DIZOLOIÑ AR GLAD : AR MELINOÙ E SANT-TEVE
Da heul pajenn 23
Diell Diell Diell Diell
Melin Kerozer
‘zo bet treuzfeurmet en un tour gwelva.
Ur velin avel a oa a-raok, gant eskell gwir.
Bet omp bet o welet ur velin-dour kozh ivez, melin Kerolet he anv.
Francis, un den kozh, en deus komzet deomp diwar meliner diwezhañ ar velin-se.
Fanena oa e anv, ur soner binioù brudet e kumun Sant-Teve.
Skol vamm—Les Lucioles—Sant-Teve
Barzhoniezh
Barzhoniezh
Barzhoniezh
Barzhoniezh
Da heul pajenn 24
Melinoù Melinoù Melinoù Melinoù
War-lerc’h omp bet o weladenniñ ur velin-dour all e-tal hon kumun gant hon mignoned kozh : Melin Lançay e Kistrebrezh.
Ar velin-se ’zo bet kempennet en-dro evit maliñ ar gwinizh evel gwezharall.
Gwelet hon eus ur velin-dour gant
ur rod vras.
An dour a lak ar velin da droiñ
A-barzh ar velin e oa ur mekanik bras a rae trouz.
Gwelet hon eus rodoù e maen o troiñ evit gober
bleud gant ar gwinizh.
Flastret hon eus ar greun hon-unan
gant mein, ha tamoezet hon eus
ar greun flastret evit kaout bleud
Skol vamm—Les Lucioles—Sant-Teve
Diell Diell Diell Diell
Ar re vras o deus aozet bara.
Skol vamm—Les Lucioles—Sant-Teve
Gwelet hon eus ar baraer
o lakaat ar bara er forn hag
o tenniñ ar bara ag ar forn pa oa poazhet.
Kelc’hiad 3—Skol Roc’han—Gwened
Glen ha Glenn war hent ar skolaj
Daou baotr, ha n'en em anavezont ket, en em gav war an hent.
Kregiñ a reont gant ur gaozeadenn.
Glen : Peseurt anv t‘eus ?
Glenn : Glenn eo ma anv. Ha te, pe anv ac’h eus ? Glen : Glen a vez graet ac’hanon.
Glenn : Hola ! Glen(n) eo da anv ha me ivez ! Ha penaos e vez skrivet da anv ?
Glen : Gant un n hepken e vez skrivet. Ha te, penaos e vez skrivet ? Glenn : A ya ! Me ? Gant daou n ! Pe oad out ?
Glen : Unnek vloaz on. Ha te ?
Glenn : Unnek vloaz on ivez ! Hola ! Te Glen, me Glenn, te unnek vloaz ha me ivez !
Glen : Da belec’h ez ez ? Glenn : D’ar skolaj. Ha te ?
Glen : D’ar skolaj ez an ivez ! Ha da be skolaj ez ez ? Glenn : D’ar skolaj Anjela Duval ez an me ! Ha te ?
Glen : Hola ! Te Glenn, me Glen, unnek vloaz out, unnek vloaz on, d’ar sko- laj Anjela Duval ez ez, ha me ivez !
Dit da zerc'hel gant an diviz-mañ ha, mar karez, da c’hoari.
Diviz da c’hoari
Diviz da c’hoari
Diviz da c’hoari
Diviz da c’hoari
Ur gwir gouezvildi* er c'hlas ! (2)
* loendi
Diell Diell Diell Diell
Gwelet hon eus an diamant war penn o beg a servij dezhe da
zidroc'hañ o c'hrogenn.
Klas ar re grenn ha re vras— Skol Polignac — Gwidel