• Aucun résultat trouvé

Roz evel an ognon

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Roz evel an ognon"

Copied!
3
0
0

Texte intégral

(1)

Roz evel an ognon

[Goude 15 vlez a labour emañ deut ar c'heloù mat en hañv tremenet : roet eo bet an AOK da ognon roz Rosko. Lidet eo bet an darvoud e dibenn miz Eost da geñver Gouel an ognon.]

Istor ognon ruz Rosko

Un istor kozh eo hini ognon roz Rosko. Tapet an had e Portugal, ar gounid a grogas ken abred evel en 17vet kantvlezad, hag en 18vet kantvlezad e reas berzh da vat. D'ar mare-se e tape ognon ar vartoloded pa'h aent war vor, hag ar vitaminoù a gaver en ognon a sikoure ganto da stourm ouzh ar skorbud.

sicastpol.fr

En 19vet kantvlezad e kreskas c'hoazh brud an ognon, pa grogas tud ar vro, hag int lesanvet Johnniged, da vont d'ar Rouantelezh Unanet da werzhañ ar pezh o doa gounezet. E 1929 e oa ouzhpenn 1500 Johnnie (hiziv an deiz e chom un ugent bennak

1

(2)

anezho). Krog a reas an diaezamantoù er bloavezhioù 1930 abalamour d'an enkadenn ekonomikel ha d'ar brezel.

Er bloavezhioù 1960 e veze gounezet entre 15 000 ha 20 000 tonennad... ha dek gwezh nebeutoc'h er bloavezhioù 1990.

Tapet an AOK

Meur a dra a zo da gemer e kont pa vez anv eus ognon ruz Rosko. A bouez eo doareoù hin Rosko hag ar c'humunioù tro-war-dro : douaroù don ha frouezhus, levezon ar mor hag a zo tost, glaveieir reoliek.

E dibenn ar bloavezhioù 1980 e komprenas ar broduerien e rankent ober un dra bennak da vroudañ ognon Rosko, rak heligentañ a oa gant produerien a vroioù all a werzhe ognon marc'had-matoc'h. Setu penaos e voe krouet ar bod 1kg ognon, gwalc'het ha plezhet gant an dud ha n'eo ket gant mekanikoù.

Berzh a reas, ha ken abred hag e 1994 e c'houlennas ar broduerien kaout ul label AOK.

Etre 1995 ha 2002 e labourjont war an doareoù implijet da c'hounit ognon. Ur sindikad nevez a savjont e 2002, ma oa bodet an holl a rae war-dro an ognon : Jonniged ha produerien dizalc'h en o mesk. Met hir-mat eo an hent a-raok tapout an AOK, ha ma rankjont prederiañ ivez war bevennoù an dachenn broduiñ e 2004, ha war ar pakata e 2005.

Tro-dro 100 produer

Hiziv an deiz emañ bet tapet an AOK avat, hag ur logo a zo bet krouet ivez. Un hanter-kant produer bennak o deus lakaet ognon da greskiñ e 2009, war tamm-pe- damm 65 ha. E-tro 1300 tonennad ognon AOK a zo bet dastumet. En holl, e-tro 100 produer a c'hallfe kemer perzh en AOK.

Bremañ e chom dezho da zoujañ d'ar reolennoù strizh a dalvez pa vez anv eus un AOK bennak. Da nebeutañ emaén gwarantet an anv ; nebeutoc'h a ognon a vez

gounezet, met gwelloc'h e vo ar pezh a vo gwerzhet.

A-ziwar Bremañ – niv 338 – Azvent 2009

2

echobio.fr

(3)

Tachenn an Anvadur Orin Kontrollet

Ar c'humunioù ma c'haller gounit ognon roz Rosko ha kaout an AOK (eus ar C'Hornôg d'ar Reter) : Kerlouan, Brignogan; Plouneour-Traezh, Goulc'hen, Plouider, Trelez, Gwinevez, Lanhouarne, Sant-Nouga, Ploueskad, Kleder, Sibirill, Trelaouenan, Trezilide, Gwitevede, Plougouloum, Mespaol, Enez Vaz, Santeg, Rosko, Plouenan, Kastell-Paol.

sicastpol.fr

filmoù

http://www.ina.fr/economie-et-societe/vie-sociale/video/RXC00001272/les- johnnies-de-roscoff.fr.html

http://www.ina.fr/economie-et-societe/vie-economique/video/RXC9711217546/les- oignons-dans-les-cotes-du-nord.fr.html

3

Références

Documents relatifs

Rann eus ar c’hollgenn o c’holeiñ kavenn ar grozh a-dal d’ar rizhell hag o vont kempeg gant ar c’hollgenn asplegek.. caduque menstruelle, kollgenn

[r]

« Ar viskoulenn vihan a rae toulloù e pep tra » (Eric Carle). ur vi Ur viskoulenn

Ur wech e oa tri forban divalav, pep a vantell zu ganto war o c'hein, pep a dog uhel du ganto war o fenn.. Ur c'horn-pistolenn a oa gant an hini

- Glas hepken eo ar vaot zo war-lerc'h ar vaot gant pavioù ruz ha glas.. - Ar vaot ziwezhañ zo glas

4 skoliad zo chomet e-barzh ar c'hlas e-pad

5 boulenn-erc'h muioc'h eget Liza en deus graet Alex.. Pet boulenn-erc'h he deus

Skriv un istor gant kartennoù pe gant un diñs Lakaat frazennoù en urzh evit kaout un destenn Deskrivañ ur lec'h, un dudenn e-barzh un istor lennet Ijinañ achuamant un istor.