• Aucun résultat trouvé

Ar yezh e matematikoù

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Ar yezh e matematikoù"

Copied!
16
0
0

Texte intégral

(1)

Ar yezh e matematikoù

Meur a familh skoilhoù :

A- Ar rener arboellet er frazenn B- Ur ger fetis ha pouezus arboellet

C- Implij ar raganvioù, pe an araogennoù displeget D- Displegañ ar verboù

E- Kompren ma vez komzet ag un dra gourel pe gwregel - araogennoù displeget

- e / he

- displegadur ar verb kaout F- Ha ! Ha ! Ha ! & Ha ! G- Bern-divern

(2)

A- Ar rener arboellet er frazeznn

CE1

24- Zoé, mignonez Liza, zo aet 10 devezh d'ar menezioù da skiañ. Loc'het eo d'ar 15 a viz Genver. Pegoulz e teuio en-dro.

 Zoé zo er penn kentañ an destenn ; Liza zo etre Zoé hag an daou verb.

Zoé, mignonez Liza, zo aet 10 devezh d'ar menezioù da skiañ. Loc'het eo Zoé d'ar 15 a viz Genver. Pegoulz e teuio Zoé en-dro.

42- 45 perlezenn a fell da Alex reiñ da Liza. Dre boestadoù 5 e vez gwerzhet ar perlez. Pet boestad a rank prenañ ?

 Alex pe Liza a rank prenañ ?

(Tri verb a gomz ag un eskemm disheñvel : reiñ, prenañ, gwerzhañ) Pet boestad a rank Alex prenañ ?

17- War ar merk 8 emañ pezhig Moutik. War ar merk 20 en deus c'hoant ez afe e bezhig. Eus pet merk e rank lakaat anezhañ da vont a-raok ?

 Moutig n'eo ket rener frazenn ebet en a-raok. Er goulenn nend eus ket ger fetis ebet.

War ar merk 8 emañ pezhig Moutik. Fellout a ra dezhañ mont war ar merk 20. Eus pet merk e rank Moutik mont war-raok gant e bezhig .

CE2

2-19- En ti-post e vez gwerzhet an timbroù a garnedoù 10 timbr.

a- 50 lizher a rank kas rener ar skol d'al lun. Un timbr evit pep lizher eo ret dezhañ kaout.

b- 247 lizher a rank kas d'ar yaou. Ret eo dezhañ kaout un timbr evit pep lizher.

 Daou verb unan war-lerc'h an arall. « 50 lizher a rank rener ar skol kas d'al lun. »  247 lizher a rank ar rener kas d'ar yaou.

3-3- Meur a garrez zo bet treset gant ar memes gobari met n'int ket troet er memes mod.

Klask anezho.

 Int a verk ar liester, mes kas a ra d'ur strollad ha ne ziskouez ket splann ar liester (meur a garrez # karrezioù ).

9-7- Ar c'hoarier kentañ a lak ur jedouer war ar gartenn. Reiñ a ra disoc'h ar jedadenn. Treiñ a ra ar gartenn. Lakaat a ra anezhi war an daolenn. […] Trec'h eo an hini a zo gantañ ar muiañ a jedoueroù.

 Tri verb da heul hep rener lakaet war well. Er frazenn « Lakaat a ra anezhi war an daolenn. », an traoù pouezus (ar c'hoarier / ar gartenn) n'int ket estaolet en ur mod splann.

(3)

B- Ur ger fetis arboellet

CE1

26- Alex en deus graet 15 boulenn-erc'h. 5 muioc'h eget Liza en deus graet. Pet boulenn-erc'h zo bet graet gant Liza ?

 5 zo evit 5 boulenn-erc'h.

Alex en deus graet 15 boulenn-erc'h. 5 boulenn-erc'h muioc'h eget Liza en deus graet Alex.

Pet boulenn-erc'h he deus graet Liza ?

27- Skrivañ gant lizherennoù ha gant sifroù ar muiañ posupl a niveroù 3 sifr. Ret eo implijout un diketenn, pe ziv pe deir.

 ret eo kompren e talv ziv evit div diketenn, ha deir evit teir ziketenn Ret eo implijout un diketenn, pe div diketenn pe teir (ziketenn).

