Ar bleiz hag an oan
En ur riolenn sklaer, un oanig penn-deñved A oa soublet e benn e’it torriñ e sec’hed.
Setu erru ur bleiz hanter varv get an naon : Pezh ur joa evitañ kavet un oan bihan !
« Petra rez-te, moj vil ? » a lâr-eñ kounnaret,
« Te gousi an dour-mañ a pa vennan evet ! Evit ur penn-deñved, hardizh ous un nebeud, Ha te baeo emberr kement a hardizhted ! » An oanig paour skontet en ur greniñ a lâr :
« Aotrou, plijet genoc’h distaniñ ho kounnar.
Gober jenamant deoc’h biskoazh ne ‘m eus soñjet Mes daet on d’ar wazh-mañ e’it torriñ ma sec’hed.
Evet em eus d’an diaz, pellik-mat a-zoc’hoc’h, Ha n’hellan ket krediñ emañ an dour viloc’h. »
« Viloc’h ! » eme ar bleiz, « Viloc’h er c’havan-me ! O ya, m’az anav mat ; ur brav a loen ous-te !
Me oar, ar blez arall ez teus ma dikriet ! »
« Penaos ? » eme an oan, « Ne oan ket c’hoazh ganet, Eh on c’hoazh é teniñ. » « Piv eo neuze ? Ta vreur ? »
« E gwirionez, aotrou, ne ‘m eus na breur na c’hoar. »
« Ne vern, ur re bennak atav a ra poan din.
Holl, chas ha bugulion, e vennont ma lazhiñ.
Te baeo evite, rak skuizh on é andur ! » Kentizh àr an oanig ar loen gouez dinatur A zigor e veg bras, er c’has getañ pelloc’h Hag en debr a dammoù hep chikanal muioc’h.
Àr an douar-mañ get ar c’hreñvañ Emañ ar rezon liesañ.
Étienne Le Strat (Stevan Kerhored) Le Strat,
Gwerzennoù Breizh-Izel, An Henbont, 1931 /Trugarez da zDaniel Doujet