• Aucun résultat trouvé

War hent ar matematik – CE1 Ur renabl eus an diaezamantoù lenn/yezh

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "War hent ar matematik – CE1 Ur renabl eus an diaezamantoù lenn/yezh"

Copied!
22
0
0

Texte intégral

(1)

War hent ar matematik – CE1 Ur renabl eus an diaezamantoù lenn/yezh

1 P4  Liammañ an niveroù eus an hini bihanañ d'an hini brasañ

Hini a dalv evit niver. N'eo ket ar ger niver er frazenn. Ar ger niveroù zo er frazenn ► ar ger niver zo da gaout edan hini

Raganv (hini) 2 P4  War pep linenn e rank an niveroù mont an eil

war-lerc'h egile a 1 da 1 an eil war-lerc'h egile (cf 4, 19,70,78) Framm yezh 3 P4  Etre Alex ha Liza e vo rannet an teñzor.

Kement a bezhioù aour en do pep hini.

An nebeutañ posubl a bezhioù aour a rank chom en teñzor.

Pet pezh aour en do pep hini ?

Pezh ha bezhioù a dalv evit ar memes tra. Ar goulenn a implij pezh pa na nez implijet nemet pezhioù a-raok.

Pep hini a dalv evit Alex ha Liza.

Liestumm ar gerioù Unander/liester Raganv (hini)

4 P5  Liammañ kenetrezo ar pemp niver a zeu an eil war-lerc'h egile a 1 da 1

Kenetrezo a dalv evit ur strollad ger zo goude ! Hir eo ar frazenn

Stumm ar verb dont

framm yezh (cf 2, 19,70,78)

Diplegadur (kenetrezo) Diplegadur (verb)

5 P5  Sammad an niveroù a rank bezañ 10 e pep klogorenn. Diverket ez eus bet niveroù zo gant Moutik. Skrivañ an niveroù diverket gantañ.

Zo en deus meur a stêr : amañ # bolotennoù zo gant Moutig Gouiet petra zo edan gantañ.

Diplegadur (gant) Gerioù gant meur a stêr (zo)

6 P 10  21 berlezenn a zo. Rannet e vint ! Pet perlezenn en do pep hini ?

Stumm bezañ

Pep hini a dalv 3 bugel (hep ne vez gouiet)

Raganv (hini) 7 P 11  24 bolotenn zo bet rannet etre he 3 c'hazh gant

Liza.

Kement a volotennoù en do pep hini.

Pet bolotenn en do pep hini ?

…. polotenn en do pep kazh.

Anavout bolotenn/volotennoù/polotenn Pep hini a dalv evit an tri c'hazh

Liestumm ar gerioù Unander/liester Raganv (hini)

(2)

8 P 14  Alex en deus c'hoant da gaout kement a berlez ha Moutik. Kelc'hiañ ar c'hartennoù hag ar perlez glas a rank kemer.

Kement … ha da vout anavet perlez / berlez glas

a rank kemer : arboell ar rener ► ret eo gouiet emañ Alex kuzhet er verb-se, ha pas ket Moutik pe perlez...

Displegadur (verb) Framm yezh

Liestumm ar gerioù 9 P17  46 timbr he deus c'hoant Liza da gaout.

Barrennañ ar c'harnedoù hag an timbroù a zo ouzhpenn ar gont.

He deus c'hoant Liza da gaout / en deus c'hoant Alex da gaout

ouzhpenn ar gont. Framm yezh

10 P 17  75 skeudenn a zo gant Alex. 3 fakad 10 skeudenn zo bet roet gantañ da Liza.

Pet skeudenn a chom gantañ ?

Pakad zo kuzhet edan fakad Alex zo kuzhet edan gantañ

Liestumm ar gerioù Raganv (gant) 11 P 17  Implijout an unanenn velen.

Keñveriañ hirderioù an hentoù a ha b.

Pehini eo an hini hir añ ?

velen ► melen hirderioù # bras

pehini = hini = hent pe hirder (en destenn hon eus hentoù pe hirderioù). Er goulenn nend eus ket ger fetis ebet.

Liestumm ar gerioù Raganv (pehini, hini)

12 P 19  35 perlezenn he deus ezhomm Liza.

Kelc'hiañ ar pezh a rank kemer. he deus ezhomm (cf 23, 46)

ar pezh : difetis (= pegement, pet perlezenn) # pezh aour a rank kemer : arboell ar rener ► ret eo gouiet emañ Alex kuzhet er verb-se, ha pas ket Moutik pe perlez.

Framm yezh Raganv (ar pezh) Displegadur (verb) ur ger : 2 ster Arboell ar rener 13 P 24  10 bolotenn zo gant Liza.

An hanter a ro da Voutik.

Pet bolotenn zo bet roet ganti da Voutik ?

Hanter a dalv evit hanter eus he 10 bolotenn (ur manier raganvañ). Difetis eo : # an hanter eus ar bolotennoù, pe an hanter anezho.

a ro : arboell ar rener ► ret eo gouiet emañ Liza kuzhet er verb-se

Displegadur (verb) Raganv (an hanter) Arboell ar rener

14 P 30  Liza a fell dezhi kaout pezhioù nemetken.

Pet pezh 1 euro a vo ganti pa vo bet eskemmet ganti he bilhedoù ?

a fell dezhi (cf 9,12, 15)

ganti en deus meur a zalvoudegezh yezhadurel er memes frazenn !!

he : dezhi, da Liza

Framm yezh

ger perc'hennañ (he/e)

(3)

15 P 39  210 perlezenn a fell din kaout. a fell din (cf 9,12, 14) Framm yezh 16 P 40   Kelc'hiañ ar pezh a rankALex kemer evit

kaout 203 ferlezenn.

 Kelc'hiañ ar pezhioù hag ar bilhedoù a ranker dibab evit kaout 324 euro.

Pezh a c'hell bout fetis pe difetis

17 P 42  War ar merk 8 emañ pezhig Moutik.War ar merk 20 en deus c'hoant ez afe e bezhig. Eus pet merk e rank lakaat anezhañ da vont a- raok ?

en deus c'hoant ez afe (cf 9) e bezhig : pezhig Moutig

Ur bochad traoù zo kuzhet er goulenn :

- e rank ► ret eo gouiet emañ Moutik kuzhet er verb-se, ha pas ket ar pezhig

- anezhañ ► ret eo gouiet emañ ar pezhig kuzhet er raganv-se, ha pas ket Moutik

Framm yezh

ger perc'hennañ (he/e) Displegadur (verb) Raganv (anezhañ) Arboell ar rener

18 P 46  Liza zo o pegañ poltridi Moutig en un albom. 4 fajenn he deus leuniet. 6 poltred he deus lakaet war pep pajenn.

Pet poltred zo bet peget ganti ?

poltridi - poltred

he deus leuniet/he deus lakaet = Liza ganti = gant Liza

Liestumm ar gerioù Arboell ar rener

19 P 47  Liammañ ar pevar niver a zeu an eil war-lerc'h egile a 1 da 1

- a zeu ►ur stumm ar verb dont

- an eil war-lerc'h egile (cf 2, 4, 70, 78)

Framm yezh Displegadur (verb) 20 P 51  50 poltred zo gant Alex. C'hoant en deus da

renkañ anezho e godelligoù evel homañ.