42- 45 perlezenn a fell da Alex reiñ da Liza. Dre boestadoù 5 e vez gwerzhet ar perlez. Pet boestad a rank prenañ ?

 5 zo evit 5 ferlezenn (

Dre boestadoù 5 perlezenn e vez gwerzhet ar perlez. Pet boestad perlez a rank Alex prenañ ?

73- Muioc'h a blasoù zo er c'harr-boutin glas eget er c'harr-boutin orañjez. Pet muioc'h zo ?

 Pet plas muioc'h. Ar ger plas (plasoù) zo a-raok ur tamm frazenn stank a-walc'h e-keñver ar ster : ar lodenn « Muioc'h ... er c'harr-boutin glas eget er c'harr-boutin orañjez » ne c'hell ket bezañ trochet.

CE2

1-20- Tresañ ul linenn dorr savet gant 3 segmant. 8 cm eo ar segmant kentañ, 7 cm eo an eil.

8 cm eo ar segmant kentañ, 7 cm eo an eil segmant.

15- 3- Un dastumad 12 oto vihan en deus Dergat. Da lavaret eo 6 neubeutoc'h eget e dastumad Elouan ha 3 muioc'h eget e hini Tugdual.

 ne vez ket meneget ar ger oto nemeit 1 wezh pa vez komzet div wezh ag an dastumad (dastumad otoioù # dastumad Elouan)

Un dastumad 12 oto vihan en deus Dergat. 6 oto neubeutoc'h en deus Elouan ha 3 oto muioc'h en deus eget Tugdual.

15-4- Tad Julian zo 35 bloaz. 4 bloaz yaouankoc'h eget e vamm eo, ha 27 vloaz koshoc'h eget Julian.

 mamm piv ?

Tad Julian zo 35 bloaz. 4 bloaz yaouankoc'h eo Tad Julian eget mamm Julian, ha 27 vloaz koshoc'h eget Julian.

(4)

8-16- Implijout ur reolenn skouer evit klask ar figurennoù savet gant eeunennoù skouer.

Skrivañ o anvioù.

 figurennoù pe eeunennoù ?

(5)

C- Implij ar raganvioù pe an araogennoù displeget

Gant implij ar raganvioù hag an araogennoù displeget e e vez kuzhet ar ger fetis ha pouezus.

→ pep hini

Pep hini a gas d'ur c'hementad disheñvel ha da draoù/dud disheñvel hervez ar skoulmadoù.

Ouzhpenn, pep hini zo diazezet war meur a unan.

CE1

3- Etre Alex ha Liza e vo rannet an teñzor. Kement a bezhioù aour en do pep hini.

 pep hini zo e achuamant ar frazenn, kas a ra da Alex ha Liza hag a zo e penn kentañ.

Pep hini = pep bugel

30- Savet en deus Moutig 3 zour 6 kub pep hini. Pet kub en deus implijet en holl ?

 pep hini a gas da 3 zour ; mes 6 kub zo etreze ; gellet a ra bezañ fall gomprenet neuze.

Savet en deus Moutig 3 zour, 6 kub e pep tour. Pet kub en deus implijet Moutig en holl ?

56- Pemp bugel a fell dezho rannañ 35 maen. Pet maen a vo gant pep hini ?

 pep hini a gas da pemp bugel (# Alex, Liza, Moutig, Vefa ha Telo).

Pep hini = pep bugel

60- 60 perlezenn zo gant Zoé. Kolieroù 10 perlezenn e pep hini a ra.

 ur ger e liester (kolieroù) - pep hini = ur c'holier.

Kolieroù gant 10 perlezenn e pep kolier a ra Zoé.

CE2

7-11- Skrivañ pep hini eus an tri niver-mañ gant lizherennoù.

 pep hini zo a-raok ar strollad liammet gantañ

→ hini / pehini

CE2

15-3- Un dastumad 12 oto vihan en deus Dergat. Da lavaret eo 6 neubeutoc'h eget e dastumad Elouan ha 3 muioc'h eget e hini Tugdual.

13-14- Ur figurenn a c'hall kaout un ahel simetriezh, meur a hini pe hini ebet.

Ur figurenn a c'hall kaout un ahel simetriezh, meur a ahel pe ahel ebet.

8-14- 45 oto zo o paouez erruout en ur parklec'h. N'eus hini ebet o vont kuit.

