• Aucun résultat trouvé

Yann ar Loar (1)

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Yann ar Loar (1)"

Copied!
9
0
0

Texte intégral

(1)

Yann ar Loar (1)

Ur wezh eh oa ur sabotour, o veviñ e-kreiz ur c’hoad. Ur sabotour a zo e vicher ober botoù-koad. Chom a rae ar sabotour en un ti gant e vaouez hag e vugale.

Oh ! un ti bihan, ne oa ket kalz a dra a-barzh an ti, rak an dud n’o doa ket kalz a argant ! Nann, n’o doa ket blank erbet. Paour e oant, paour razh. Dister e oa an ti ha truek ar glustraj ; mes ar pezh a oa, bout oa bugale, leun a vugale, un neizhad bugale.

Hag an hini yaouankañ, ar bidoc’hig, a oa ur paotr, hag e veze graet Yann anezhañ. Pa oa arru 3 bloaz e oa kommañset e dad hag e vamm ober sonjoù dezhe. Perak ?

Beñ, ur paotr brav eh oa, ha dibi ha tout, ya. Ar pezh a oa, eñ a ankouazhe tout an traoù. Ankouazhiñ a rae tout an traoù diouzhtu ! Lâret e veze dezhañ :

- Yann ?

- Ya, petra ‘zo Mamm.

- Kerzhit da glask koad d’ober tan.

Ha Yann a yae er-maez. Pa oa erru er-maez, ne ouie ket mui petra a oa ret dezhañ ober. Hag e tae en dro.

- Mamm, petra am eus d’ober ?

- Kerzhit da glask koad ! a lâre e vamm dezhañ.

- Ha ya mamm.

Pa oa erru er-maez, ne ouie ket mui petra en doa d’ober ha eñ daet en-dro.

- Mamm, petra am eus d’ober ? - Kerzhit da glask koad ‘ta !

Ha mod-se ingal bemdeiz, bemdeiz, bemdeiz.

(2)

Yann ar Loar (2)

An tad hag ar vamm a gommañse en em c’houlenn ma ne oa ket un tammig...?

Bleup ? Bela ? Begeg ? Sot kwa ! Beñ ya !

Ha petra gober pa vez klañv unan bennak, petra a vez graet ? Kaset e vez da welet ur medisinour ! Hag e oant aet ivez da welet unan da Bondi.

Ya met kaer en doa ar medisinour e Pondi sellet ha disellet, sellet en e zivskouarn, e-barzh e doulloù fri, diouzh e doulloù lagad, en e doull revr memes ! Ne gave ket netra ! Tout an traoù a oa a-vod gantañ !

- AAAh ! a lâre e dud, met ur seurt, ar paotrig-mañ, ankouazhiñ a ra kement tra a vez lâret dezhañ !

- Marse a-walc’h a respontas ar medisinour e Pondi, met ne welan ket me netra

! Kerzhit d’ar gêr !

Atav e veze ar memes mod gant Yann : kement tra a veze lâret dezhañ en ankouazhe.

- Man Doue ! a lâre e dad, n’eo ket posupl halkent ! N’eo ket posupl ! hennañ emañ ret ober un dra bennak dezhañ.

- Ma, a lâras ar medisinour, gant ar paotrig-mañ nend eus ket netra ebet d’ober ! Nann, ar paotrig-mañ a zo Yann ar Loar.

- Huñ ? ! Met petra eo Yann ar Loar ?

- Eh beñ, penaos lâret… Yann ar Loar a zo unan ….

- Sot !

Ha eñ mont ha welet ur medisinour bras d’an Oriant, unan hag a ouie pep tra.

Sellet ha disellet a reas ar medisinour- meur : en e zivskouarn, a-barzh e doulloù fri, diouzh e doulloù lagad, en e doull revr memp !

(3)

Yann ar Loar (3)

Hag a-zrebin an deiz-se, tout an dud a rae « Yann ar Loar » anezhañ.

Kontant bras eh oa ar paotrig, ha derc’hel a rae an traoù da vont evelse.

Hag un deiz aet e vamm ha goulenn gantañ : - Yann ?

- Ya, mamm.

- Kerzhit da glask din del sapin da alumiñ an tan. Just e-tal an nor emaint.

Ha eñ aet er-maez. Ha pa oa erru er maez e oa Prrrruuuut ur voualc’h. Hag a oa aze :

- Grrraaaet. ...

- Ho a lâre eñ, petra a lârit ? - Prrrruuuut

- Petra a lârit ?