Pet godellig a vo leuniet gant Alex ?

Anezho : ar poltridi

homañ : ar godellig pe vez komzet a c'hodelligoù en destenn. Raganv (anezho) Raganv (homañ) 21 P 51  50 poltred zo gant Leila. C'hoant he deus da

renkañ anezho e godelligoù evel ar re-mañ.

Pet godellig a vo leuniet gant Leila?

Anezho : ar poltridi

ar re-mañ: ar godelligoù ha pas ket ar poltridi

Raganv (anezho) Raganv (ar re-mañ) 22 P 51  342 dimbr a oa gant Alex dija. Ur blakennad

100 timbr ha daou garnedad 10 timbr en deus bet. Pet timbr zo gantañ bremañ ?

dimbr: ur stumm d'ar ger timbr da anavout ur blakennad/ur garnedad : ster -ad ur garnedad (karned)

Liestumm ar gerioù Framm yezh (-ad) 23 P 52  245 timbr zo gant Liza dija. 547 timbr he deus

ezhomm da gaout.

Skrivañ ar pezh a rank goulenn.

he deus ezhomm da g (cf 12,46)

(4)

24 P 55  Zoé, mignonez Liza, zo aet 10 devezh d'ar menezioù da skiañ. Loc 'het eo d'ar 15 a viz Genver. Pegoulz e teuio en-dro ?

E teuio : Zoe # Liza Loc'het eo : Zoé # Liza

+ n'eo ket ar problem en urzh kronologel

Arboell ar rener

25 P 58  25 bugel zo e klas Alex.

28 bugel zo e klas Liza.

Muioc'h a vugale zo e klas Liza.

Pet bugel muioc'h 'zo ?

Muioc'h a vugale # bugale # bugel

Pet bugel muioc'h 'zo ? = pet bugel muioc'h a zo e klas Liza.

Liestumm ar gerioù

26 P 58  Alex en deus graet 15 boulenn-erc'h.

5 muioc'h eget Liza en deus graet.

Pet boulenn-erc'h zo bet graet gant Liza ?

5 muioc'h eget Liza en deus graet. = 5 boulenn-erc'h muioc'h eget Liza en deus graet Alex (Alex en deus graet 5 boulenn- erc'h muioc'h eget Liza). Ar ger fetis nemetañ zo Liza ha marse muioc'h  Liza he deus graet muioc'h.

Keñveriañ Alex en deus graet… ha 5 muioc'h eget Liza en deus graet. !!!

Pet boulenn-erc'h zo bet graet gant Liza ? Pet boulenn-erc'h he deus graet Liza ? (evel Alex en deus graet 15 boulenn-erc'h)

Gerioù arboellet

27 P 60  Skrivañ gant lizherennoù ha gant sifroù ar muiañ posupl a niveroù 3 sifr.

Ret eo implijout un diketenn, pe ziv pe deir.

un diketenn, pe ziv pe deir. = un dikedenn pe ziv diketenn pe

zeir ziketdenn Gerioù arboellet

28 P 61  18 karr bihan zo gant Alex.

6 muioc'h eget gant Hugo.

Pet karr bihan zo gant Hugo.

6 muioc'h eget gant Hugo.

2 araogenn unan e-tal an arall mui un arboell (6 karr bihan)

Gerioù arboellet

29 P 61  Liza he deus graet ur c'holier gant 30 perlezenn. Implijet he deus 10 perlezenn nebeutoc'h eget Louise. Pet perlezenn zo bet implijet gant Louise evit gober he c'holier ?

Tout an traoù zo splann !!

30 P 65  Savet en deus Moutik 3 zour 6 kub pep hini.

Pet kub en deus implijet en holl ? 3 zour 6 kub pep hini. : da anavout ar ger tour edan zour, ha kompren petra a dalv 3 zour 6 kub. (cf 63)

Pep hini a dalv evit pep tour.

Framm yezh (strollad an anv)

Raganv (pep hini)

(5)

31 P 66  Renket en doa Alex 25 poltred en e albom.

Moutik en deus kemeret poltredoù ha kuzhet en deus anezho.

Ne chom nemet 18 poltred en albom.

+ emañ ar problem en urzh kronologel

Moutik en deus kemeret poltredoù : un titour ne servij ket da netra hag a redia sevel ur frazenn luziet gant ur raganv : kuzhet en deus anezho.

ur wezh vb+ en doa, ur wezh en deus + vb ur wezh en deus + anezho

Displegadur re a stummoù

32 P 69  Tad Alex en deus c'hoant da brenañ ar skinwel- mañ. Trawalc'h a arc'hant en deus evit paeañ anezhañ ? Pegement a vank dezhañ ma n'en deus ket a-walc'h ?

Trawalc'h a arc'hant (en destenn)/ a-walc'h (+ arboell an dra) er goulenn

paeañ anezhañ : ret eo kompren emañ an tele

pegement a dalv evit pet euro (pegement a arc'hant ?,respont X euro)

dezhañ : ret eo kompren emañ liammet dezhañ d'an tad

Gerioù arboellet Raganv

(dezhañ/anezhañ)

33 P 69  Skrivañ an holl niveroù kavet ganit eus an hini bihanañ d'an hini brasañ

Hini zo lakaet evit un niver pa vez komzet a niveroù er goulenn.

Raganv (hini) 34 P 71  Diskrivañ ar solud evit ma vefe anavezet gant ar

vugale arall.

evit ma vefe Framm yezh

35 P 74  10 poltred zo gant Alex. Muioc'h a boltridi zo

gant Liza. 16 poltred zo gant Liza. Poltred / poltridi

muioc'h a boltridi. Anavout ar memes tra

edan meur a c'her 36 P 76  Oc'h ober ur c'holier gant perlez ruz ha gant

perlez glas emañ Liza.

2 bakad 15 perlezenn ruz ha 3 fakad 10 perlezenn c'hlas zo bet implijet ganti.

Pet perlezenn zo er c'holier.

gant perlez ruz ha gant perlez glas : un dra vat maz eus div wezh gant

pakad/fakad ; glas/c'hlas ;

ganti : ret eo komprenn emañ gant Liza (pell eo en destenn)

Anavout ar memes tra edan meur a c'her

37 P 77  War ar merk 35 emañ pezhig Alex. Teurel a ra tri diñs ha lakaat a ra e bezhig da vont war- raok. War peseurt merk ec'h erruo e bezhig ?

