• Aucun résultat trouvé

An oanig-se war ar pont a gomze brav

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "An oanig-se war ar pont a gomze brav"

Copied!
2
0
0

Texte intégral

(1)

An oanig-se war ar pont a gomze brav

!

Ur blijadur a veze din, seul gwezh ma kaven an tu, mont da gaout ma zad a pa veze o labourat er c'hoad. Hep bout a vicher, gellout a rahen displeg penaos en em gemere evit divach ar gwez, dibabiñ ha kempenniñ barroù, diforc'h an treujad diouzh ar briñsad, tresiñ ha liammiñ ur fagodenn.

D'ar mare-se ag ar bloaz, e vez teñval buan. Gant ma rae ma zad derc'hel da labourat ar pellañ ma c'helle, lies e veze noz a pa venne distag diouzh ar c'hoad.

Eh oa an noz warnomp enta a pa zistroemp trema ar gêr. Ha d'an noz, gouiet a rit, e vez leun hor maezoù a spontailhoù. Pep tra a denn da vezañ ur seblant, ar gwez divachet dreist-holl. Pe c'hoazh ur souch koad harpet diouzh ar c'hleuz, heñvel mat diouzh ur boulom doc'h ho kortoz, ha prest da sailh warnoc'h. Evit laeriñ ho argant marse ? Met petra en dehe kavet gant tudigoù eveldomp-ni ?.

O vonet gant ma zad, hardizh gantañ rak ma oamp daou, goulennet em boa gantañ ur wezh bennak ma ne zouje ket en em gaout gant seblantoù d'an noz a pa veze e-unan war an hent.

« Ho ! Pas... » a lâras-eñ. « D'an noz evell d'an deiz ne zoujan nemet an dud fall. »

Neoazh n'hellas ket mirout a gomzal din ag an « traoù » a veze gwelet d'an noz... Sañset ! Rak evitañ ne grede ket d'ar fidoriennoù-se.

Evel ma oamp degouezhet gant pont ar Leti, eñ, un tammig fars marse en e gomzoù, da gontiñ ar pezh en doa kavet aze Jobileich an Didu un nozvezh ma en doa daleet e foar Karnasenn ; trawalc'h evit lakaat mam blev da hirisiñ.

«Jobileich en doa en em gavet amañ gant un oanig gwenn a ziskoueze bout kollet gant e vestr o tonet ag ar foar. Eñ da lakaat e zorn war ar loenig evit gober karig dezhañ :

- «Pec'hed e veze lezet ar paour-kaezhig en ur lec'h seurt-mañ. Em eus-me gwell loñjeris evitañ 'barzh ar gêr !»

Eñ, enta, da grog en oanig, d'en derc'hel war e zivrec'h, ha da gomzal evit derc'hel koñfort dezhañ :

- «Setu-'mañ ur pezhig a loen, ur bravig a loen, che !»

Taget en doa bet hogozik gant e gomz. Rak kentizh en deus klevet bouezh an oan :

(2)

- «Ya ! Gwir eo, me zo-me ur pezh a loen !»

Aioù ! Doc'htu en deus Jobileich en em zijablet ag an diaoul a benn-deñvenn, rak an Diaoul a oa sur-'walc'h ! Man den d'ar gêr en ur redek. N'en doa ket kousket bannac'h evit ur wezh, ha da vitin e vlev a oa daet da vout gwenn...

Evel-se em eus klevet lâret, » a raas ma zad. « Me 'gred e oa an den un tammig lipet, rak evidin-me, degouezhet on bet amañ lies d'an noz, ha biskoazh ne'm eus kavet na loen gwenn, na loen du. »

Job Jaffré-Mabedad 08/03/1980

(Etrezomp e Brezhoneg – kempennet gant Daniel Doujet)

Références

Documents relatifs

[r]

Danevellour 1 : Ur c'horn-pistolenn a zo gant an hini kentañ, ur soufletez da strinkañ pebr gant an eil, hag ur vouc'hal vras ha ruz a zo gant an trede!. Ar forban 1, ar

Bugale an tri c’helc’hiad o deus kenniget un arvest gant ar sonen- noù hag ar sorbienn.... Ur wezh e oa ur plac’h yaouank, Mai

Meudig, ar wezh kentañ, mein bras war an hent evit kavout an hent d’ar gêr en-dro hag an eil gwezh, tammoù bara a voe debret gant kounifled.. Lazhañ ha debriñ a reas ar roñfl

Lakait ar frazennoù amañ en urzh.. a treset

Dañsal a reas war-du ar bleiz, tennañ e deod warnañ, hag ober pokoù ha jestroù koulouchig dezhañ.. Ar vuoc'h avat ne blije ket e vije gourc'hemennet

Feiz, pa oan ’n em gavet e ti an Aotrou Person ’m boa lâret dezhañ e oan klañv gant ar c’hoant dimeziñ?. - Klañv gant ar

Ar re all a ginnig din trokañ anezhañ evit o hini gant un teñzor bennak da heul, evel ur gountell dibav pe ur vatalm-blezhet.. Kement-se a dalvez din un taol peuk bennak, rak