• Aucun résultat trouvé

Ar grilhan hag ar verionenn

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Ar grilhan hag ar verionenn"

Copied!
1
0
0

Texte intégral

(1)

Ar grilhan hag ar verionenn

En amzer ag an hañv Hep arsav, noz ha deiz, E kane ar Grilhan

Ha bourrus e kave.

E-kreiz an deverrañs Ankouaet mat en doa A serriñ e vevañs E’it an amzer goude.

Mes tremen a ra buan An ebad, an c’hoari.

Setu daet ar gouiañv Ha daet ar gerteri ! Ne gave mui netra Da reiñ d’e gargusenn, Na preñved, na bara, Nag un tamm kelionenn.

Ar Grilhan disoursi, Goulle-kaer e vouelloù, Kalz a c’hoant n’en doa mui Da lâret sonennoù.

Da di ar Verionenn

Eñ aet, ar c’haezh Grilhan, Da c’houlenn ur c’hranenn Evit torriñ e naon.

« Me lâr deoc’h a-vremañ, A galon » eme-eñ,

« M’ho paeo, an eost-mañ, Div c’hranenn e’it unan. » Mes ar Verionenn kriz A reskond d’ar Grilhan :

« Bara n’hoc’h eus ket mui ! Petra raec’h-c’hwi d’an hañv ? »

« Pa oa kaer an amzer, E’it komz get gwirionez, Er-maez ag en tier Me gane noz-ha-deiz. »

« Ha ! Ya, c’hwi a gane Pa oa ret labourat ! Hama, krollit ivez.

Kenavo ! Yec’hed mat ! » Grilhan, n’ankouait ket, Mes dalc’hit soñj ervat Da bep unan er bed Emañ ret labourat.

Ha c’hwi, gouiit ivez, Merionenn digalon, Selaouet get truez Goulenn ar baourerion !

Étienne Le Strat (Stevan Kerhored), Gwerzennoù Breizh-Izel, An Henbont, 1931 Trugarez da zDaniel Doujet

Références

Documents relatifs

Ar-lerc’h eh omp bet o weladenniñ ur velin-dour all e-tal hon kumun (Melin Lançay e Kistrebrezh) gant hon mignoned kozh, ur velin bet kempennet evit maliñ ar greun gwinizh

5) Sevel fichenn identelezh an tamm glad (1 folenn A4, stumm word pe open office), gant an anv, ar lec'h, deskrivañ an tamm glad d'an nebeutañ. Gellout a raer kaout fotoioù,

Pa erruas ar forbaned d’o zro, e voent lonket rac'h gant al leon, ha hini ebet anezho ne chomas

1) A beseurt bro e ta ar gontadenn ? 2) Peseurt hani eo an ti embann orin ? 3) Piv en deus troet ar levr e..

» Kentizh àr an oanig ar loen gouez dinatur A zigor e veg bras, er c’has getañ pelloc’h Hag en debr a dammoù hep chikanal muioc’h.. Àr an douar-mañ get ar c’hreñvañ

Ha hi da di ‘n amezegez, Ar verienenn, tost o chom, Da c’houlenn ‘vit he ziegezh Da vont betek an heol tomm, Un nebeudig greun da brestañ. – « Touiñ ‘ran e teuin

– « Deiz mat deoc’h, Itron Vran Eus ar C’hoajoù, Na c’hwi zo koant hiriv, ha kaer ho

Hag Iwan Bras hag Iwan Bihan o doa sonet c’hoazh an deiz war lerc’h evit an ad-eured.. Padet o doa an dansoù, n’on ket evit lâret