• Aucun résultat trouvé

Ar sonour hag ar bleiz (2)

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Ar sonour hag ar bleiz (2)"

Copied!
2
0
0

Texte intégral

(1)

Ar sonour hag ar bleiz (2)

Ha gi o daou da vont da evet ur banne sistr ouzhpenn. Ur pennadig goude : - Mall eo din achap bremañ ; dek eur touchant ! Ale, kenavo deoc’h tout ! a

lâre Iwan Bras ha eñ aet.

Met kroget e oa an erc’h da gouezhel. Ha div vinotenn a gase d’ar gêr : unan dre ar pont mein, an arall dre toull ar bleiz, un pech savet evit tap ar bleiz.

A-gaozt d’an erc’h (ha marse d’ar sistr ivez !) en doa fariet Iwan Bras hag e oa paset dre doull ar bleiz... ha kouezhet a-barzh sur a-walc’h :

- Mallozh Doue ! E peseurt toull e on kouezhet amañ ?

Sellet en doa tro-ha-tro dezhañ ha petra en doa gwelet ? Daou lagad, daou lagad melen e korn an toull hag a selle doc’htañ….

- Ur BLEIZ ! Ur BLEIZ ! O man Doue ! Penaos e an-me d’ober ?

Azezet e oa ar bleiz war e benn war-dreñv : e zaoudroad a oa pozet dirakzañ, prest da sailhal war an den.

Ur soñj a oa daet e penn Iwan neuze : ha eñ ha digor e sac’h, didrous kaer, hep koll ur sell a-ziwar ar bleiz. Lakaat a ra un anchenn war beg e vombard hag krog a ra da soniñ, da soniñ gant holl e nerzh.

Ar sonour hag ar bleiz - 1 -

(2)

AR SONOUR HAG AR BLEIZ (2)

1) Klaskit ar gerioù amañ edan e-barzh ar geriadur :

barrez (parrez) : ……… pennadig : ………

pech : ……… fariet (fariiñ) : ………

2) Respontit d’ar goulennoù : - Pegours emañ an eured ?

……….

- Penaos emañ an amzer ? Skrivit frazennoù an destenn a ra ar respont.

………

………

- Ha dañset e oa bet war blasenn ar vourc’h an deiz-se : a-ziwar peseurt bourc’h a vez komzet ?

………

- Piv a zo kouezhet a-barzh an toull, Yann Bras pe Yann Bihan ?

………

- Piv a zo en toull dija ? Penaos e ouiit ?

………

………

- Petra a erruo goude

………

………

ar penn war dreñv : ar revr didrous kaer : hep trouz erbet

un anchenn : an tamm bihan a vez lakaet e beg ar vombard oll e nerzh : kreñv-kreñv

Ar sonour hag ar bleiz - 2 -

Références

Documents relatifs

Pa erruas ar forbaned d’o zro, e voent lonket rac'h gant al leon, ha hini ebet anezho ne chomas

1) A beseurt bro e ta ar gontadenn ? 2) Peseurt hani eo an ti embann orin ? 3) Piv en deus troet ar levr e..

» Kentizh àr an oanig ar loen gouez dinatur A zigor e veg bras, er c’has getañ pelloc’h Hag en debr a dammoù hep chikanal muioc’h.. Àr an douar-mañ get ar c’hreñvañ

Ha hi da di ‘n amezegez, Ar verienenn, tost o chom, Da c’houlenn ‘vit he ziegezh Da vont betek an heol tomm, Un nebeudig greun da brestañ. – « Touiñ ‘ran e teuin

Ar Grilhan disoursi, Goulle-kaer e vouelloù, Kalz a c’hoant n’en doa mui Da lâret sonennoù!. Da di

– « Deiz mat deoc’h, Itron Vran Eus ar C’hoajoù, Na c’hwi zo koant hiriv, ha kaer ho

Hag Iwan Bras hag Iwan Bihan o doa sonet c’hoazh an deiz war lerc’h evit an ad-eured.. Padet o doa an dansoù, n’on ket evit lâret

Met seul taol ma tihane Iwan a soniñ, e tostae