• Aucun résultat trouvé

Dae-Mat 2012-2013 - Klas ar re vras REOLADUR Penaos e kerzh

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Dae-Mat 2012-2013 - Klas ar re vras REOLADUR Penaos e kerzh"

Copied!
3
0
0

Texte intégral

(1)

Dae-Mat 2012-2013 - Klas ar re vras REOLADUR

Penaos e kerzh

Tolpet eo rac'h ar vugale en ur sal, ha dispartiet int dre strolladoù lieslive 3 skoliad.

8 problem 'zo da zisoc'hiñ e-korf 2 wezh un hanter euriad. (dre vras ½ euriad a-raok an diduadenn hag ½ euriad goude).

Pep pare a zo ganti ur follenn-respont hag ur c'hreion hepken (pep skoliad a gemero ar c'hreion d'e dro).

Nend eus ket kalz a skridoù : klask ha kenlabourat eo ar pal.

Palioù

 Gober matematik en ur zisoc'hiñ problemoù, ha kaout plijadur.

 Talvoudekaat ar labour dre skipailh,

 Broudiñ an diviz, gant arguzennoù sioul ha kendrec'hus,

 Lakaat ar skolidi da gemer o labour e karg (ar skolaer n'eo ket aze

nemet evit broudiñ ar vugale na gemeront ket perzh anezho pe evit lenn an urzhioù pa vez afer).

Reoladur ha mont en-dro

 Ar c'hlasad a-bezh a gemera perzh en Dae-Mat, rannet dre strolladoù lieslive 3 c'hrouadur (ar skolaer an hani a ra ar strolladoù).

 Ar c'hrouadur a zo ar c'hreion gantañ a zlea bezañ e-kreiz, evit ma vo aes d'an daou grouadur arall kenlabourat.

 Ur listennad 8 problem a zo da zisoc'hiñ gant ar c'hlasad.

 Unan a unan e vo roet ar problemoù d'ar strolladoù.

 A-raok an diduadenn : 4 froblem a vo lennet o urzhioù 2 wezh hepken gant ar c'helenner. Rac'h ar strolladoù a laboura war ar memes problem ; ar c'helenner a ranka meriñ an amzer (mad eo re hir e skuizha ar skolidi ; neuze n'eo ket ret gortoz ken na vo achu gant tout ar strolladoù evit chañj poelladenn).

Dae-Mat 2012-2013 – Reoladur klas ar re Vras – p 1

(2)

 Goude an diduadenn : 4 froblem arall. Emren eo ar strolladoù neuze, hag e labouront hervez o lusk. Ar c'helenner a ginnig ar problemoù unan a unan, a-getezh mad eo prest ar vugale. Gellout a ra ar skolaer sikour un tamm gant ar vugale kompren an urzhioù, met evit an amprouenn pleustriñ hepken.

 Interesant eo bodiñ ar c'hlasad e achuamant an amprouenn evit diviz a- ziwar an disoc'hoù, ar strategiezh, ar mod da labourat, soñjoù ar vugale....

Pouezus-bras eo ar prantad-se evit ma vo efedusoc'h-efedus ar labour a strolladoù.

Respontoù

 Respontet e vez war ar fichenn-amprouañ , unan evit ar c'hlasad

 Amprouenn pleustriñ : difariet gant pep skolaer

 Amprouennoù 1 ha 2 : pep klas a gas e respontoù da : Gwenn Vorc'h – IEN – 9 rue Jouanno – 56300 Pontivy, kentizh evel mad eo achu an amprouenn.

Prizioù

Pep klas a resevo un diplom dre lizher.

Deizadur

etre an 08/10/2012 hag an 26/10/2012 Amprouenn pleustriñ etre ar 07/01/2013 hag ar 25/01/2013 Amprouenn gentañ etre an 11/03/2013 hag ar 04/04/2012 Eil amprouenn

adal sizhun 19 (06 - 11 a viz Mae) Kaset e vo an diplomoù d'ar c'hlasoù.

A bep seurt

 Pouezus bras eo heuliiñ reolennoù diazez ur Dae-Mat :

 lenn an urzhioù 2 wezh hepken....

 laoskel ar vugale da vout en arvar, da glask, da vezañ lakaet diaes : chañj a ra o emzalc'h a boelladenn da boelladenn, a amprouenn da amprouenn.

Dae-Mat 2012-2013 – Reoladur klas ar re Vras – p 2

(3)

 Lieslive e tlea bezañ ar strolladoù, met ne faot ket ma vo re vras ar c'hemmoù etre ar vugale (live matematik, emzalc'h) ; a modarall e c'hell chom bugale'zo hep kemer perzh.

 Ar skoaler a c'hell sellout doc'h ar strolladoù oc'h labourat ; dreistholl a- zivout ar c'henlabour pe ar veviñ asambl.

 Gellout a reer reiñ ur fichenn-respont brouilhet da gentañ.

 Diwallit : an amprouenn pleustriñ n'eo ket un amprouenn wir : evit esae an hani eo ! Gellout a ra ar skoaler sikour muioc'h gant ar skolidi a-zivout ar vetodenn labour (pep unan a gemera perzh, selaou, displegiñ ar

respontoù).

Dae-Mat 2012-2013 Follenn enskriviñ

Anv ar skol

Chomlec'h

Niver a vugale er c'hlas

Anv ar skolaer

Da gas en-dro da :

Gwenn Vorc'h – IEN – 9 rue Jouanno – 56300 Pontivy

Dae-Mat 2012-2013 – Reoladur klas ar re Vras – p 3

Références

Documents relatifs

Evit sikour gant Lannig ar bugul, savit loch an deñved gant tammoù an tangram... 8- Ar

Evit sikour gant Lannig ar bugul, savit loch an deñved gant tammoù an tangram... 8- Ar

Klaskit tout ar modoù dishañval da lakaat Lilo, Lolita ha Lulu unan e-tal an arall.. Troc'hit (  ) ar skeudennoù

Klaskit tout ar modoù dishañval da lakaat Lilo, Lolita ha Lulu unan e-tal an arall.. Troc'hit (  ) ar skeudennoù

[r]

[r]

[r]

[r]