• Aucun résultat trouvé

Archibald Frikopez hag ar pesked ruz

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Archibald Frikopez hag ar pesked ruz"

Copied!
2
0
0

Texte intégral

(1)

Archibald Frikopez hag ar pesked ruz

A bep sort traoù souezhus, pe amoet, a vez graet bemdez dre-se. Aesoc'h eo din lakaat an istor-mañ war gont Archibald Frikopez evit war anv gwirion an hini a oa bet kontet din e droioù-kaer. Degouezhet e oa setu bremañ oc'hpennik tregont vloaz zo en un davarn ag an Oriant.

Oc'h evet un tasad muskadig e oa Archibald Frikopez, e ti Dede, tavarnour ar Potev Rouz ». A-fed potev ne dalve hennañ nemet da lakaat dour en hini melen a veze lipet d'ar Sul vitin, rak aes gouiet, o welet o fennoù ruz hag o frioù-gouloù, ne oa ket forzh stummet pratiked Dede gant chistr ar puñs.

«Boc'h, a lâre Archibald, ur banne ur wezh an amzer ne ra ket a zroug. Ma ne ra ket a zroug, lâromp spis e ra vad. Ma ra vad ur banne neuze, daou vanne a ra c'hoazh an hanter vuioc'h a vad, ha ma ra vad daou vanne, penaos e c'hellahe dek ober gaou d'an den ?»

Den, en davarn, n'en doa kredet lâret ar c'hontrol. A-du-kaer e oa an holl gantañ ha tremen a rae Archibald Frikopez evit bout un den desket, un den a zeskamant : dimezet e oa gant ur vaouez he doa ur c'henderv a oa e vab mestr-skol publik. An dra-mañ a ziskoueze splann ne oa ket inosanted er familh !

Brav e oa an amzer an deiz-se. Heol miz Mae, savet mitin mat, a daole brokus e vannoù war ar c'hontouer. Un tammig tommijenn a gase evel-se d'ar seizh peskig ruz a veze bepred o troiñ hag o tistroiñ en o lestr gwer.

Troioù kreisteiz e oa. Anna, an davarnourez, a oa, a bep eil, o torchiñ gwer hag o leuniiñ metradoù anezhe gant muskadig ha gwin ruz evit labourizion an Arsanailh. Daet e oa un tammig naon d'Archibald ha luchiñ a rae war ar pesked gant muioc'h-mui a c'hoant.

Aet Anna d'ar gegin, setu Archibald en e unan, ale :

«Dait amañ, ma mitouilhed !» Setu lonket ar pesk kentañ, ha ker buan an eil, hag un trivet.

O lakaat e zorn war an hini diwezhañ e oa pa erruas Anna en-dro. Leun a dud a oa bremañ er sal.

«Petra a oac'h-c'hwi o vont d'ober aze ?» hag o sellet diouzh ar lestr gwer gozik goullonderet :

«Ha ma feskigoù, petra ho peus-c'hwi graet gante bouc'h-den ?»

Archibald ne goll ket e benn get ken nebeut a dra :

(2)

«Me'soñje-me e oant bet lakaet aze d'o debriñ, evel ma lakait kakahouet meur a wezh, keniterv !» hag o welet an davarnourez o folliñ hag o kas trouz e troc'has dezhi :

«Tavit din gant ho ouelerezh, setu-int, ho loenedigoù !»

Neuze e lak e vizied en e veg, a-dreist ar lestr hag e tislonk ar pesked er lestr en-dro.

Kredit pe na gredit ket (met aesoc'h e vo deoc'h kredout evit mont da welout !) : a-ziwar an c'hwec'h en doa lonket ne oa nemet daou a oa krevet !

Adal an deiz-se e oa gouarnet pesked Anna er gegin evit o diwall diouzh ar bratiked

« arloup. »

Daniel Doujet Bremañ Nenn 315 – Genver 2008

Références

Documents relatifs

Ur c’hoari all a oa lammat dreist ur ………., unan e pep penn diouti o lakaat tro enni ha pep hini d’he zro a yae e-kreiz hag a lamme dreist ar gordenn-se betek ma strobe ha ma

Ar verc'h a sentas, a lakaas koad edan an trepe hag a yas d'ar liorzh war-dreñv an ti.. - « Ne m'eus ket eñ kavet, eme hi», en ur zonet en-dro

» Kentizh àr an oanig ar loen gouez dinatur A zigor e veg bras, er c’has getañ pelloc’h Hag en debr a dammoù hep chikanal muioc’h.. Àr an douar-mañ get ar c’hreñvañ

Ha hi da di ‘n amezegez, Ar verienenn, tost o chom, Da c’houlenn ‘vit he ziegezh Da vont betek an heol tomm, Un nebeudig greun da brestañ. – « Touiñ ‘ran e teuin

Ar Grilhan disoursi, Goulle-kaer e vouelloù, Kalz a c’hoant n’en doa mui Da lâret sonennoù!. Da di

– « Deiz mat deoc’h, Itron Vran Eus ar C’hoajoù, Na c’hwi zo koant hiriv, ha kaer ho

Hag Iwan Bras hag Iwan Bihan o doa sonet c’hoazh an deiz war lerc’h evit an ad-eured.. Padet o doa an dansoù, n’on ket evit lâret

A-gaozt d’an erc’h (ha marse d’ar sistr ivez !) en doa fariet Iwan Bras hag e oa paset dre doull ar bleiz.... Ur soñj a oa daet e penn Iwan neuze : ha eñ ha digor e sac’h,