• Aucun résultat trouvé

Ar gelennerien e-barzh ar sac'h

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Ar gelennerien e-barzh ar sac'h"

Copied!
2
0
0

Texte intégral

(1)

Ar gelennerien e-barzh ar sac'h

4 skoliad zo chomet e-barzh ar c'hlas e-pad an diduadenn.

Unan anezhe en deus skrivet « ar gelennerien e-barzh ar sac'h » diouzh an daolenn.

« Piv en deus skrivet an dra-se ? » a c'houlenn ar c'helenner.

- Julien, lunetoù gantañ war e fri a lâr : « Ur plac'h an hini eo.»

- Manon ha n'he deus ket afer a lunetoù a lâr : « N'eo ket me !»

- Lucie, hag he deus lunetoù ruz, a lâr : « Unan ha ne zoug ket lunetoù an hini eo.»

- Tom, ha n'en deus ket lunetoù, a lâr : « Unan hag a zoug lunetoù an hini eo.»

Ar pevar skoliad o deus lâret ar wirionez nemeit unan.

(= 3 skoliad o deus lâret ar wirionez, unan en deus lâret gaouier).

Ar memes hini eo a lâr gaouier hag en deus skrivet diouzh an daolenn.

Piv eo ?

Divinatezoù 2014-2015 ☺ Kelc'hiad 3

ur c'hlas CP e Bobo Dioulasso (Burkina Faso) gant 265 skoliad

http://observers.france24.com/fr/content/20120507 -burkina-faso-bobo-dioulasso-classes-bondees

(2)

Ar gelennerien e-barzh ar sac'h - respont

- Julien, lunetoù gantañ war e fri a lâr : « Ur plac'h an hini eo.»

- Manon ha n'he deus ket afer a lunetoù a lâr : « N'eo ket me !»

- Lucie, hag he deus lunetoù ruz, a lâr : « Unan ha ne zoug ket lunetoù an hini eo.»

- Tom, ha n'en deus ket lunetoù, a lâr : « Unan hag a zoug lunetoù an hini eo.»

Pe Lucie pe Tom a lâr gaouier, peogwir ne c'hellont ket lâret ar wirionez gi o daou war-un-dro.

Mad eo Tom a lâr gaouier, an tri a re arall a lâr ar wirionez ; neuze, an hini en deus skrivet war an daolenn :

- ne zoug ket lunetoù (Julien / Manon / Lucie / Tom ) - a zo ur plac'h (Julien / Manon / Lucie / Tom )

- n'eo ket Manon (Julien / Manon / Lucie / Tom ) N'eo ket posubl. Neuze Lucie an hini a lâr gaouier.

Mad eo Lucie a lâr gaouier, an tri a re arall a lâr ar wirionez ; neuze, an hini en deus skrivet war an daolenn :

- a zoug lunetoù (Julien / Manon / Lucie / Tom ) - a zo ur plac'h (Julien / Manon / Lucie / Tom ) - n'eo ket Manon

Lucie he deus lâret gaouier hag he deus skrivet war an daolenn.

Divinatezoù 2014-2015 ☺ Kelc'hiad 3

Références

Documents relatifs

administration générale et organisation des activités des sections Fanfare 5 , Théâtre, Cinéma, Fêtes nautiques, Jeux Intervilles, Préparation militaire, Sport :

des états des fommes qui auront été payées aux témoins pour' chaque procès, fur la repréfentation quiferafaite par les Fermiers, ou leurs Commis, des exploits taxés, & des

• Si on veut éviter qu'il y ait une limite inférieure sur R c (ce qui est préférable pour un générateur de courant), il faut que la limite théorique soit négative ou nulle, donc

Santa Clarita Diet S02 E10 FINAL SP La Chanson De L'annee LE PRIME SP La France A Un Incroyable Talent. SP Moto2 Grand Prix France Le Mans Course SP

Après avoir mené à leur terme plusieurs parties, compléter ce questionnaire qui permettra d’évaluer ce que vous en avez retenu.. Capture d’écran de

War-lerc’h omp bet o weladenniñ ur velin-dour all e-tal hon kumun gant hon mignoned kozh : Melin Lançay e Kistrebrezh.. Ar velin-se ’zo bet kempennet en-dro evit maliñ ar

War-lerc'h e varv, Jean Jan a oa bet sta- get war moger ospital Pondi e-pad 3 deiz evit diskouez ar pezh a veze graet d'ar re ne oant ket doc'h tu an

Ar-lerc’h eh omp bet o weladenniñ ur velin-dour all e-tal hon kumun (Melin Lançay e Kistrebrezh) gant hon mignoned kozh, ur velin bet kempennet evit maliñ ar greun gwinizh