Teurel a ra/ lakaat a ra : Alex a ra pezhig Alex = e bezhig

Rener arboellet ger perc'hennañ (he/e) 38 P 79  Klask peseurt figurenn eo.

Pemp kostez zo dezhi Dezhi : d'ar figurenn. Raganv (dezhi)

(6)

39 P 86  Pegoulz eo bet debret ar memes niver a gouignoù gant an tri c'hamalad ?

Pet deiz eus ar sizhun zo bet debret kouignoù gant Moutik ?

Gerioù goulennata a denn d'an amzer (cf 60) Gerioù goulennata

40 P 90  5 perlezenn a c'heller eskemm evit ur maen prizius.

Pet perlezenn a vo roet din gant Liza ma roan dezhi an holl vein-mañ ?

Maen prizius ha holl vein-mañ a dalv evit ar memes tra er boelladenn.

Goulenn luziet : 2 rener er frazenn, 2 wezh ar memes verb displeget en ur mod disheñvel, ur wezh anezhe er stumm gouzañv.

Anavout ar memes tra edan meur a c'her

41 P 95  36 tamm chokolad a fell da Liza prenañ evit he deiz-ha-bloaz.

Dre bakadoù 2 e vez gwerzhet ar chokolad.

Pet pakad a rank prenañ ?

Pet pakad a rank prenañ ? Ar ger chokolad zo arboellet ha rener ar verb rank ivez.

Gerioù arboellet

42 P 95  45 perlezenn a fell da Alex reiñ da Liza. Dre boestadoù 5 e vez gwerzhet ar perlez. Pet boestad a rank prenañ ?

boest ad -ad

43 P 96  15 poent a fell da Liza kaout en ur implijout 10 kartenn.

Skrivañ pet kartenn a bep seurt a rank kemer.

a rank arboell a rener hag a zo pell ouzhpenn. Rener arboellet

44 P 99  Liammañ an niveroù a ranker sammañ daou- ha-daou evit kaout 50.

Frazenn luziet.

a ranker : stumm displegadur 45 P 102  3 fakad skeudennoù zo bet prenet gant Liza.

5 skeudenn zo e-barzh pep pakad.

4 skeudenn he deus roet da Alex.

Pet skeudenn a chom gant Liza ?

he deus roet : arboell ar rener a zo pell a-walc'h. Rener arboellet

46 P 103  Klask ar c'hornioù skouer er figurennoù-mañ gant ur gobari. Merkañ anezho e ruz.

Anezho = figurennoù pe kornioù ar c'hornioù / kornioù

Raganv (anezho)

(7)

47 P 106  20 orañjezenn en deus ezhomm Alex evit aozañ ur saladenn frouezh. Dre sac'hadoù 5 e vez gwerzhet an orañjez.

Pet sac'had orañjez a rank prenañ ?

Orañjezenn/orañjez : diforc'hañ mat ar liester hag an unander en deus ezhomm Alex evit : cf 12 ha 23

dre sac'hadoù 5#sac'had : liester en destenn, unander er goulenn.

A rank : rener arboellet

Framm yezh

48 P 107  Tri skoliad zo bet muzuliet gant ar skolaer e klas Alex. Renkañ ar skolidi eus an hini bihanañ d'an hini brasañ.

Ur boupinell 80 cm a vent he deus Nina.

Lavarout a ra ez eo brasoc'h he foupinell egeti.

an hini a gas d'ar ger skoliad hag a zo pell skoliad # skolidi

a vent : liammet gant ar ger ment a zo en un daolenn e-tal Lavarout a ra : ur frazenn dieeun - ar boupinell pe Liza ez eo : ur stumm ar verb bezañ

he foupinell egeti : da anavout he evit Liza hag egeti evit Liza.

Nina he deus ur boupinell 80cm he ment. ?

Raganv (hini)

framm yezh ranganvoù

araogennoù displeget ger perc'hennañ

49 P 109  Liza he deus muzuliet div vazh. 90 cm eo hirder ar vazh du. 1 m eo hirder ar vazh wenn.

Peseurt bazh eo an hirañ ?

Peseurt barzh : splannoc'h evit pehini (11) bazh # vazh

an hirañ # an hini hirañ

Liestumm ar gerioù

50 P 109  1m 30 cm eo ment Alex.

1 cm bihanoc'h egetañ eo e vignon Alan.

Peseurt ment eo Alan.

ger perc'hennañ (e/he) araogennoù displeget 50

bis

P112  Evit mont d'he c'hlas e rank Liza pignat gant ur skalier 16 derez. Ober a ra da gentañ 6 pas bras o pignat gant an diri daou-ha-daou.

Pet derez a chom dezhi da bignat gante a-raok erruout en nec'h ?

Diri = liester derez -kavet e vez ivez derezioù p 150

a chom dezhi da bignat gante : daou verb gant un araogenn displeget,

araogennoù displeget framm yezh diaes

51 P 114  Skrivañ an niveroù-mañ pep hini en e sac'h. pep hini en e sac'h. Framm yezh

52 P 117  3 boestad skeudennoù evel homañ zo gant Alex.

Pet skeudenn zo gantañ.

Homañ (cf 20) Raganv (homañ)

(8)

53 P 120  15 sivienn zo e paner Alex.

Un hanter muioc'h a sivi zo e paner Liza. Pet sivienn Zo e paner Liza.

Un hanter ► memes familh gant hanterenn

Un hanter muioc'h ► memes ster gant doubl Ur ger gant meur a ster 54 P 120 100 kerezenn zo e paner Alex.

Un hanter nebeutoc'h zo e paner Liza.

Pet kerezenn Zo e paner Liza.

Un hanter nebeutoc'h : kerezenn/kerez zo arboellet Gerioù arboellet

55 P 123 

P 123 

Alex a fell dezhañ rannañ ar skeudennoù-mañ gant Liza. Pet skeudenn a vo gant pep hini.

56 maen zo bet dastumet gant Alex ha Liza.

C'hoant o deus da rannañ anezho etrezo.

Kement-ha-kement en do pep hini. Pet maen en do pep hini ?

Gant rannañ gant / bezañ gant

Anezho etrezo : daou raganv unan e-tal an arall. Daies da ouiet petra zo petra. Re a draoù difeti war-un-dro.

Pep hini a dalv evit pep bugel pe Alex ha Liza.

Gant

Raganvioù +

araogennoù displeget

56 P 126  Pemp bugel a fell dezh o rannañ 35 maen. Pet maen a vo gant pep hini ?

a fell dezh o (cf 15, 14, 41)

pep hini : betek bremañ, pep hini a oa 2 d'ar muiañ. Amañ emañ pep unan eus ar 5 bugel.

Framm yezh ragañv (hini) 57 P 126  Pehini eo an hini pounnerañ ? Pehini, hini, daou raganv war-un-dro. Difetis Ger fetis ebet 58 P 127  Klokaat an daolenn hag ar grafik.

