• Aucun résultat trouvé

Evel-se e tremen pep tra

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Evel-se e tremen pep tra"

Copied!
3
0
0

Texte intégral

(1)

Evel-se e tremen pep tra

Pa guiter bourc'h Guellegouarch trema ar vered, war hent Locguenole, e weler war an tu kleiz, war lerc'h skol ar baotred, ur c'hovell gozh, ur c'harrdiig plañch livet e du, un doenn tivl warnezhoñ, ur siminalig kludet war an dalbenn pellañ.

Hanter kouezhet eo hervez ar pezh am eus klevet a nevez'zo, sachet d'an diaz gant an drein didruez o pignat bep bloaz un tammig uheloc'h, o plantiñ o gwriad berped donoc'h e pri ar mogerioù faotet. Ar geot a greska muioc'h bemdeiz war douar luduek ar porzh, e-mesk an houarnaj ankouazhaet ennon.

Nend eus ket minotenn ebet ken evit mont adal ar ruig betek ar portal bras, klozet groñs, ur rañjenn kadenaset doc'htoñ. Ar lec'h a-bezh a seblant dougiñ kañvoù d'an amzer tremenet, d'ur perc'hen kozh aet gantañ spered, buhez, ene pep tra tro- ha-tro. Ne chom ken nemeit ur seurt bouest goulle o achu breinañ edan an oabl, ken mut ha marv evel ur ruskenn dilezet gant ar gwenan, a pa varv o mestr...

Diwezhañ perc'hen ar c'hovelig-mañ a oa - Doue er pardono pendeogwir emañ aet d'an neñv dek pe daouzek vloaz 'zo bremañ – ar brudetañ gov ag en deus bevet etre ar Skorf hag an Elle. Loeiz ar Montagner, pe Lili evel ma veze lâret berped, a oa dreist- oll anavet dre e vorañv « Ar glaouer ».

Perak an anv-se ? Hervez ar pezh am eus klevet gant ma mamm gozh ag en anave mat rag he doa labouret evel distennerez ha kemenerez e ti e vamm, lesañvet e oa bet evelse adal an oad a zeg vloaz bennak, da lâret eo, a p'en doa krogant da zeskiñ e vicher gant e dad, ar gov kozh.

D'an amzer-se, ne veze ket graet, sur a-walc'h, kement a ardoù gant ar vugale evel bremañ, hag ar paour-kaezh Loeiz, bihan c'hoazh evit e oad, a dapas muioc'h a bavadoù hag a daolioù gant e dad, evit a flouradennoù ha komzoù vat ! Ar Montagner kozh a oa an Diaoul daet da vout den, fall imoret ha didruez. Dalc'hmat hucherezh, touiadelloù d'an tu ha d'an tu arall, a lakae ar paotrig da sailh ag an oaled d'an annev, ag an toull glaou d'ar porzh e men e veze laosket ar mekanigoù degaset da renkiñ.

Mod-se, o rudellat hag o c'halipat hep ehan, adal ar mitin betek an noz war e zivhar berr, e taas eñ da vout hogozig ken du evel un den hanter morianet. Ha nend eo ket ag e zilhad e komzan-me amañ, nann ! Nann ! Souezhus a-walc'h eo an dra-se, met hervez ar pezh a gredan-me, an hueenn glaou mesket gant dour c'hwez e fas hag e zaouarn, en em sile donoc'h-don bemdeiz er c'hroc'hen yaouank-se, pouazhet ha dibouazhet gant tan an oaled !!! Ha ma tegasan soñj deoc'h en-dro eh oa ar c'hovel dirak porzh an ti-skol, neuze e komprenit diouzhtu penaos e oa bet « adbadezet » ar c'hrennardig : ar vugale a zo ar vugale ! Kerkoulz gwezharall evel bremañ... Nend eo ket en o mesk e kaver kement-se a druez evit an nesañ !

Marse ne vehe ket bet aet an traoù pelloc'h evit al liesañ en hor bro-ni... luemm evel ma vez an dud ha ken prim da reiñ morañvoù d'ar re arall. Met hon Loeizig-ni a oa faraod ha taer, ha setu... Diouzhtu a pa sonne kloc'hig ar skol, ar skolidi en em

(2)

vode er porzh dirak ar c'hovell. Ar re vras, ar re « varzh-vuled », da lâret eo, ar grennarded daet da vout re hir o c'horf hag o spered chomet un tammig war-dreñv, ne oant ket re ziwezhañ. Kavet e vezent memes er c'hentañ renkad harpet gant o

daouarn war lein ar voger, o divrec'h astennet gante evit lezel ur lec'hig d'ar re vihanoc'h ag a skribilhe par ma c'hellent evit dont da benn a dapiñ ivez o lodenn plijadur evit netra. Ha neuze, pa oa prest rac'h an traoù, e kroge an obidenn :

–« Hei glaouer ! E men eh oc'h, ta ? Aet oc'h da zebriñ glaou ? –Kerzhit d'en em walc'hiñ fas vil !

–O ! O ! Du eo ! Penn pot-fer ! –Mab ar glaou, mab an diaoul ! »

Ne oa ket c'hoazh achuet mat ar c'hentañ ger, pa sailhe Loezig er maez ag e doull teñvel gant ur marzhol, un tamm houarn pe un nebeut boulonnoù en e zorn.

