• Aucun résultat trouvé

Istor ur ‘’simbol’’

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Istor ur ‘’simbol’’"

Copied!
1
0
0

Texte intégral

(1)

Istor ur ‘’simbol’’

An istor gwir-mañ zo erru a pa oan er skol, setu nav bloaz zo a-c’houde, en ur vourc’h anavet mat e-kostez An Oriant.

Er skol gristen-se, ar vistr o doa ar fall akustumañs da barraat, par ma c’hellent, diouzh ar vugale a gomz brezhoneg. Galleg a faote dezhe bountiñ en hor pennoù.

Trizek vloaz am boa ha ne garen ket tamm ebet ar galleg. Bemdez e vezen gwasket evit komz galleg. Mes start e oa ma fenn ha pinijenn ebet ne oa kreñv a- walc’h evit parraat diouzh ma zeod a lâret traoù kaer en hor yezh-ni.

Bep mintin, ar mestr ag ar skol a roe d’ur paotr bennak un tamm koad heñvel diouzh ur votez, ha anvet ar ’’simbol’’. Ar paotr-se a roe ar simbol d’ar c’hentañ a gleve o komz brezhoneg ; henañ d’un arall hag, evel-se, an diaoul a simbol a gerzhe a unan d’an arall betek an achumant ag ar skol. Evel ma oa ur yoc’h o kaout ar simbol ne veze kastizet ’met an hani a oa eñ gantañ pa achue ar skol.

Bemdez e errue ar bouc’h a simbol-se em sac’h ha lies-bras er c’haven a-barzh a p’arrue peder eur. Gourdrouzet, kastizet e vezen ha bemdez e kreske ar c’haz am boa evit an tamm koad-se. C’hoant bras am boa d’er c’has ganin evit er loskiñ kar n’hellen ket parraat a gomz brezhoneg.

Un deiz, me aet ha tolpiñ razh ’bezh ma c’henseurted en ur gognell ag ar porzh ha lâret dezhe :

“An tamm simbol-se zo kaoz mah on lakaet e pinijenn bep enderv. Aet on skuizh gantañ. Eh an-me d’er c’has da gousket da b\Park-lann-rostet ; mes na lârit netra d’ar mestr. Hiriv, komzomp razh brezhoneg evit ma tremenay c’hoazh etre hon daouarn evit ar wezh diwezhañ, hag a pad ahomp da c’hoari da deir eur, m’en taolay gant an diaoul !’’

Ma c’henseurted o doa graet evel em boa lâret hag, e-raok teir eur, ar simbol en doa tremenet etre daouarn oll ar c’hlasad. Matelin ar Saoz er roas din evit an eil gwezh en ur lâret em skouarn :

’’Frañsez, taolit-eñ pell atav !’’

Er momant ma yaen d’er gwintiñ a-dreist ar vagoer, me ’glevas trouz e-tal dor ar liorzh, ha kentizh, me ’welas ar mestr-skol o tiboukiñ er porzh war-un-dro gant ar mevel :

‘‘C’hwi ‘ziwallay,’’ eme-eñ e brezhoneg, ’’ma nend ay ket Medor war-dro ar c’hounifled.’’

Ur soñj a sailhas en un taol e ma fenn a grouadur : en ur sailhiñ, hag en ur huchal, me ’dostaas d’ar mestr ha bravik, me ’laoskas ar simbol da riskliñ e fiched e levitenn, hep gouiet netra dezhañ.

Joaius, me ’yaas da gas an doare da ma c’henseurted. Biskoazh evel-se n’hor boa c’hoarzhet. Ha hiraezh bras deomp da welet ar skol oc’h achu an deiz-se evit gouiet petra ’vefe bet degouezhet.

Un tammig e-raok peder eur, ar mestr, sirius evel ur barnour, aet ha goulenn ganomp :

(2)

‘’Piv zo ar simbol gantañ ?!!’’

Hani da reskont...

Razh ‘bezh ar vugale da daol ur minc’hoarzh warnin. Hanter-fachet, eñ aet ha goulenn c’hoazh ur wezh :

‘’Piv zo ar simbol gantañ ?!!’’

Netra atav !!

‘‘A !’’ ’lâre-eñ e gwall-imor, ‘’ni ’ya da welet piv eo ar lapous-se a faot dezhañ gober e damm azen. Dam sur aset ! An hani ‘zo ar simbol-se gantañ a baeay ker

! Yehann Toumelin, roet ‘m eus eñ deoc’h ar mintin-mañ. Da biv hoc’h eus eñ roet ?!!’’

‘‘Da Job Tokplouz.’’

‘‘Ha c’hwi Job ?’’

‘‘Da Bier Mazhev.’’