Kontet o deus ar vugale pet loen o deus er gêr.

Skrivet o deus an disoc'hoù en un daolenn ha war ar grafik. Titouroù zo a zo bet diverket.

Klask anezho en-dro.

o deus : ar vugale, mes ar ger loen zo tostoc'h anezho : titouroù, loene, bugale?

Rener arboellet

ragañv (anezho) 59 P 128  Pakadoù 5 madig emañ Alex oc'h aozañ evit

gouel ar skol. 75 madig zo gantañ. Pet pakad a c'hell ober ?

Frazenn luziet

60 P 129  Da 10 eur ha kard e krog an ehan e skol Liza.

Da 10 eur hanter ec'h echu.

Pegeit e pad an ehan ?

ec'h echu memes stumm gant e krog ger goulennata a denn d'an amzer (cf 39)

Ger goulennata

(9)

61 P 130  5 kanetenn zo bet gounezet gant Alex e-pad an ehan. 15 kanetenn en deus e fin an ehan. Pet kanetenn en doa e penn kentañ an ehan ?

+ n'eo ket ar problem en urzh kronologel (2-3-1)

62 P 132  24 foto zo gant Alex. Pegañ a ra anezho en un albom. 4 foto zo war pep pajenn. Pet pajenn a vo leuniet gantañ ?

Foto /poltred

anezho : fotoioù (ar ger en unander a zo en destenn) gantañ : gant Alex a zo e penn kentañ an destenn

Ragañv (anezho) araogenn displeget (gantañ)

63 P 132  60 perlezenn zo gant Zoé.

Kolieroù 10 perlezenn e pep hini a ra.

Pet kolier a c'hell ober.

10 perlezenn e pep hini a ra.

Stumm yezh (Cf 30 6 zour 5 kub pep hini)

a ra : rener arboellet + ar strollad anv a-raok ar verb n'eo ket ar rener ha hir-hir eo tu zo da gompren emañ pep hini rener ar verb. Aesoc'h e vehe da gompren kolieroù 10 permezenn e pep hini a ra Zoé pe Zoé a ra kolieroù 10 perlezenn e pep hini.

64 P 133  Alex en deus kaset ur lizher kuzh da Liza. Pep

tikedenn a glot gant ur lizherenn. Lizher/lizherenn 65 P 133  Alex en deus leuniet ar werenn ha goullonderiñ

a ra anezhi er pod melen. Evit leuniañ ar pod melen e ranker lakaat 3 gwerennad. Evit leuniañ ar pod gwer e ranker lakaat 5 gwerennad.

Anezhi :

3 stumm evit ur ger : ar werenn, anezhi, gwerennad.Hep komz a gwer ac'hell bout liester gwerenn.

Ragañv

meur a stumm gerioù evit ar memestra 66 P 135  Kalz a ganetennoù en doa Alex a-raok an ehan.

27 en deus gounezet e-pad an ehan. 72 kanetenn en deus bremañ. Pet kanetenn en doa a-raok an ehan ?

+urzh kronologel – ar frazenn gentañ ne zigas titour erbet

67 P 136 Kemer ur folenn, plegañ anezhi Anezhi = folenn 68 P 137 Livañ an nebeutañ posubl a gombodoù evit

kaout ur figurenn hag a vefe al linenn ruz hec'h ahel simetriezh.

hag a vefe al linenn ruz hec'h ahel simetriezh

Hag a vefe Stumm yezh

displegadur

(10)

69 P 139  Pet asied zo c'hoazh war an daol ?

16 asied zo bet digaset war an daol gant Selim.

Moutik en deus c'hoariet war an daol ha 5 asied zo bet torret o kouezhañ.

+ goulenn a-raok an destenn + urzh kronologel

70 P 140  Heñvel-mik e vo an div vandenn-baper ma c'hellan lakaat anezho rik an eil war c'horre eben.

Didroc'hañ div vandenn-paper keit ha homañ .

Frammoù yezh : - ma c'hellan …..

an eil war c'horre eben (cf 2, 4, 19, 78)

anezho / homañ : daou raganv a zegas d'ar memes tra fetis (bandenn-paper)

71 P 140  Tresañ bandenn-baper Leila war da gaier ha merkañ pelech e rank troc'hañ anezhi.

Anezhi : Leila / bandenn paper Leila raganv 72 P 141 6 Tresañ ur linenn evit diskouez pelec'h e ranker

troc'hañ evit ma vefe kement a stered gant Alex, gant Leila, gant Moutig ha gant Anna.

evit ma vefe Displagadur ar verb

(vefe) 73 P 143 Muioc'h a blasoù zo er c'harr-boutin glas eget er

c'harr-boutin orañjez. Pet muioc'h zo ?

45 den zo er c'harr-boutin orañjez. Chom a ra a- sav . Pemp den a ziskenn hag eizh dein a sav e- barzh.

Karr boutin, ar c'harr boutin, kirri boutin, ar c'hirri boutin, daou garr boutin

Pet muioc'h zo : arboellet eo an dra feti a zo diazezt ar goulenn warnañ

A-sav/a sav : tost-tost eo. Ouzhpenn e eh eus tu da drevachañ gant Chom a ra Zoe en he sav er c'harr-boutin peogwir nend eus ket lec'h ken. (cf 81)

Meur a stumm (5) gerioù evit ar memestra

74 P 146 1 3 boked bleunioù glas zo bet prenet gant Bahia.

Pet bleunienn zo ganti ?

75 P 147 Ar c'harr ruz niverenn 14 en deus graet 16 troioad dija. Ne chom nemet 17 troiad dezhañ d'ober. Pet troiad en do graet ar c'harr ruz e fin ar redadeg ?

War ar memes pajenn eh eus kirri, 42 garr, pet karr, ar c'harr ruz,

urzh kronologel 3 amzer dizheñvel

Displegadur (verb)

(11)

76 P 150  Alex ha Leila zo pignet gant an hanter eus an derezioù. Pet derez zo bet pignet ganto.

Gant en deus daou zalvoudegezh er memes testenn 2 frazenn. Liesster gant 77 P 151 

 Pet den zo e-barzh ar vag ?

Tri strollad 10 bugel pep hini zo savet e- bourzh.

Evit lâret ar memes tras : e-barzh ar vag # e-bourzh. Meur a feson da lâret ar memes tra

78 P 152/153 Setu ur strollad tri c'harrez. Daou garrez bennak

zo stok an eil ouzh egile dre ur c'hostez. an eil ouzh egile (cf 2, 4, 19, 70) Framm yezh Er memes pajenn : ar c'harrez, pet karrez, daou garrez, karrezioù, ar c'harrezioù, holl garrezioù, nav

c'harrezig, pet karrezig, ur folenn garrezennek, ar garrezennadenn.