Treuziñ a rae ar ruig betek troad ar vur, hag aze, e bann savet gantoñ trema e enebourion, eñ en em lakae ivez d'o hujotal d'e dro... Met e unan eh oa ha kaer en doa sevel e vouezh, ne oa ket evit dont da benn anezhe !! A pa gave gantañ eh oa trec'het, eñ a dape e voned hag en taole war an douar gant ar barrad kounnar a oa en e galon. Gwelet e veze e vuzelloù doc'h en em stardiñ : e zaoulagad a lugerne edan e valwennoù damglozet. Hag ar re arall gwarantet mat dre ar vagoer, er goape

kreñvoc'h-kreñv :

–« Sellit ! Sellit 'ta ! An amprevon du ! Glaouer ! Glaouer ! »

Kreñvoc'h c'hoazh e veze an traoù a pa veze un ostiz bennak er c'hovell. Dont a raent, ar Montagner kozh ha eñ, da zigor o beg ha da gemer pezh en c'hoari skrijus-se.

Meur a wezh memes e lakaent an tabut da adkrogiñ, pa skuizhe ar vugale, en ur hisal warne evel ma veze hiset war ar chas evit o lakaat d'en em bilat... Penn follet, hanter mouget gant ar gounnar, dallet gant an daeroù o lezel o roudoù war e fas lous, Loeiz a vourboute etre e zent :

–« Gasted a vugale ! M'ho lazho ! Gwir eo ! M'ho lazho un deiz da zont, c'hwi a welo !

A-raok treiñ kein e tarzhe ur maen pe daou war ar vugale : vañjañs dister evit ur paotr hep gallout.

Evel-se e tremenas e yaouankis, goap warnezhañ div wezh bemdeiz d'an

nebeutañ, ha pilerezh liesoc'h c'hoazh. Evel-se ivez e taas da vout un den kri ha taer, ha ne fie ket en dud kement-se rag krediñ a rae eh oant berped oc'h ober fout

anezhañ.

Graet am eus anaoudigezh anezhañ er bloaz 1954 ha pa oan daet en oad da vont d'ar skol. Un tammig mat a hent a oa betek ar vourc'h, ha koadoù brav ivez evit c'hoari ar skol-louarn... ha setu me lakaet e pañsion e ti « ar Glaouer ». Oc'hpenn hanter-kant vloaz en doa dija en amzer-se, ne oa ket forzh bras, un tammig dister memes, met paket mat e-giz ma veze lâret ganomp-ni. Adal ar mitin betek serr-noz e veze oc'h labourat, bec'h warnezhañ evit servij e ostizion, kement en doa rak ma oa ur micherour dispar. Ijinit a-walc'h e oa ivez evit lakaat da droc'hiñ ar falz nevez

(3)

prenet war marc'had Kemperle pe war Hani Ploue ha dreistholl evit luemmiñ klaouvoù arer. Gwelet am eus meur a vaouez o tegas dezhañ d'ar sadorn d'enderv, ur

gasterolenn pe ur greg pri-gwer da retammiñ. Hañv ha gouiañv etre an oaled hag ar porzh digor frank, ha frank da anal an Aotrou Doue, ur sac'h war e benn pa veze glav, un tamm pullover losket gant an elfennoù tan war e gein, bragoù bras ar

vekanisianned gantañ, ker lous d'ar lun da greisteiz evel d'ar sadorn da noz, ar Glaouer a zalc'he doc'h e vicher.

Un dihan a rae, hogozig seul gwezh ma tae unan bennak da glask e draoù renevezet, evit « ambroug » pep ostiz betek ti Angèle, e vaouez ag a oa tavarn hag ispiserezh ganti e beg ar vourc'h. Ne oa ket sur a-walc'h evit goulenn e argant

doc'htu ! Nann alkent ! Met hervez giz an amzer-se, ret e oa lakaat ur « c'houblad » da drugerekaat ar gov evit e labour, hag evit reiñ « chañs vat » da berc'hen ar benveg nevez-se. Meur a « goublad » a veze evet a-hed an deiz, dreistholl pa veze tomm an heol ha sioul an traoù er c'hovell. Meur a wezh e oa hon den un tammig « skuizh » pa errue an noz ; merchet e veze berped diouzh trouz e votoù-koad o ruzal hag o stakal un tammig pounneroc'h a-hed an 200 metrad a oa etre ar c'hovell ha ti ar « vestrez ».

Met den ebet neoazh en dehe kredet lâret en disterañ ger dezhañ, lakomp ur frazenn evel honnañ :

–Ale Lili, tomm emañ bet hiriv, me 'gred ! »

Daniel Carré e An Doere Niv 9 – Gourenheñv 1983

Références

Documents relatifs

» Kentizh àr an oanig ar loen gouez dinatur A zigor e veg bras, er c’has getañ pelloc’h Hag en debr a dammoù hep chikanal muioc’h.. Àr an douar-mañ get ar c’hreñvañ

Ha hi da di ‘n amezegez, Ar verienenn, tost o chom, Da c’houlenn ‘vit he ziegezh Da vont betek an heol tomm, Un nebeudig greun da brestañ. – « Touiñ ‘ran e teuin

Ar Grilhan disoursi, Goulle-kaer e vouelloù, Kalz a c’hoant n’en doa mui Da lâret sonennoù!. Da di

– « Deiz mat deoc’h, Itron Vran Eus ar C’hoajoù, Na c’hwi zo koant hiriv, ha kaer ho

Hag Iwan Bras hag Iwan Bihan o doa sonet c’hoazh an deiz war lerc’h evit an ad-eured.. Padet o doa an dansoù, n’on ket evit lâret

A-gaozt d’an erc’h (ha marse d’ar sistr ivez !) en doa fariet Iwan Bras hag e oa paset dre doull ar bleiz.... Ur soñj a oa daet e penn Iwan neuze : ha eñ ha digor e sac’h,

Met seul taol ma tihane Iwan a soniñ, e tostae

A-fed potev ne dalve hennañ nemet da lakaat dour en hini melen a veze lipet d'ar Sul vitin, rak aes gouiet, o welet o fennoù ruz hag o frioù-gouloù, ne oa ket forzh stummet