• Aucun résultat trouvé

Ar c’hoant dimeziñ

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Ar c’hoant dimeziñ"

Copied!
2
0
0

Texte intégral

(1)

Ar c’hoant dimeziñ

Me ’oa ’n em gavet klañv gant ar c’hoant dimeziñ ! Ha pa oan ’n em gavet klañv a-walc’h gant ar c’hoant dimeziñ, ’oan aet da welet an Aotrou Person.

Feiz, pa oan ’n em gavet e ti an Aotrou Person ’m boa lâret dezhañ e oan klañv gant ar c’hoant dimeziñ.

- Klañv gant ar c’hoant dimeziñ ? emezañ. Hennezh n’eo ket ur c’hleñved diaes da wellaat !

- O ! Aotrou Person !

- O nann ’at ! Me zo barrek da zimeziñ ac’hanout pa gari.

- Pa garin, Aotrou Person ? C’hwi zo jentil, ’vat !

- Dam ya ! emezañ. Pa gari, sur, on barrek da zimeziñ ac’hanout ! Pegoulz

’vefe komod dit ? emezañ.

- ...

- ’Benn dimeurzh penn sizhun, emezañ, a vefe mat dit ? - N’ouzon ket... ’M bo ket fin’ da hadañ ma maiz c’hoazh ! - Met ar meurzh goude ?

- Mat eo, Aotrou Person.

[Lâret an Aotrou Person]

- Met, emezañ, bez d’an eur ! Tout an euredoù ’vez graet amañ e Plistin en em gav diwezhat ’barzh an iliz ! Met bezañ d’an eur ’ranki bezañ !

- Ya, met da bet eur ’vo ret din dont, Aotrou Person ?

- A, met se ’zepant deus ar priz ’peus c’hoant da lakaat bremañ. Da eizh eur

’mezañ, ’vez graet an traoù buan-ha-buan, eno ’vez pevar real. Da nav eur hanter neuze, e vez graet an traoù un tamm bihan propoc’h kwa. Eno eo eizh real.

- O, se zo erru ker dija, Aotrou Person.

- Met da unnek eur neuze, ’vez graet an traoù ’vel zo dleet. Met eno ’vez ugent real ’met dek gwenneg.

- Se zo erru ker din-me, Aotrou Person ! Ma ! ’Vit ur wech, emezon, ’vo graet an traoù ’vel zo dleet, neuze.

- Met bez d’an eur ! emezañ.

- Ya, ya, Aotrou Person. Me ’vo d’an eur…

Ha setu degouezhet deiz an eured.

Kontit penaos e tremen an traoù…

(2)

Ha kaeroc’h zo, devezh ma eured, ’oan en em gavet marteze dek munut a-raok, ha me deuet da soñj din mont da welet an Aotrou Person, er sikritiri.

Me skeiñ war an nor, kar me zo bet savet mat !

- « Añtre ! emezañ.

Ha me ’c’h añtreal. Hag eñ ha chom da sellet diouzhin. Me ’selle diontañ ivez, avat !

- Petra, emezañ, da-un out ? - Ya ’at, Aotrou Person, ma-un on.

- Da-un out ? emezañ.

- Ya, ha ’m eus ket aon, Aotrou Person !

- Dam ya, met ! Pelec’h ’mañ danvez da wreg ?

- Ma gwreg ? emezon-me. Me ’soñje din ’vit ar priz-se ’vije fourniset tout amañ ! »

Kontet da Jean An Intañv.

Références

Documents relatifs

War-lerc’h omp bet o weladenniñ ur velin-dour all e-tal hon kumun gant hon mignoned kozh : Melin Lançay e Kistrebrezh.. Ar velin-se ’zo bet kempennet en-dro evit maliñ ar

War-lerc'h e varv, Jean Jan a oa bet sta- get war moger ospital Pondi e-pad 3 deiz evit diskouez ar pezh a veze graet d'ar re ne oant ket doc'h tu an

Ar-lerc’h eh omp bet o weladenniñ ur velin-dour all e-tal hon kumun (Melin Lançay e Kistrebrezh) gant hon mignoned kozh, ur velin bet kempennet evit maliñ ar greun gwinizh

Lakait ar frazennoù amañ en urzh.. a treset

Dañsal a reas war-du ar bleiz, tennañ e deod warnañ, hag ober pokoù ha jestroù koulouchig dezhañ.. Ar vuoc'h avat ne blije ket e vije gourc'hemennet

» Kentizh àr an oanig ar loen gouez dinatur A zigor e veg bras, er c’has getañ pelloc’h Hag en debr a dammoù hep chikanal muioc’h.. Àr an douar-mañ get ar c’hreñvañ

Ha hi da di ‘n amezegez, Ar verienenn, tost o chom, Da c’houlenn ‘vit he ziegezh Da vont betek an heol tomm, Un nebeudig greun da brestañ. – « Touiñ ‘ran e teuin

Ar Grilhan disoursi, Goulle-kaer e vouelloù, Kalz a c’hoant n’en doa mui Da lâret sonennoù!. Da di