Meur a wezh e vez implijet karrezig ha karrez evit komz eus ar memes tra.

79 P 154  Gwipisd 40 santim / madalen 50 santim / briochenn 45 santim

Mamm Liza he deus prenet ar voestad kouignoù-mañ

Kouignoù zo lakaet evit gwispid + madalen + briochenn

80 P 158  Pet penn saladenn zo ? Klask meur a zoare da gontañ anezho.

Penn saladenn ? Penn salad, ur saladenn

anezho a zigas d'ur liester, pad eo meneget penn saladenn.

81 P 158  Pep plantenn sivi a roio 3 sivienn

Pet sivienn a c'hello bezañ dastumet gant Liza ? Pet / pep (cf 73) 82 P 158  Pet prunenn zo er baner ?

Alex ha Liza o deus lakaet ar prun o deus kutuilhet en ur baner.

Alex en deus kutuilhet 14 ha Liza 6 muioc'h eget Alex.

Goulenn a-raok an destenn

o deus lakaet ar prun o deus kutuilhet en ur baner 2 verb er memes frazenn. An daou verb o deus ar memes rener mes an eil verb zo just goude ar ger prun.

Arboellet eo ar ger prunenn en eil lodenn eus an destenn.

Neoazh emañ war ar prun emañ diazezet ar skloulmad

(12)

Ar Yezh e War hent ar matematik (CE1)

Raganvoù pe gerioù implijet evel

raganvoù

kenetrezo

4 -Liammañ kenetrezo ar pemp niver a zeu an eil war-lerc'h egile a 1 da 1

pep hini : a gas d'ur c'hementad disheñvel ha da draoù/tud disheñvel hervez ar skoulmadoù 3- Etre Alex ha Liza e vo rannet an teñzor. Kement a bezhioù aour en do pep hini.

6- 21 berlezenn a zo. Rannet e vint ! Pet perlezenn en do pep hini ?

7- 24 bolotenn zo bet rannet etre he 3 c'hazh gant Liza. Kement a volotennoù en do pep hini. Pet bolotenn en do pep hini ? 30- Savet en deus Moutik 3 zour 6 kub pep hini. Pet kub en deus implijet en holl ?

51- Pep hini en e sac'h.

56- Pemp bugel a fell dezho rannañ 35 maen. Pet maen a vo gant pep hini ? 63- Kolieroù 10 perlezenn e pep hini a ra.

77- Tri strollad 10 bugel pep hini.

An hini bihanañ (1), an hini hirañ (11), Pehini (11, ) hanter

13- 10 bolotenn zo gant Liza. An hanter a ro da Voutik. Pet bolotenn zo bet roet ganti da Voutik ? (= an hanter eus ar bolotennoù, pe an hanter eus an 10 bolotenn)

homañ/ ar re-mañ

20- 50 poltred zo gant Alex. C'hoant en deus da renkañ anezho e godelligoù evel homañ.

62- 3 boestad skeudennoù evel homañ zo gant Alex.

70- Didroc'hañ div vandenn-paper keit ha homañ.

21- 50 poltred zo gant Leila. C'hoant he deus da renkañ anezho e godelligoù evel ar re-mañ.

(13)

Raganvoù pe gerioù implijet evel

raganvoù

anezho/anezhañ/anezhi

21- 50 poltred zo gant Leila. C'hoant he deus da renkañ anezho e godelligoù evel ar re-mañ. Pet godellig a vo leuniet gant Leila?

31- Renket en doa Alex 25 poltred en e albom. Moutik en deus kemeret poltredoù ha kuzhet en deus anezho.

55- 56 maen zo bet dastumet gant Alex ha Liza. C'hoant o deus da rannañ anezho etrezo.

46- Klask ar c'hornioù skouer er figurennoù-mañ gant ur gobari. Merkañ anezho e ruz

58 - Kontet o deus ar vugale pet loen o deus er gêr. Skrivet o deus an disoc'hoù en un daolenn ha war ar grafik. Titouroù zo a zo bet diverket. Klask anezho en-dro.

62- 24 foto zo gant Alex. Pegañ a ra anezho en un albom.

70- Heñvel-mik e vo an div vandenn-baper ma c'hellan lakaat anezho rik an eil war c'horre eben.

80- Pet penn saladenn zo ? Klask meur a zoare da gontañ anezho.

32- Tad Alex en deus c'hoant da brenañ ar skinwel-mañ. Trawalc'h a arc'hant en deus evit paeañ anezhañ ? Pegement a vank dezhañ ma n'en deus ket a-walc'h ?

65- Alex en deus leuniet ar werenn ha goullonderiñ a ra anezhi er pod melen. Evit leuniañ ar pod melen e ranker lakaat 3 gwerennad. Evit leuniañ ar pod gwer e ranker lakaat 5 gwerennad.

67 - Kemer ur folenn, plegañ anezhi

71- Tresañ bandenn-baper Leila war da gaier ha merkañ pelech e rank troc'hañ anezhi.

dezho/dezhi/dezhañ

14- Liza a fell d ezhi kaout pezhioù nemetken.

15- 210 perlezenn a fell din kaout.

32- Tad Alex en deus c'hoant da brenañ ar skinwel-mañ. Trawalc'h a arc'hant en deus evit paeañ anezhañ ? Pegement a vank dezhañ ma n'en deus ket a-walc'h ?

38- Klask peseurt figurenn eo. Pemp kostez zo dezhi

40- 5 perlezenn a c'heller eskemm evit ur maen prizius. Pet perlezenn a vo roet din gant Liza ma roan dezhi an holl vein-mañ ? 50 bis- Evit mont d'he c'hlas e rank Liza pignat gant ur skalier 16 derez. Ober a ra da gentañ 6 pas bras o pignat gant an diri daou-

ha-daou. Pet derez a chom dezhi da bignat gante a-raok erruout en nec'h ?

55- Alex a fell dezhañ rannañ ar skeudennoù-mañ gant Liza. Pet skeudenn a vo gant pep hini.

(14)

Raganvoù pe gerioù implijet evel

raganvoù

56- Pemp bugel a fell dezho rannañ 35 maen. Pet maen a vo gant pep hini ?

75- Ar c'harr ruz niverenn 14 en deus graet 16 troioad dija. Ne chom nemet 17 troiad dezhañ d'ober. Pet troiad en do graet ar c'harr ruz e fin ar redadeg ?

eget/egeti

48- Ur boupinell 80 cm a vent he deus Nina. Lavarout a ra ez eo brasoc'h he foupinell egeti.

50- 1m 30 cm eo ment Alex. 1 cm bihanoc'h egetañ eo e vignon Alan. Peseurt ment eo Alan.

73- Muioc'h a blasoù zo er c'harr-boutin glas eget er c'harr-boutin orañjez. Pet muioc'h zo ?

