• Aucun résultat trouvé

Mont d’ar skol tro 1920, er vro Vigoudenn

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Mont d’ar skol tro 1920, er vro Vigoudenn"

Copied!
3
0
0

Texte intégral

(1)

Mont d’ar skol tro 1920, er vro Vigoudenn

Evit mont d’ar skol da viz Here, o vezañ n’eo ket yen c’hoazh an amzer, ma mamm he deus lakaet renkañ din ur gwiskamant soudard kaki bet d’am eontr Yann en neus servijet e-pad bloavezhioù en Indez-Sina a-raok dont da vezañ lazhet war an dachenn vrezel e Tahure.

Chom a ra un all, damnevez, er val-ofiser. Setu ma ‘z on pourvezet evit pell. N’eus graet nemet cheñch boutonoù war ar chupenn. Hejañ-dihejañ ‘ra un tamm war ma roched, met bez’ eo da c’hortoz ur jiletenn c’hloan stammet din gant ma mamm evit ar goañv. Hag ouzhpenn, un tammig re hir ha re ledan eo war bep tu abalamour emaon da vrasaat. Ar bragez a ziskenn din da hanter kov-gar. Bez’

em eus loereier gloan glas, graet ivez gant ma mamm koulz hag ar chaosonoù. Ur rumm boteier nevez-flamm, tachet gant ma zad, koaret penn-da-benn hag a lintr e-giz un heol du. Peogwir n’eo ket onest mont war benn noazh, ez eus graet kempenn evidon ur c’halot degaset gant ma zad deus ar brezel. Ar brezel-se, da vihanañ, en no servijet da wiskañ ac’hanomp un disterañ. Kalz eus ma mignoned vihan a rod eveldon gant e restajoù.

Roet en neus deomp un dra all, diouerus a-walc’h hennezh : al laou, ma konter int deuet deus an trañcheoù gant ar vrezelidi. Bez’ e ranker kregiñ bemdez-Doue da stourm outo didruez.

Madik c’hoazh evit ar baotred o fenn damdouzet peurvuiañ. Ar paour-keizh merc’hedigoù, avat, a leñv bep mintin dindan an dirouestlerez. O mammoù a labour warno start gant ar grib a-us d’ur plad pri gwenn. Dre ma kouezh ennañ al laou du, ar merc’hed bihan a frik anezho dindan ivin ar biz-meud, « mailhig al laou ».

Evel-se e pakomp an herezh deus dienez hon tadoù. Kaer hon eus labourat gant ar meud, al laou en em zifenn mat. Er skol, ar vistri a welo outo a-wezhoù o tiheñtañ war un tal pe o kouezhañ war ur bajenn gaier. Nebeut-ha-nebeut e teuimp a-benn d’en em zieubiñ diouto a-drugarez da bep seurt tretoù ma trok ar merc’hed ar sekredoù anezho an eil gant eben. Marijan Bourdon he deus kavet unan hag a zo ur gwir vurzhud evidon.

Ma c’halot a dalvez din da gentañ un dismegañs bennak. O vezañ m’en eus graet ma zad e servij gant ar ganolierien, ar c’halot-se en neus ur rizenn ruz a ra c’hoant da vugale ar soudarded war droad, rizennet e melen. Ganeomp-ni, ar ruz a drec’h dalc’hmat war ar melen, gwelloc’h lazig a ra d’al lagad. Ar re all a ginnig din trokañ anezhañ evit o hini gant un teñzor bennak da heul, evel ur gountell dibav pe ur vatalm-blezhet. Ha me a zalc’h penn ; kalot ma zad ‘n hini eo. Kement-se a dalvez din un taol peuk bennak, rak n’emaon ket e-touez ar re greñvañ. Tra gaer, chupenn gaki an eontr he deus dalc’het ganti he chakotoù bras boutonet.

Lakaat a ran e-barzh ma c’halot pleget kerkent hag erru e porzh ar skol, kuit din da chom war ma fenn noazh ur vunutenn bennak a-raok mont tre er c’hlas. Hag er

(2)

c’hlas, soñjit ‘ta, e ranker didogañ e-giz en iliz. Didogañ a reomp hep re a boan. Ar brasañ nec’hamant evidon a zo lezel hor boteier dirak an nor. Chom a reont aze en ur bern, kemmesket, penn-treuzet an eil war eben. Lod eus ar re vihan n’eo ket pinvidik a-walc’h o familh evit dezho kaout chaosonoù.

Evit ar re-mañ e ra solioù ha torchennoù plouz pe foenn. Pa rank ar vugale kemer o boteier en-dro en ur vont er-maez, ne gavont ket bewezh ar fournis-se. A-wezhoù ivez ez eus trouz evit ar boteier, ar re greñvañ o klask riñsañ ar re wellañ outo p’emaint ouz o zroad. Ne ya ket re bell an tabut dre ma laka ar vistri an urzh vat da ren.