N'eus oto ebet o vont kuit.

(6)

2-9- Un eskemm fall zo bet graet gant Pintig. Pehini ? Perak ?

3-22- Pehini eo ar skouergorneg 3 cm hirder

 pehini zo a-raok ar strollad liammet gantañ

7-13- Alan en deus lakaet e jedouer war ar c'hombod 100, Vefa he deus lakaet he hini war ar c'hombod 200, Ploum en deus lakaet e hini war ar c'hombod 20. Pep hini anezho en deus gounezet 600 poent. Peseurt niver zo skrivet war pep jedouer.

 e-barzh ar memes testenn e kas hini d'ar jedouer pe da Alan, Vefa ha Ploum.

Alan en deus lakaet e jedouer war ar c'hombod 100, Vefa he deus lakaet he jedouer war ar c'hombod 200, Ploum en deus lakaet e jedouer war ar c'hombod 20. Pep c'hoarier en deus gounezet 600 poent. Peseurt niver zo skrivet war pep jedouer.

→ houmañ / ar re-mañ

CE1

62- 3 boestad skeudennoù evel homañ zo gant Alex.

Homañ = ar voest-mañ

21- 50 poltred zo gant Leila. C'hoant he deus da renkañ anezho e godelligoù evel ar re-mañ.

C'hoant he deus da renkañ ar poltredoù e godelligoù evel ar godelligoù-mañ CE2

14-6- Strollit disoc'hoù an enklask en un daolenn evel houmañ.

homañ = ar daolenn-mañ

→ anezhi / anezhañ / anezho

CE1

21- 50 poltred zo gant Leila. C'hoant he deus da renkañ anezho e godelligoù evel ar re-mañ. Pet godellig a vo leuniet gant Leila?

 anezho = pell + ar ger poltred zo e unander

C'hoant he deus da renkañ ar poltredoù e godelligoù....

55- 56 maen zo bet dastumet gant Alex ha Liza. C'hoant o deus da rannañ anezho etrezo.

 anezho : pell, ar ger poltred zo e unander + etrezo ; anezho a gomz ag ar mein, etrezo ag ar vugale.

C'hoant o deus da rannañ ar mein etrezo.

46- Klask ar c'hornioù skouer er figurennoù-mañ gant ur gobari. Merkañ anezho e ruz

 anezho = figurennoù pe kornioù ? Merkañ ar c'hornioù skouer e ruz

(7)

58- Kontet o deus ar vugale pet loen o deus er gêr. Skrivet o deus an disoc'hoù en un daolenn ha war ar grafik. Titouroù zo a zo bet diverket. Klask anezho en-dro.

 anezho = kas a ra da « titouroù » zo e liester ha tost a-walc'h. Nemeit eh eus gerioù arall e liester (bugale, disoc'hoù)

67 - Kemer ur folenn, plegañ anezhi.

Da geñveriañ gant :

71- Tresañ bandenn-baper Leila war da gaier ha merkañ pelech e rank troc'hañ anezhi.

CE2

1-18- Meur a zigouezh zo evit pep sammad. Klask anezho-holl.

 anezho = digouezh ? Sammad ? Klask holl an digouezhioù.

2-2- 6 perlezenn nevez he doa ouzhpennet en dro-c'houzoug pa oa distroet eus ar skol. 18 perlezenn a ya d'ober anezhi bremañ.

 ur stumm klok..anezhi : ar plac'h ? an dro-c'houzoug ? 18 perlezenn zo en dro-c'houzoug bremañ.

7-13- Alan en deus lakaet e jedouer war ar c'hombod 100, Vefa he deus lakaet he hini war ar c'hombod 200, Ploum en deus lakaet e hini war ar c'hombod 20.

Pep hini anezho en deus gounezet 600 poent. Peseurt niver zo skrivet war pep jedouer.

 anezho = ret eo kompren e vez komzet a Alan, Vefa ha Ploum, ha n'int ket lakaet war un dro ( Alan, Vefa ha Ploum)

Pep hini anezho : pep bugel

9-7- Ar c'hoarier kentañ a lak ur jedouer war ar gartenn. Reiñ a ra disoc'h ar jedadenn. Treiñ a ra ar gartenn. Lakaat a ra anezhi war an daolenn. […] Trec'h eo an hini a zo gantañ ar muiañ a jedoueroù.

 anezhi = an dibenn -i- a c'hell reiñ titouroù evit kaout ar ger kuzhet edan. Mes meur a c'her gwregel a zo : kartenn, jedadenn, taolenn.

