• Aucun résultat trouvé

Ar plac’h hag al leon

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Ar plac’h hag al leon"

Copied!
17
0
0

Texte intégral

(1)

Ar plac’h hag al leon

Kontadenn a c’hiz kozh deus Bro-Etiopia, embannet en galleg e-barzh

"Graphismes et contes des 5 continents" e ti embann Retz, azasaet ha troet en brezhoneg gant Stefan Alliot

skeudennaouet gant Malo ar Menn

1

(2)

Homañ zo ur plac’h hag a oa stumm gouez warni.

Ha homañ a oa o vevañ en ur gêr vihan.

Nepell avase e oa ul leon o vevañ en ur vougev, penn un den a oa dezhañ.

Ar plac’h he blev hir ha lous, al leon e voueñ kaer hag alaouret.

Ar plac’h n’he doa na kar na par na kamarad ebet.

Al leon a oa en e-hunan ivez.

2

(3)

3

(4)

Un deiz e klevas ar plac’h o doa c’hoant ar jiboesourioù da lazhañ al leon.

Kentizh eh eas da welet al leon er menezioù da lâret dezhañ e oa en dañjer.

Goude un hir a c’haloupadenn eh eas e-barzh ur vougev da diskuizhañ. Ha hi da gavout eno al leon kousket.

4

(5)

…...

5

(6)

Ken kaer e oa e stumm, ken jentil e tiskoueze bezañ ar leon, ha ken yen a oa dezhi, mah eas en he gourvez e-taltañ.

Tommoc’h e oa dezhi, ha hi da venel kousket.

Treiñ ha distreiñ a reas ar chaseourion, kollet gante roudoù mesket treid al leon hag ar plac’h.

Hag i ha dont war o c’hiz d’ar gêr, touteg ha dipitet.

6

(7)

7

(8)

Pa zihunas al leon, e c’hwezhatas ar plac’h hag he lipat, ha setu i kamaraded vras.

War an deiz eh ae al leon da jibouesaat, hag ar plac’h d’ar gêr.

Diouzh an noz e teue al leon war e giz d’ar vougev, hag e teue ar plac’h d'en gwelet.

8

(9)

...

9

(10)

Met a-raok ma oa pell, eh oa an dud o soñjal :

« Petra ‘ra ar plac'hig ? Da ven eh a bemnoz ? Piv a ya da welet ? »

Hag i ha mont war he lerc’h da c’houzout.

« N’eus ken nemet ur sorserez a c’hall tostaat ouzh ul leon hep bezañ lonket gantañ.Ur sorserez eo neuze ! Ret eo he zap ! » eme ar chef.

10

(11)

11

(12)

Pa glevas ar soudarded o tostaat, eh eas ar plac’h war gein al leon ha.. war raok !

Mont a reas ar soudarded war o giz d’ar gêr, hep ar plac’h, hep al leon.

« Leon ebet ? Plac’h ebet ? Trawalc’h ! N’oc’h ket mat da vann ebet, divalav daonet oc’h ! » eme ar chef.

« D’an toull e vehet kaset da c’hortoz ken ne vo gwenn ho plev. »

12

(13)

13

(14)

Ar plac’h hag al leon a gavas ur vougev all da guzhat, met troioù kreiznoz e voe klevet forbaned ganto :

« Disoudardet eo kêr, emezont. En toull emaint holl. Gallout a reomp argadañ antronoz mitin.»

Ar plac’h hag al leon a erruas e kêr a-raok ar forbaned.

Pa erruas ar forbaned d’o zro, e voent lonket rac'h gant al leon, ha hini ebet anezho ne chomas bev !

14

(15)

15

(16)

Ar chef, hag a oa bet saovet gant plac’h he leon, a zimezas ganti.

A-c'houde an deiz-se e kousk al leon diouzh troad ar gwele, hag ar chef ne sav james diouzh noz, memes evit mont d’ober titich !

Perak ? Peogwir aon bras en deus da vezañ kemeret evit ur forban ha bezañ lonket gant al leon !

16

(17)

…...

17

Références

Documents relatifs

Leiserson : « Space−efficient scheduling of multithreaded computations » SIAM Journal of computing, vol

administration générale et organisation des activités des sections Fanfare 5 , Théâtre, Cinéma, Fêtes nautiques, Jeux Intervilles, Préparation militaire, Sport :

Al legestred a ya àr gorre an dour, sellet pizh a raont ma n’eo ket a ya àr gorre an dour, sellet pizh a raont ma n’eo ket a ya àr gorre an dour, sellet pizh a raont ma n’eo ket

En arbenn d’ar raktress « kontiñ ar glad », en deus dibabet Patrick Béchard lakaat e skolidi da labourat a-ziwar ur sorbienn : « Iwan Pier hag ar bleiz ». Ur raktress a-hed ar

Lakait ar frazennoù amañ en urzh.. a treset

1) A beseurt bro e ta ar gontadenn ? 2) Peseurt hani eo an ti embann orin ? 3) Piv en deus troet ar levr e..

» Kentizh àr an oanig ar loen gouez dinatur A zigor e veg bras, er c’has getañ pelloc’h Hag en debr a dammoù hep chikanal muioc’h.. Àr an douar-mañ get ar c’hreñvañ

Ha hi da di ‘n amezegez, Ar verienenn, tost o chom, Da c’houlenn ‘vit he ziegezh Da vont betek an heol tomm, Un nebeudig greun da brestañ. – « Touiñ ‘ran e teuin