‘‘Ha c’hwi Pier ?’’

‘‘Da Izan Kerzeroù.’’

Razh ’bezh ar c’hlasad o doa bet ar simbol ; ne chome ket mui ’met Matelin ar Saoz ha me aet ha lâret dezhañ :

‘‘Ha c’hwi, Matelin ?’’

‘‘Me ’m eus eñ roet div wezh da Frañsez Treizh-ar-Boulom.’’

Un taol-c’hoarzh a strimpas er-maez a galonoù ma c’henseurted. Ar mestr, kounnaret bras, a c’houlennas genin :

‘‘Petra hoc’h eus-c’hwi graet doc’h ar simbol, azen kornek ?!!’’

‘‘Dam, ar mestr, me ’m eus ho klevet o komz brezhoneg gant ar mevel ha me ’m eus eñ roet deoc’h ! Emañ en ho sac’h… !’’

Ar mestr a vountas e zorn en e fiched hag a dennas an diaoul a simbol-hont er-maez.

Hennezh a cheñchas liv mes kent an achumant ’n em lakaas da c’hoarzhet ganomp.

An deiz-se, ne oan ket bet lakaet e pinijenn d’ar mestr-skol, hag a-c’houde, ne ’m eus ket gwelet liv ar simbol brein-se. Daet ’oan da benn a gaout frankiz da gomz yezh ma bro ha kontant-bras ’oan.

Frañsez Treizh-ar-Boulom (Loeiz Herrieu), Dihunamb nnn 25, Gouere 1907.

(3)

Istor ur ‘’simbol’’

Gwir pe gaou

1- Degouezhet eo an istor-mañ en Euskadi. Gwir Gaou

2- Er skol-se ’vez pinijet ar vugale a-gaoz komz brezhoneg. Gwir Gaou 3- Ar simbol zo un tamm koad heñvel diouzh ur penn-bazh. Gwir Gaou 4- Ar vugale ag ar skol-se a vourr bras o kaout ar simbol Gwir Gaou gante.

5- Deuet soñj da Frañsez gober ur farsadenn d’e vestr-skol... Gwir Gaou 6- Kontant-bras eo ar mestr-skol a pa wel penaos ar simbol Gwir Gaou zo aet a-ziwar wel.

7- A-gement krouadur zo a lâr d’ar mestr penaos ar simbol Gwir Gaou zo bet gantañ d’ur c’hourz pe d’un arall ag an devezh ha da

biv en deus eñ roet.

Goulennoù

1- E peseurt bloaz ’oa degouezhet an istor-mañ hag e pelec’h ?

………

2- Petra zo kaoz ’veze roet ur simbol d’ar vugale er skol-se ?

………

3- Gant piv e chome ar simbol en achumant ag an devezh-skol ha petra ’veze graet da hennezh ?

………

4- Er skol-se, ’d eus ket ken ’met paotred. Petra zo kaoz ?

………

5- Daoustoc’h ha gouiet a ra brezhoneg ar mestr-skol ? Kavit ha kopiit amañ ar frazenn a broua kement-se.

………

(4)

………

Références

Documents relatifs

Pa erruas ar forbaned d’o zro, e voent lonket rac'h gant al leon, ha hini ebet anezho ne chomas

O vonet gant ma zad, hardizh gantañ rak ma oamp daou, goulennet em boa gantañ ur wezh bennak ma ne zouje ket en em gaout gant seblantoù d'an noz a pa veze e-unan war an hent..

» Kentizh àr an oanig ar loen gouez dinatur A zigor e veg bras, er c’has getañ pelloc’h Hag en debr a dammoù hep chikanal muioc’h.. Àr an douar-mañ get ar c’hreñvañ

Ha hi da di ‘n amezegez, Ar verienenn, tost o chom, Da c’houlenn ‘vit he ziegezh Da vont betek an heol tomm, Un nebeudig greun da brestañ. – « Touiñ ‘ran e teuin

Ar Grilhan disoursi, Goulle-kaer e vouelloù, Kalz a c’hoant n’en doa mui Da lâret sonennoù!. Da di

– « Deiz mat deoc’h, Itron Vran Eus ar C’hoajoù, Na c’hwi zo koant hiriv, ha kaer ho

Hag Iwan Bras hag Iwan Bihan o doa sonet c’hoazh an deiz war lerc’h evit an ad-eured.. Padet o doa an dansoù, n’on ket evit lâret

A-gaozt d’an erc’h (ha marse d’ar sistr ivez !) en doa fariet Iwan Bras hag e oa paset dre doull ar bleiz.... Ur soñj a oa daet e penn Iwan neuze : ha eñ ha digor e sac’h,