82- Pet prunenn zo er baner ? Alex ha Liza o deus lakaet ar prun o deus kutuilhet en ur baner. Alex en deus kutuilhet 14 ha Liza 6 muioc'h eget Alex.

77- Pet den zo e-barzh ar vag ? Tri strollad 10 bugel pep hini zo savet e-bourzh.

Rener arboellet

8- Alex en deus c'hoant da gaout kement a berlez ha Moutik. Kelc'hiañ ar c'hartennoù hag ar perlez glas a rank kemer.

12- 35 perlezenn he deus ezhomm Liza. Kelc'hiañ ar pezh a rank kemer.

13- 10 bolotenn zo gant Liza. An hanter a ro da Voutik. Pet bolotenn zo bet roet ganti da Voutik ?

17- War ar merk 8 emañ pezhig Moutik. War ar merk 20 en deus c'hoant ez afe e bezhig. Eus pet merk e rank lakaat anezhañ da vont a-raok ?

24- Zoé, mignonez Liza, zo aet 10 devezh d'ar menezioù da skiañ. Loc'het eo d'ar 15 a viz Genver. Pegoulz e teuio en-dro ? 26- Alex en deus graet 15 boulenn-erc'h. 5 muioc'h eget Liza en deus graet. Pet boulenn-erc'h zo bet graet gant Liza ?

37- War ar merk 35 emañ pezhig Alex. Teurel a ra tri diñs ha lakaat a ra e bezhig da vont war-raok. War peseurt merk ec'h erruo e bezhig ?

42- 41- 36 tamm chokolad a fell da Liza prenañ evit he deiz-ha-bloaz. Dre bakadoù 2 e vez gwerzhet ar chokolad. Pet pakad a rank prenañ ?

42- 45 perlezenn a fell da Alex reiñ da Liza. Dre boestadoù 5 e vez gwerzhet ar perlez. Pet boestad a rank prenañ ? 43- 15 poent a fell da Liza kaout en ur implijout 10 kartenn. Skrivañ pet kartenn a bep seurt a rank kemer.

45- 3 fakad skeudennoù zo bet prenet gant Liza. 5 skeudenn zo e-barzh pep pakad. 4 skeudenn he deus roet da Alex. Pet skeudenn a chom gant Liza ?

(15)

Rener arboellet

47- 20 orañjezenn en deus ezhomm Alex evit aozañ ur saladenn frouezh. Dre sac'hadoù 5 e vez gwerzhet an orañjez. Pet sac'had orañjez a rank prenañ ?

58- Kontet o deus ar vugale pet loen o deus er gêr. Skrivet o deus an disoc'hoù en un daolenn ha war ar grafik.

63- 60 perlezenn zo gant Zoé. Kolieroù 10 perlezenn e pep hini a ra. Pet kolier a c'hell ober ?

Ger fetis arboellet

26- Alex en deus graet 15 boulenn-erc'h. 5 muioc'h eget Liza en deus graet. Pet boulenn-erc'h zo bet graet gant Liza ? 27- Skrivañ gant lizherennoù ha gant sifroù ar muiañ posupl a niveroù 3 sifr. Ret eo implijout un diketenn, pe ziv pe deir.

28- 18 karr bihan zo gant Alex. 6 muioc'h eget gant Hugo. Pet karr bihan zo gant Hugo.

41- 36 tamm chokolad a fell da Liza prenañ evit he deiz-ha-bloaz. Dre bakadoù 2 e vez gwerzhet ar chokolad. Pet pakad a rank prenañ ?

42- 45 perlezenn a fell da Alex reiñ da Liza. Dre boestadoù 5 e vez gwerzhet ar perlez. Pet boestad a rank prenañ ?

Displegadur

Meur a stumm evit lâret ar memes tra :

13- 10 bolotenn zo gant Liza. An hanter a ro da Voutik. Pet bolotenn zo bet roet ganti da Voutik ?

26- Alex en deus graet 15 boulenn-erc'h. 5 muioc'h eget Liza en deus graet. Pet boulenn-erc'h zo bet graet gant Liza ? Doare divizout :

17 - War ar merk 8 emañ pezhig Moutik.War ar merk 20 en deus c'hoant ez afe e bezhig.

34 - Diskrivañ ar solud evit ma vefe anavezet gant ar vugale arall.

Ober

En do graet / en deus graet Bezañ

a oa, bet,

emañ, emaon, emaint, eo, ez eo, int, ne vezont ket gwelet, a vez, e vi, a vo, e vimp, e vint,e vefe

Mont/dont

aet eo, zo aet, teu, a zeu, teuio,

(16)

Displegadur

Kaout

en deus/he deus, o deus, en do/he do, o do

Alex en deus ha ur strollad 6 den en deus Displegadur e -er

Stumm verb + a ra

Displegadur an aroaogennoù

dezhañ/dezhi/dezho anezhañ/anezhi/anezho gantañ/ganti/ganto dirazon

Liesstumm ar gerioù (yezhadur)

unander/liester

= an dra a zo diaezezet ar skoulmad warnañ a zo meneget en unander er goulenn hag er liester en destenn (pe ar c'hontrell) 3- Etre Alex ha Liza e vo rannet an teñzor. Kement a bezhioù aour en do pep hini. An nebeutañ posubl a bezhioù aour a rank

chom en teñzor.Pet pezh aour en do pep hini ?

18- Liza zo o pegañ poltridi Moutig en un albom. 4 fajenn he deus leuniet. 6 poltred he deus lakaet war pep pajenn.

Pet poltred zo bet peget ganti ?

35- 10 poltred zo gant Alex. Muioc'h a boltridi zo gant Liza. 16 poltred zo gant Liza.

41- 36 tamm chokolad a fell da Liza prenañ evit he deiz-ha-bloaz. Dre bakadoù 2 e vez gwerzhet ar chokolad. Pet pakad a rank prenañ ?

42- 45 perlezenn a fell da Alex reiñ da Liza. Dre boestadoù 5 e vez gwerzhet ar perlez. Pet boestad a rank prenañ ? 47- 20 orañjezenn en deus ezhomm Alex evit aozañ ur saladenn frouezh. Dre sac'hadoù 5 e vez gwerzhet an orañjez.

Pet sac'had orañjez a rank prenañ ?

50 bis- Evit mont d'he c'hlas e rank Liza pignat gant ur skalier 16 derez. Ober a ra da gentañ 6 pas bras o pignat gant an diri daou- ha-daou. Pet derez a chom dezhi da bignat gante a-raok erruout en nec'h ?

80- Pet penn saladenn zo ? Klask meur a zoare da gontañ anezho.