14-7- Evit pep sport, liv kement a gombodoù hag ez eus a skolidi oc'h ober anezhañ.

→ dezhi / dezhañ / dezho

An araogenn-se a vez implijet lies e-barzh frammoù yezh skornet.

CE1

14- Liza a fell dezhi kaout pezhioù nemetken.

32- Tad Alex en deus c'hoant da brenañ ar skinwel-mañ. Trawalc'h a arc'hant en deus evit paeañ anezhañ ? Pegement a vank dezhañ ma n'en deus ket a-walc'h ?

(8)

38- Klask peseurt figurenn eo. Pemp kostez zo dezhi . CE2

2-19- 50 lizher a rank kas rener ar skol d'al lun. Un timbr evit pep lizher eo ret dezhañ kaout.

3-1- Pet pajennad a chom dezhi da lenn .

7-8- Peseurt kartennoù eo dav dezhañ gounit evit kaout … poent ?

→ eget / egetañ / egeti /egeto

evit keñveriañ : anv-gwan + T1 + eget (T2) CE1

48- Ur boupinell 80 cm a vent he deus Nina. Lavarout a ra ez eo brasoc'h he foupinell egeti.

 egeti = gellet a ra bezañ diaes da gompren emañ Nina peogwir n'eo ket lâret an anv er frazenn-mañ, mes kuzhet div wezh kentoc'h (he foupinell).

brasoc'h eo poupinell Nina egeti, (pe eget Nina)

50- 1m 30 cm eo ment Alex. 1 cm bihanoc'h egetañ eo e vignon Alan. Peseurt ment eo Alan.

 egetañ = netra fetis er frazenn-mañ, a-raok Alan ! Alex zo 1 cm bihanoc'h eget Alan.

73- Muioc'h a blasoù zo er c'harr-boutin glas eget er c'harr-boutin orañjez. Pet muioc'h zo ?

CE2

1-9- Evit ar goulennoù 2 ha 3 e renker implijout nebeutoc'h eget 10 kartenn.

15-3- Un dastumad 12 oto vihan en deus Dergat. Da lavaret eo 6 neubeutoc'h eget e dastumad Elouan ha 3 muioc'h eget e hini Tugdual.

→ ennañ / enni / enno

CE2

1-2- 6 poltred nevez emañ Vefa o paouez pegañ en hec'h albom. 16 poltred zo ennañ bremañ.

Pet poltred a oa en albom-se a-raok.

 ennañ = ar stumm « En hec'h albom » a c'hell sikour kaout...

16 poltred zo en hec'h albom bremañ

2-1- 8 dinaosor a oa gant Tomaz en ur voest. Lakaet en deus dinosaored nevez er voest. 12 dinosaor zo enni bremañ.

(9)

 enni = a dalv evit ER voest.

12 dinosaor zo er voest bremañ.

2-6- teir boest gant ar bankour (paotr an ti-bank), enno :

 enno = da ouiet emañ o merk ar liester ; reter ebet a modarall teir boest gant ar bankour (paotr an ti-bank) ; e-barzh an teir boest.

(10)

D- displegadur ar verboù

→ bezañ

amzer dremenet (oan, oas, oa, oamp, oac'h, oant) amzer a-vremañ

(emaon, emaout, emañ, emaomp, emaoc'h, emaint) (on, out, eo, omp, oc'h, int)

amzer vremañ boaz (e vez, e vezont)

amzer da zont (e vin, e vi, e vo, e vimp, e viot, e vint) amzer divizout (e vefe)

→ kaout

amzer dremenet ('m boa, 'z poa en doa/he doa, hor boa, ho poa, o doa)

amzer-vremañ ('m eus, 'z peus/'z teus, en deus/he deus, hon eus, ho peus, o deus) amzer da zont ('m bo, 'z po/'z to, en do/he do, hor bo, ho po, o do)

doare divizout (en defe/he defe)