Paour ha pinvidik a zo gwisket damdost memes tra, damdost ken peñseliet an eil hag egile.

Nemet ec’h anavezer bugale an toradoù bras dre ma tougont pezhioù dilhad

forbuet o breuder gozh, dilhadoù hag a dalvezo c’hoazh d’ar breur war-lerc’h pa ne c’hello ket mui an douger sankañ enno e zivskoaz pe e beñsoù, pa ne ziskenno ket ar mañcheier kalz izeloc’h eget pleg an ilin. Anavout a reer bugale ar mammoù dievezh pe re vec’hiet a labourioù dre ar rogoù, an toulloù takonet fall, met ar re-se n’eus ket outo atav ar re baourañ. Lorc’h meur a hini eus ar c’hanfarted-se a zo ober ar c’hentañ-gwiskañ d’ur rumm dilhad penn-da-benn e voulouz panez roudiennet a leugn ar c’hlas gant frond ur c’hwezh pounner, ur c’hwezh pinvidik. An dilhad nevez, avat, o deus gounezet dija un eil foñs bragez peogwir, er vicher skoliad, e ranker labourat war e revr. Pa ‘z eo teuc’het an eil foñs, ar vamm a ziwri anezhañ. Ya, met ar bragez, etretant, en neus cheñchet liv dindan ar glavioù sall ken na vez graet eus ar paotrig ur « revr dislivet ». An ilinoù, ivez, a deuc’h spontus war an taolioù, an daoulin war ar porzh hag an hent pa c’hoarier jeu-kanetenn.

Neuze ar gemenerez, evit ur gwenneg bennak, a stag tammoù ha ne glotont ket gant ar rest. Mar kredit e ra diaes an dra-se d’unan bennak...

Me, ha n’eus bugel nemedon evit ar mare, mab d’ur vamm hag a zalc’h berv d’hec’h anv mat, me a zo e-touez ar re nebeutañ fall wisket. Bez’ ez eus zoken ganin ur bragez lien dindan egile, pezh na zegouezh ket gant an holl nag an darn vuiañ. Rouez an dilhad-dindan. Hag hini ebet ouzhomp, evel just, ne ‘n eus ur vantell evit an amzer c’hlav, nag hon tadoù ha mammoù kennebeut. Ar muiañ da glemm a zo ar re a zeu d’ar skol eus a bell, re Bennhors da skouer, a rank ober trotig-louarn war ul lev gant n’eus forzh peseurt amzer. Pa ‘z int glebiet, evit an deiz penn-da-benn ’ni eo, poal ar c’hlas oc’h ober gwellañ ma c’hell pa ‘z eus outañ. Pakañ a reont ur gaouad all d’an abardaez en ur vont d’ar gêr. O zruilhoù kailharet a zo astennet da sec’hañ dirak an tan. Antronoz int gwisket adarre, kalet c’hoazh, sec’h pe c’hleb. N’eus ket da bep hini un eil bragez nag un eil rumm chaosonoù. Mar bez glav pilh, an diwezhañ gwarez evit ar gerent a zo en em glozañ gant ur sac’h avaloù-douar. Ar re vihan a chom er gêr, gwazh

a se evit al labour penn.

(3)

Pêr-Jakez Helias, Marc’h al lorc’h, Terre Humaine, Plon, 1986

Références

Documents relatifs

Ar-lerc’h eh omp bet o weladenniñ ur velin-dour all e-tal hon kumun (Melin Lançay e Kistrebrezh) gant hon mignoned kozh, ur velin bet kempennet evit maliñ ar greun gwinizh

E dibenn ar bloavezhioù 1980 e komprenas ar broduerien e rankent ober un dra bennak da vroudañ ognon Rosko, rak heligentañ a oa gant produerien a vroioù all a werzhe

Ur wech e oa tri forban divalav, pep a vantell zu ganto war o c'hein, pep a dog uhel du ganto war o fenn.. Ur c'horn-pistolenn a oa gant an hini

Savit ur savadur arall gant ar memes niver a guboù ha tennit ur foto anezhañ.. Pegit ar foto

Tambouyet he deus pedet kamaraded da zebriñ ur gatevenn.. Tout ar lodennoù (tammoù) eus ar gatevenn a

[r]

Gober a raont ur bern kregin evit o ingaliñ etre an tri bugel.. Pep bugel en do kement a gregin evel ar

= 5 boulenn-erc'h muioc'h eget Liza en deus graet Alex (Alex en deus graet 5 boulenn- erc'h muioc'h eget Liza).. Ar ger fetis nemetañ zo Liza ha marse muioc'h  Liza he deus