Liammañ an niveroù eus an hini bihanañ d'an hini brasañ (1)

(17)

Liesstumm ar gerioù (kemmadur)

Timbr/dimbr/timbroù Melen/velen

Glas/c'hlas Pakad/fakad

Pezh, fezh, pezh, pezhioù, e bezhig, pezhig, he fezhig, Diforc'h, ziforc'h, diforc'hioù,

Kartenn, gartenn, c'hartenn, kartennoù, Poentoù, boentoù,

Perlez, perlezenn, o ferlez, he ferlez, berlezenn, 9 ferlezenn,

Kouign, kouignenn, ar c'houign, 2 gouignenn, 3 c'houignenn, (+ 2 gouign, kouignoù, 3 c'houign p 154), ar stal-gouignoù.

Tresadenn, peder zresadenn,

Godellig, godellig wer, godelligoù gwer, godellig velen, Bolotenn/volotennoù/polotenn

Grafik, an daou c'hrafik Gometenn / 2 c'hometenn

Tric'horn, zric'horn, daou dric'horn Poligon, foligon,

Er memes pajenn : ar c'harrez, pet karrez, daou garrez, karrezioù, ar c'harrezioù, holl garrezioù, nav c'harrezig, pet karrezig, ur folenn garrezennek, ar garrezennadenn. (Meur a wezh e vez implijet karrezig ha karrez evit komz eus ar memes tra).

Gwispid, 2 wispidenn, gwispidenn, 25 gwispid (!) p 154

(18)

Meur a feson da lâret ar memes tra

pouez (p 122) ha mas (p 125)

peseurt mas (p125) ha pegen pounner (p 127) # goulenn : pegen pounner ?► Respont : 56 g eo mas ar sac'h.

foto (p 132) - poltred

daou damm heñvel-mik (p140) # div lodenn heñvel-mik (p141)

11- Implijout an unanenn velen. Keñveriañ hirderioù an hentoù a ha b. Pehini eo an hini hirañ ?

32- Tad Alex en deus c'hoant da brenañ ar skinwel-mañ. Trawalc'h a arc'hant en deus evit paeañ anezhañ ? Pegement a vank dezhañ ma n'en deus ket a-walc'h ?

40- 5 perlezenn a c'heller eskemm evit ur maen prizius. Pet perlezenn a vo roet din gant Liza ma roan dezhi an holl vein-mañ ?

Meur a stêr pe meur a implij

evit ur ger

13- hanter / hanterenn # un hanter muioc'h

zo Pet timbr zo ha ne weler ket # diverket ez eus bet niveroù zo gant Moutik.

Sav Chom a ra a-sav (ar c'harr boutin). 5 den a sav e-barzh. (ma n'int ket azezet e chomont en o sav!) + 5 den zo savet e-barzh Da Liza a fell dezhi, Alex a gav dezhañ, ret eo dezhi, ober goulennoù ha respont dezho

Gant (cf pajenn ziwezhañ)

Pezh Pet pezh 1 euro a vo ganti # Kelc'hiañ ar pezh a rank Alex kaout.

Gober familhoù gerioù

hir, hirder, hirderioù, hirañ, hiroc'h

karrez, karrezennadenn, ur c'harrez, garrez, …..

heñvel, disheñvel, heñvel-mik

Kouign = gwispid, madalen, brioc'h…. (p154)

(19)

Stummoù gant

a / ha

Ar muiañ a, an nebeutañ a, kement a, an niver a, trawalc'h a Ur boupinell 80 cm a vent

Kement ha / Didroc'hañ div vandenn-paper keit ha homañ.

Gerioù perc'hennañ

14 - Liza a fell dezhi kaout pezhioù nemetken. Pet pezh 1 euro a vo ganti pa vo bet eskemmet ganti he bilhedoù ? 17 - War ar merk 8 emañ pezhig Moutik. War ar merk 20 en deus c'hoant ez afe e bezhig.

48- Ur boupinell 80 cm a vent he deus Nina. Lavarout a ra ez eo brasoc'h he foupinell egeti.

Rakgerioù dibenn gerioù

añ : nend eus ket ar memes talvoudegezh añ e gantañ/egetañ, kentañ, e fin ar verboù hag e hirañ/uhelañ/muiañ/nebeutañ/pounnerañ/ ar buanañ

ad : boestad, renkennad, sac'had, # pakad, kantad, degad, plakennad, karnedad ig: karrez, karrezig

oc'h : muioc'h, uheloc'h, hiroc'h, nebeutoc'h, brasoc'h, bihanoc'h

Gerioù goulennata

pegement / pet

pegeit/pet deiz/pegoulz pehini/peseurt

37- War ar merk 35 emañ pezhig Alex. Teurel a ra tri diñs ha lakaat a ra e bezhig da vont war-raok. War peseurt merk ec'h erruo e bezhig ?

38- Klask peseurt figurenn eo. Pemp kostez zo dezhi

49- Liza he deus muzuliet div vazh. 90 cm eo hirder ar vazh du. 1 m eo hirder ar vazh wenn. Peseurt bazh eo an hirañ ? 50 - 1m 30 cm eo ment Alex. 1 cm bihanoc'h egetañ eo e vignon Alan. Peseurt ment eo Alan.

11- Implijout an unanenn velen. Keñveriañ hirderioù an hentoù a ha b. Pehini eo an hini hirañ ? 57- Pehini eo an hini pounnerañ ?

Difetis ar frazenn pe ar goulenn

11- Pehini eo an hini hirañ ?

12- 35 perlezenn he deus ezhomm Liza. Kelc'hiañ ar pezh a rank kemer.

55- 56 maen zo bet dastumet gant Alex ha Liza. C'hoant o deus da rannañ anezho etrezo. Kement-ha-kement en do pep hini. Pet

(20)

maen en do pep hini ?

57- Pehini eo an hini pounnerañ ? 73- Pet muioc'h a zo ?

82- Alex ha Liza o deus lakaet ar prun o deus kutuilhet en ur baner. Alex en deus kutuilhet 14 ha Liza 6 muioc'h eget Alex.

Frammoù yezh diaesoc'h

- evit ma vefe, ma c'hellfenn tennañ ar 36 foto-se e vefe aesoc'h, en deus c'hoant ez afe - a-raok ma,

- ma samman… e kavan,

- pa vo sammet ganti e kavo Liza, pa vo bet roet an 6 folenn gant Salim

- an eil war-lerc'h egile a 1 da 1 / an eil war c'horre eben. / an eil ouzh egile dre ur c'hostez.

- ouzhpenn ar gont

- he deus c'hoant Liza da gaout/ en deus c'hoant Alex da gaout / c'hoant o deus da rannañ/ en deus c'hoant ez afe - 35 perlezenn he deus ezhomm Liza / 20 orañjezenn en deus ezhomm Alex / 547 timbr he deus ezhomm da gaout.

- Liza a fell dezhi kaout / 210 perlezenn a fell din kaout / Pemp bugel a fell dezho rannañ ...

- strollad an anv : 3 zour 6 kub pep hini. / pep hini en e sac'h.

Frazennoù diaes :

- Lavarout a ra ez eo brasoc'h he foupinell egeti. !