→ mont / dont

aet eo / e teu, a zeu / e teuio / a zeuio /

→ stumm e -er

e ranker / a ranker e c'haller / a c'haller gallout a reer

→ stumm gant ar verb ober

gallout a ran, a rez, a ra / a rin, a ri, a raio / a reer

(11)

→ reolennoù diazez evit an dibenn

Me Te En/hi Ni C'hwi Int

A.dremenet -en -es -e -emp -ec'h -ent

A.vremañ -an -ez -omp -it -ont

A. da zont -in -i -o -imp -oc'h/ot -int

(12)

E- Kompren ma vez komzet eus un dra gourel pe gwregel

→ verb kaout

CE2

2-3- Gwerzhet e vez an timbroù a garnedoù 10.

a- 37 timbr en deus ezhomm Alan. Pet karned eo ret dezhañ prenañ ? b- 37 timbr he deus ezhomm Vefa. Pet karned eo ret dezhi prenañ ? en : en deus # en he boest

he : he deus # he boest

→ araogennoù

me te en/hi ni c'hwi int

dibenn -in -is -añ /-i -omp -oc'h -o (e)

DA

2-3- Gwerzhet e vez an timbroù a garnedoù 10.

a- 37 timbr en deus ezhomm Alan. Pet karned eo ret dezhañ prenañ ? b- 37 timbr he deus ezhomm Vefa. Pet karned eo ret dezhi prenañ ? 7-5- Pet kolonenn e vo ret dezhi tresañ evit kaout mil karrez ?

7-8- Peseurt kartennoù eo dav dezhañ gounit evit kaout … poent ?

A

65- Alex en deus leuniet ar werenn ha goullonderiñ a ra anezhi er pod melen. Evit leuniañ ar pod melen e ranker lakaat 3 gwerennad. Evit leuniañ ar pod gwer e ranker lakaat 5 gwerennad.

 Alex en deus leuniet ar werenn hag goullonderet en deus ar werennad-se er pod melen.Evit leuniañ ar pod melen e ranker lakaat 3 gwerennad. Evit leuniañ ar pod gwer e ranker lakaat 5 gwerennad.

71- Tresañ bandenn-baper Leila war da gaier ha merkañ pelech e rank troc'hañ anezhi.

… e rank troc'hañ anezhi = ... e rank troc'hañ ar vandenn-baper 3-12- Emaon o soñjal en un niver. Pa liesan anezhañ dre 2 e kavan 16.

Pa liesan an niver-se dre 2 e kavan 16.

(13)

GANT

10- 75 skeudenn a zo gant Alex. 3 fakad 10 skeudenn zo bet roet gantañ da Liza. Pet skeudenn a chom gantañ ?

 gant implijet e daou vod disheñvel : gant Alex evit merkañ an dalc'h (evel e-barzh « Pet skeudenn a chom gantañ ? ») ha roet gantañ (stumm gouzañv).

3 fakad 10 skeudenn zo bet roet gant Alex da Liza.

59- Pakadoù 5 madig emañ Alex oc'h aozañ evit gouel ar skol. 75 madig zo gantañ. Pet pakad a c'hell ober ?

7-2- 6 kartenn emañ Loeiz o paouez reiñ da bep hini eus an 8 c'hoarier. Pet kartenn zo bet roet gantañ ?

14- Liza a fell dezhi kaout pezhioù nemetken. Pet pezh 1 euro a vo ganti pa vo bet eskemmet ganti he bilhedoù ?

 ganti implijet e daou vod disheñvel

36- Oc'h ober ur c'holier gant perlez ruz ha gant perlez glas emañ Liza. 2 bakad 15 perlezenn ruz ha 3 fakad 10 perlezenn c'hlas zo bet implijet ganti. Pet perlezenn zo er c'holier.

EGET

48- Ur boupinell 80 cm a vent he deus Nina. Lavarout a ra ez eo brasoc'h he foupinell egeti.

50- 1m 30 cm eo ment Alex. 1 cm bihanoc'h egetañ eo e vignon Alan. Peseurt ment eo Alan.

Gant a c'hell merkañ an dalc'h (emañ un dra bennak gant unan bennak) Gant a c'hell ivez merkañ ar stumm gouzañv. Lies e vez kavet e testennoù ar

skoulmadoù roet gantañ/ganti. Diaes e c'hell bout kompren peogwir pad eo roet gantañ n'eo ket mui gantañ !

