• Aucun résultat trouvé

Ar sonour hag ar bleiz (1)

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Ar sonour hag ar bleiz (1)"

Copied!
3
0
0

Texte intégral

(1)

Ar sonour hag ar bleiz (1)

E parrez ar Gemene d’ar mare-se, e oa un eured bras. Daou pe dri deiz a-raok gouel Nedeleg e oa, me a gav ganin. Perc’henn an ti a oa un den pinvidik. Hag eno e oa daet tud, leun a dud ! Evit an eured e oa bet galvet daou sonour bras, ag ar re wellañ a oa e bro Pourlet. Unan a veze graet Iwan Bihan anezhañ, hag an arall a oa Iwan Bras.

Hag Iwan Bras hag Iwan Bihan o doa sonet c’hoazh an deiz war lerc’h evit an ad-eured. Plijadur o doa bet ha gouniet o doa argant ivez.

Hag war-lerc’h, kenavo d’an dud, kenavo, ha d’ar gêr.

- Dait ganin d’ar gêr da welet ma maouez, a lâre Iwan Bihan.

- Oh ya, met an dra-se ‘zo o vont da hiraat ma hent ! - Ne vern ket !

Ar sonour hag ar bleiz

Ha dañset e oa bet war blasenn ar vourc’h an deiz-se, me lâr-me deoc’h, ur blijadur ! Nag a dud a oa o sellet diouzh an eured !

Ha d’ar fest-noz e oa daet tud a-bell. Yen e oa an amzer, rak skornet en doa an noz kent. An dud a droe hag a zistroe, hag a stoke o botoù an eil diouzh egile. Padet o doa an dansoù, n’on ket evit lâret deoc’h pegeheit.

(2)

Ar sonour hag ar bleiz : gerioù (1)

1- Un eured  un seurt orolaj

 ur fest vras evit lidiñ un dimiz

 ur loen

2- Perc’henn an ti  an hini a zo an ti dezhañ

 un tamm koad war an ti

 ur walenn da besketaat

3- Ar vourc’h  ar gêr

 an dachenn

 ur loen 4- An dud a stok o botoù  10 + 3 = 13

 an dud a ra taolioù treid d'ar re arall

 leun a dud a oa 5- Ar bidoc’hig a zo  un tamm kig

 ur loen

 an hini bihanañ ag an tiegezh

6- Dibi e oa Yann  digourdi e oa Yann

 naon en doa atav

 bras e oa

7- Sellet ha disellet  digor ha serriñ an daoulagad

 sellet mat tre e pep lec’h

 treiñ tro-dro d’unan bennak 8- An traoù a oa a-vod gantañ  gwisket brav e oa

 plij a rae ar mod dezhañ

 monet a rae mat an traoù gantañ

9- Noz dall  noz du

 ne vez ket klevet netra en noz

 mouchet eo daoulagad Yann

Ar sonour hag ar bleiz

(3)

gerioù un eured : pa zimeza an dud

perc’henn an ti : an hani a zo an ti dezhañ ur vourc’h : ur gêr vihan

pegeheit : pegement pa gomzer ag an amzer ur vinotenn : un hent bihan tout

Ar sonour hag ar bleiz

Références

Documents relatifs

Meudig, ar wezh kentañ, mein bras war an hent evit kavout an hent d’ar gêr en-dro hag an eil gwezh, tammoù bara a voe debret gant kounifled.. Lazhañ ha debriñ a reas ar roñfl

Pa erruas ar forbaned d’o zro, e voent lonket rac'h gant al leon, ha hini ebet anezho ne chomas

1) A beseurt bro e ta ar gontadenn ? 2) Peseurt hani eo an ti embann orin ? 3) Piv en deus troet ar levr e..

» Kentizh àr an oanig ar loen gouez dinatur A zigor e veg bras, er c’has getañ pelloc’h Hag en debr a dammoù hep chikanal muioc’h.. Àr an douar-mañ get ar c’hreñvañ

Ha hi da di ‘n amezegez, Ar verienenn, tost o chom, Da c’houlenn ‘vit he ziegezh Da vont betek an heol tomm, Un nebeudig greun da brestañ. – « Touiñ ‘ran e teuin

Ar Grilhan disoursi, Goulle-kaer e vouelloù, Kalz a c’hoant n’en doa mui Da lâret sonennoù!. Da di

– « Deiz mat deoc’h, Itron Vran Eus ar C’hoajoù, Na c’hwi zo koant hiriv, ha kaer ho

A-gaozt d’an erc’h (ha marse d’ar sistr ivez !) en doa fariet Iwan Bras hag e oa paset dre doull ar bleiz.... Ur soñj a oa daet e penn Iwan neuze : ha eñ ha digor e sac’h,