• Aucun résultat trouvé

Kontañ ar glad Kontañ ar glad

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Kontañ ar glad Kontañ ar glad"

Copied!
2
0
0

Texte intégral

(1)

Kontañ ar glad Kontañ ar glad

Petra eo ?

Ur raktress kenniget da skolioù divyezhek ar Morbihan : skriv hag enrollañ ur gontadenn a-ziwar ur tamm glad ag en-dro ar skol, ha kenlabourat gant Radio Bro-Gwened.

Monet en-dro

1) Dibab un tamm glad ag en-dro ar skol ; gellout a ra bout ur sonenn vrudet er c'hornad, un dudenn, ur savadur, ur lec'h, ur meuz, un istoer, ur sorbienn, ur vojenn....

2) Monet e darempred gant ur brezhonegour a-ziavaez ar skol, kontant da vout un treizhour etre an tamm glad hag ar skolidi

3) Lakaat ar skolidi hag an treizhour da gejal meur a wezh tro-dro d'an tamm glad (war ar lec'h pe er c'hlas)

4) Skriv ur gontadenn a leurenna an tamm glad dibabet (etre 1 ha 3 fajennad d'ar muiañ, stumm word pe open office) hag he skeudennañ (1 bajennad d'ar muiañ)

5) Sevel fichenn identelezh an tamm glad (1 folenn A4, stumm word pe open office), gant an anv, ar lec'h, deskrivañ an tamm glad d'an nebeutañ. Gellout a raer kaout fotoioù, tresadennoù ivez

6) Enrollañ ar c'hontadennoù gant sikour Radio Bro-Gwened.

Mah eus tu e vo savet ur levrig gant ar c'hontadennoù, ar fichennoù identelezh hag ur CD.

Piv a c'hella kemer perzh ?

Tout an dud, ar re vras hag ar re vunut : kelc'hiad 1, 2 ha 3.

Deizadur :

- en em enskriviñ a-raok ar 5 a viz Kalañ-Gouiañv (Gwenaelle.Vorc-H@ac-rennes.fr) - kas an testennoù (kontadenn ha fichenn identelezh) a-raok ar 15 a viz Ebrel 2011

- sevel ar levrig hag enrollañ gant Radio Bro-Gwened : etre ar 15 a viz Ebrel hag ar 27 a viz Mae 2011

- levrig ha CDoù er skolioù a gemera perzh : Mezheven 2011 ?

(2)

Radio Bro-Gwened http://radio.bro.gwened.free.fr/

Andrea ar Gal a ra abadennoù gant ar skolioù. Gellout a ray sikour ganeoc'h kaout un treizhour e-tal ho skol. Kontant eo monet e-barzh ho klas da enrollañ an abadennoù gant an treizhour ha/pe war an dachenn da zizoleiñ an tamm glad. Goude e tay da enrollañ ar gontadenn d'ho skol, nemet ho pehe c'hoant da vonet betek studiooù ar Radio !

Andrea ar Gal : andrea@radio-bro-gwened.com Radio Bro Gwened

6, kae Plessis 56300 Pondi 02 97 25 14 00

Références

Documents relatifs

- élaborer des choix collectifs pour l'écriture du conte de la classe - vocabulaire des contes (lister, catégoriser, jouer avec, réutiliser) - utilisation d'un appareil

[r]

Lakait ar frazennoù amañ en urzh.. a treset

O vonet gant ma zad, hardizh gantañ rak ma oamp daou, goulennet em boa gantañ ur wezh bennak ma ne zouje ket en em gaout gant seblantoù d'an noz a pa veze e-unan war an hent..

Ha eñ aet ha tapout an tamm bara, an tamm kig a oa etre an div chantelenn, lakaat tout an traoù-se e-barzh e sakod, ha eñ ha kemer an hent.... A dam ya, mes estel a

» Kentizh àr an oanig ar loen gouez dinatur A zigor e veg bras, er c’has getañ pelloc’h Hag en debr a dammoù hep chikanal muioc’h.. Àr an douar-mañ get ar c’hreñvañ

Gellout a ra ar skolaer sikour un tamm gant ar vugale kompren an urzhioù, met evit an amprouenn pleustriñ hepken.  Interesant eo bodiñ ar c'hlasad e achuamant an amprouenn

[r]