(14)

→ e / he

diforc'hañ ...

■ e (= e-barzh), e (dezhañ), e (rannig verb) ha e e-barzh frammoù yezh (e-barzh / e penn / e fin) 1-1- Pet oto zo e karrdi Alan ?

2-7- Trec'h e vo an hini a vo gantañ ar muiañ a boentoù gant e gartennoù 1-13- Evit ober 1€ e ranker kaout 100 santim.

14-10- d'ar bet eo bet an temperadur en e uhelañ ?

1-2- 7 greunenn rezin nevez emañ Pinting o paouez lakaat en e vern boued.

7-10- Muzuliañ kostezioù ar poligon-mañ. Jediñ e drohed. Skrivañ anezhañ e cm ha mm.

14-8- Mazhe en deus parket e oto war ar parklec'h P1 d'al lun da 8 eur mitin.

15-3- Da lavaret eo 6 neubeutoc'h eget e dastumad

■ he ( he hini dezhi) ha he (he deus)

14-3-Evit mont eus he zi d'ar skol e tremen Sterenn dre ur c'hroashent bras.

3-8- 8 kartenn 2 boent he deus gounezet Vefa. 5 kartenn 4 foent en deus gounezet Alan 8-6- Pet kilometr he do graet Solenn en holl ?

48- Ur boupinell 80 cm a vent he deus Nina. Lavarout a ra ez eo brasoc'h he foupinell egeti.

7-4- Peseurt sammadoù arc'hant disheñvel a c'hall dispign : a- en ur implijout daou eus he fezioù 7-16- 75 timbr brav zo gant Ninnog. Divizet he deus reiñ ar muiañ posupl anezho d'he 8 kamaladez.

7- 24 bolotenn zo bet rannet etre he 3 c'hazh gant Liza

25- 56 timbr a oa gant Nolwenn. 2 garned 10 timbr he deus implijet evit kas lizhiri. Pet timbr a chom ganti ?

2-2- A-raok mont d'ar skol e oa kroget Vefa d'ober un dro-c'houzoug gant un nebeud perlezennoù. 6 perlezenn nevez he doa ouzhpennet en dro-c'houzoug pa oa distroet eus ar skol.

3-8- 8 kartenn 2 boent he deus gounezet Vefa. 5 kartenn 4 foent en deus gounezet Alan.

8-6- Pet kilometr he do graet Solenn en holl ?

(15)

F- HA – HA – HA & HA

CE2

HA

- stagell genurzhiañ

3-18- Skrivañ an niveroù-se gant lizherennoù ha gant sifroù da c'houde.

 splann a-walc'h ; daou anv ar memes araogenn en o raok

8-1- Skrivañ ar pevar niver a gaver : en ur loc'hañ eus 3 ha doublañ peder gwezh diouzh renk.

 daou verb. En ur n'eo ket lâret nemeit ur wezh.

15- 3- Un dastumad 12 oto vihan en deus Dergat. Da lavaret eo 6 neubeutoc'h eget e dastumad Elouan ha 3 muioc'h eget e hini Tugdual.

 daou strollad anv hir

13-3- Gallout a raio Vefa ha Pintig en em gavout gant Ploum war ar c'hombod 24 : ya pa nann ?

 splann a-walc'h ; daou anv HA

- raganv stagañ

7-12- Pere eo an niverennoù hag a zo etre 14 500 ha 65 000 ?

Pere eo an niverennoù hag a zo etre 14 500 ha 65 000 ?

2-16- Kemer an holl ditouroù eus ar figurenn A hag a servijo dit evit tresañ ar c'helc'hioù war ar figurenn B.

HA - derez-kevatal (équatif1)

14-7- Tres un diagram gant kolonennoù e liv war paper karrezennet evel er skouer-mañ. Dibab ul liv dre sport. Evit pep sport, liv kement a gombodoù hag ez eus a skolidi oc'h ober anezhañ.

3-7- 2 skipailh a c'hoari an eil a-enep d'egile. .. ar memes niveroù hag ar re skrivet war an daolenn c'hoari.

HA -goulenn

8-13- Penaos gouzout ha skouer eo div eeunenn ? Penaos tresañ an eeunenn a-skouer gant unan all hag a dremen dre ur poent merket war an eeunenn-se ?