- kaout ur figurenn hag a vefe al linenn ruz hec'h ahel simetriezh.

- Heñvel-mik e vo an div vandenn-baper ma c'hellan lakaat anezho rik an eil war c'horre eben.

(21)

Gant (1)

5- Sammad an niveroù a rank bezañ 10 e pep klogorenn. Diverket ez eus bet niveroù zo gant Moutik. Skrivañ an niveroù diverket gantañ.

7- 24 bolotenn zo bet rannet etre he 3 c'hazh gant Liza. Kement a volotennoù en do pep hini. Pet bolotenn en do pep hini ? 10- 75 skeudenn a zo gant Alex. 3 fakad 10 skeudenn zo bet roet gantañ da Liza. Pet skeudenn a chom gantañ ?

13- 10 bolotenn zo gant Liza. An hanter a ro da Voutik. Pet bolotenn zo bet roet ganti da Voutik ?

14- Liza a fell dezhi kaout pezhioù nemetken. Pet pezh 1 euro a vo ganti pa vo bet eskemmet ganti he bilhedoù ?

18- Liza zo o pegañ poltridi Moutig en un albom. 4 fajenn he deus leuniet. 6 poltred he deus lakaet war pep pajenn. Pet poltred zo bet peget ganti ? 20- 50 poltred zo gant Alex. C'hoant en deus da renkañ anezho e godelligoù evel homañ. Pet godellig a vo leuniet gant Alex ?

22- 342 dimbr a oa gant Alex dija. Ur blakennad 100 timbr ha daou garnedad 10 timbr en deus bet. Pet timbr zo gantañ bremañ ? 23- 245 timbr zo gant Liza dija. 547 timbr he deus ezhomm da gaout. Skrivañ ar pezh a rank goulenn.

27- Skrivañ gant lizherennoù ha gant sifroù ar muiañ posupl a niveroù 3 sifr. Ret eo implijout un diketenn, pe ziv pe deir.

28- 18 karr bihan zo gant Alex. 6 muioc'h eget gant Hugo. Pet karr bihan zo gant Hugo.

29- Liza he deus graet ur c'holier gant 30 perlezenn. Implijet he deus 10 perlezenn nebeutoc'h eget Louise. Pet perlezenn zo bet implijet gant Louise evit gober he c'holier ?

33- Skrivañ an holl niveroù kavet ganit eus an hini bihanañ d'an hini brasañ 34- Diskrivañ ar solud evit ma vefe anavezet gant ar vugale arall.

35- 10 poltred zo gant Alex. Muioc'h a boltridi zo gant Liza. 16 poltred zo gant Liza.

36- Oc'h ober ur c'holier gant perlez ruz ha gant perlez glas emañ Liza. 2 bakad 15 perlezenn ruz ha 3 fakad 10 perlezenn c'hlas zo bet implijet ganti.

Pet perlezenn zo er c'holier.

39- Pegoulz eo bet debret ar memes niver a gouignoù gant an tri c'hamalad ? Pet deiz eus ar sizhun zo bet debret kouignoù gant Moutik ?

(22)

Gant (2)

40- 5 perlezenn a c'heller eskemm evit ur maen prizius. Pet perlezenn a vo roet din gant Liza ma roan dezhi an holl vein-mañ ?

45- 3 fakad skeudennoù zo bet prenet gant Liza. 5 skeudenn zo e-barzh pep pakad. 4 skeudenn he deus roet da Alex. Pet skeudenn a chom gant Liza ? 46- Klask ar c'hornioù skouer er figurennoù-mañ gant ur gobari. Merkañ anezho e ruz.

48- Tri skoliad zo bet muzuliet gant ar skolaer e klas Alex. Renkañ ar skolidi eus an hini bihanañ d'an hini brasañ.

50- Evit mont d'he c'hlas e rank Liza pignat gant ur skalier 16 derez. Ober a ra da gentañ 6 pas bras o pignat gant an diri daou-ha-daou. Pet derez a chom dezhi da bignat gante a-raok erruout en nec'h ?

52- 3 boestad skeudennoù evel homañ zo gant Alex. Pet skeudenn zo gantañ.

55- Alex a fell dezhañ rannañ ar skeudennoù-mañ gant Liza. Pet skeudenn a vo gant pep hini.

56 maen zo bet dastumet gant Alex ha Liza. C'hoant o deus da rannañ anezho etrezo. Kement-ha-kement en do pep hini. Pet maen en do pep hini ? 56- Pemp bugel a fell dezho rannañ 35 maen. Pet maen a vo gant pep hini ?

59- Pakadoù 5 madig emañ Alex oc'h aozañ evit gouel ar skol. 75 madig zo gantañ. Pet pakad a c'hell ober ?

61- 5 kanetenn zo bet gounezet gant Alex e-pad an ehan. 15 kanetenn en deus e fin an ehan. Pet kanetenn en doa e penn kentañ an ehan ? 62- 24 foto zo gant Alex. Pegañ a ra anezho en un albom. 4 foto zo war pep pajenn. Pet pajenn a vo leuniet gantañ ?

63-60 perlezenn zo gant Zoé. Kolieroù 10 perlezenn e pep hini a ra. Pet kolier a c'hell ober.

72- Tresañ ur linenn evit diskouez pelec'h e ranker troc'hañ evit ma vefe kement a stered gant Alex, gant Leila, gant Moutig ha gant Anna.

74- 3 boked bleunioù glas zo bet prenet gant Bahia. Pet bleunienn zo ganti ?

76- Alex ha Leila zo pignet gant an hanter eus an derezioù. Pet derez zo bet pignet ganto.

81- Pep plantenn sivi a roio 3 sivienn. Pet sivienn a c'hello bezañ dastumet gant Liza ?

Références

Documents relatifs

Stop Internal Processor Clock, Clear I-Bit in CCR Stop External Oscillator, Stop Internal Timer Clock, and Reset Start-Up Delay. IRQ or

Une fois le soluté dissous, ce soluté n’existe plus dans la solution ; ce sont les ions du cristal disloqué qui sont effectivement présents dans la solution?. On peut calculer

Cette année, Madame SIFFREDI passe le flambeau à Monsieur MAIRE pour être référent auprès de la LPO.. Une tentative d’affichage d’un nouveau panneau « Ecole Refuge »

Gaël est derrière Rachid.. Gaël est

C'hoant he deus Liza da breniñ ar muiañ a dikedoù ma c'hell evit monet war ar menezioù rus.?. Pet katevenn en

- Bageal dre lien he deus graet Katell ur sizhun-pad. - Ar vakañsoù berrañ en deus

5 boulenn-erc'h muioc'h eget Liza en deus graet Alex.. Pet boulenn-erc'h he deus

(et qui peut se généraliser à d’autres) : on observe certains candidats arrivant au résultat attendu (il est donné par l’énoncé) par des tours de passe- passe le plus