monet a reas neuze da huchal dezhe.
Eh oa é tigor ar glud a oa doc'h ar liorzh war-dreñv an ti a pa glevas ur vouezhig flour ha spis é kaniñ :
« Ma mamm en deus ma lazhet, Ma zad en deus ma debret, Ma c'hoar en deus ma gwalc'het, Kaer, kaer, kaer,
E feuntañ Sant-Pier »
Sellet a reas d'ar leu hag e welet he mabeg war e azez war lein an ti.
- « C'hwi eo ar paotr a zo aze ?
- « Ya mamm, me eo. Marse e karehec'h donet devadon du-mañ ? » - « Afen ya erwalc'h. Met ne c'hellin ket krepel ken uhel-se ! »
- « Bo, c'hwi a c'hello. Eh an da daoliñ deoc'h ar chapeled hir-mañ am eus ganin. C'hwi a grogo er groaz anezhañ. Krogit start ha m'ho tenno devadon.»
Ar chapeled a ruzas betek an douar har ar vaouez a grogas a flac'had ennañ. Ar paotr a dennas warnezhi. Met ar chapeed a dorras a pa oa ar vaouez doc'h hanter an doenn. Hi a gouezhas war an douar hag a dorras he fenn. En ifern e kouezhas.