 Penaos gouzout ha skouer eo div eeunenn : particule interrogative utilisée à la forme indirecte. Les pronoms interrogatifs en p- jouent ce rôle. En vannetais on utilise majoritairement ma1: Penaos gouzout mad eo skouer an div eeunenn.

1 Grammaire du breton contemporain – F. Favereau – Skol Vreizh

(16)

G- BERN DIVERN

- kenetrezo

- an eil war-lerc'h egile / an eil a-enep d'egile. .. / an eil war c'horre eben. / an eil ouzh egile dre ur c'hostez.

- en deus # a zo gantañ

- kement (kement / kement-ha-kement/ kement XXX zo / kement eget / kement a) 1-5- Klask kement doare zo evit kaout…. Poent

1-6- Evit ar goulennoù 2 ha 3 e c'hallez kemer kement a gartennoù a fell dit.

3-6- Gant 100€ e fell da Alan prenañ daou dra. Klask priz kement strollad daou dra a c'haller prenañ.

7-16- 75 timbr brav zo gant Ninnog. Divizet he deus reiñ ar muiañ posup anezho d'he 8

kamaladez. Ret e vo da bep hini kaout kement-ha-kement a dimbroù. Pet timbr a c'hallo reiñ da bep hini ?

14-2- 36 oto bihan zo gant Gwenvael. E-barzh 4 boest e renk anezho. Dav eo dezhañ kaout kement-ha-kement e pep boest. Pet oto a rank lakaat e pep boest ?

- frammoù frazennoù : - ma samman… e kavan,

- pa vo sammet ganti e kavo Liza, pa vo bet roet an 6 folenn gant Salim - Bep a zaou jedouer o deus lakaet Vefa hag Alan.

- kaout ur figurenn hag a vefe al linenn ruz hec'h ahel simetriezh.

- da ziwall

- renkañ / rankañ :

14-6- 36 oto bihan zo gant Gwenvael. E-barzh 4 boest e renk anezho. Dav eo dezhañ kaout kement-ha-kement e pep boest. Pet oto a rank lakaat e pep boest ?

- pegement :

1-14- Pegement a arc'hant 'zo e pep boest-espern # pegement eo an dienn-skorn-se - holl

7-6- Mil biz savet zo pa vez savet o holl bizied gant holl bugale ar skol.

7-7- Ret eo kemer an holl gartennoù er memes pakad.

- pe re # pere

3-5- Lod eus an disoc'hoù-mañ zo direizh. Klask pe re ha reizhañ anezho.

7-12- Pere eo an niverennoù hag a zo etre 14 500 ha 65 000 ? - pegeit

9-4- 541 m zo evit mont eus kev ar bleizi betek kaoued an tigred hebiou foz an arzhed. Pegeit zo etre kev ar bleizi ha foz an arzhed.

9-9- Pegeit e pad an abadennoù-mañ ?

Références

Documents relatifs

To the extent that there has been a structured or planned approach to capacity building in the Kyrgyz health sector, this has been based on allocat- ing responsibility to MANAS

Le Règlement No 2 de l'OMS ne concerne que la lutte internationale à mener vis-à-vis de la peste, du choléra, de la fièvre jaune, de la variole, du typhus et de la fièvre

State in whose territory the infected area is situated, has applied the measures provided for in paragraph 2 of Article 2$, and has notified the health authority of the port,

conférence technique sur les méthodes de vaccination contre les principales maladies contagieuses de l'enfance et tenant compte de l'avis des experts consultésl.sur cette question,

The Malagasy specimens possess the main features of the genus Heligmonoides Baylis, 1928 (Heligmonel- lidae, Nippostrongylinae) redefined by Durette-Desset (1971): synlophe with

C'hoant he deus Liza da breniñ ar muiañ a dikedoù ma c'hell evit monet war ar menezioù rus.?. Pet katevenn en

«Fusion contrôlée»: Le combustible des réactions de fusion dans les futures centrales est le mélange de deutérium (d) et de tritium (t)4. Calculer la quantité d’énergie, en

• Le CO 2 contenu dans l'air se dissout dans la solution ; on peut raisonnablement supposer que la quantité est proportionnelle au volume de solution de soude (dissolution