Hag eh oa an evn aze o tarnijal , pruut, pruut... Ha Yann d’e heul ! Hag en un taol, fruiiiit, nijet an evn kuit. Hag, aze, war vord an hent e oa ur gonifl. Hag ar gonifl a sailhe : plop, plop, plop... Ha Yann da vonet da heul ar loen.

Aet ar gonifl da guzhat, en doa gwelet ur big : - Kaaaakaka kaaaakaka

- Petra a lârit ? a c’houlenne Yann.

- Kaaaakaka Kaaaakaka

Ha eñ da heul ar big. Hag evelse a-hed an deiz.

Ya met en un taol, eñ a welas an heol o tiskenn, hag an deiz o teñvelaat. Eh oa an noz o tont hag e oa kollet ar paour kaezh Yann, kollet tout, ne ouie ket mui e men e oa.

Ha kaer en doa sellet ha disellet ha huchal « Taad ! Maammm ! », den erbet ne responte dezhañ. Hag en un taol e oa daet da vezañ teñvel tout tro-ha-tro dezhañ… Noz dall e oa ha ne wele ket mui netra. E men e oa ?

Da ven mont ? Kollet eh oa e-kreiz ur c’hoad dianav…

(4)

Yann ar Loar (4)

- Ouuhouuhouuhouuh ! Kroget en doa da oueliñ.

Difronkal a rae ar Yann paour. Aon en doa, aon ag ar loened a oa e-barzh ar c’hoad, aon ag ar laeron a c’hellehe pas. Kollet ha diskonfortet eh oa, p’en doa gwelet ar loar o sevel en oabl. Bras, melen, ha rond, rond tout o sevel war he gwarigoù, dousig dousig. Neuze, daet ur soñj dezhañ :

- Yann ar Loar, setu ar loar ! a lâre eñ.

Ha eñ a gommañsas huchal :

- Loar ! Loar ! Dait da ma sikour, dait da ma sikour, ma sikourit ar loar, ma sikourit ar loar.

Ha ne ouiit ket petra a zo paset ? Beñ, ar loar a zo diskennet, tapet he deus ar paotrig, hag aet gantañ betek lein an neñv.

Hag abaoe an amzer-se, pa vez loar gann-gaer, pa vez rond ar loar ha pa vez spaes ha sklaer an amzer, petra a vez gwelet war ar loar ?

Ya, Yann a vez gwelet war ar loar. Ha gantañ, petra a zo gantañ en e zorn ? An dornad del sapin en doa tapet d’ober tan pa oa aet war-lerc’h ar voualc’h, hag war-lerc’h ar gonifl, hag war lerc’h ar big, N’ho peus ket eñ jamès gwelet war ar loar ? Nann ? Ha sellet ho peus a-dost ? Ar wezh kentañ ma vo loar gann- gaer klaskit gwelet Yann ar Loar hag e zel sapin…

A-ziwar un sorbienn lâret da Daniel Carré e Plañvour (1998)

(5)

Yann ar Loar – geriaoueg (1)

1- Micher ur sabotour a zo  troc’hiñ koad gober botoù

sevel tier

2- N’o doa ket blank erbet a sinifia  lous e oa an traoù en ti ne oa ket netra evit azeziñ

n’o doa ket tamm argant ebet

3- Paour-razh  ur razh paour paour tre

ur logodenn baour

 4- Dister e oa an ti ha truek ar glustraj

10 + 3 = 13

bihan ha paour e oa an ti hag ar glustraj

bras ha brav e oa an ti hag ar glustraj

5- Ar bidoc’hig a zo  un tamm kig ur loen

an hini bihanañ ag an tiegezh

6- Dibi e oa Yann  digourdi e oa Yann naon en deze atav

bras e oa

7- Sellet ha disellet  digor ha serriñ an daoulagad sellet mat tre e pep lec’h

treiñ tro-dro d’unan bennak

8- An traoù a oa a-vod gantañ  gwisket brav e oa

plij a rae ar mod dezhañ

monet a rae mat an traoù gantañ

(6)

Yann ar Loar – geriaoueg (2)

9- Noz dall  noz du

ne vez ket klevet netra en noz

mouchet eo daoulagad Yann

10- Ur c’hoad dianav a zo  ur c’hoad bras

ur c’hoad n’eo ket anavezet

ur c’hoad sapin

11- Sevel a ra ar loar war he gwarigoù  sevel a ra ar loar didrous sevel a ra ar loar dousigoù

sevel a ra ar loar difonn

12- An neñv  an oabl

ar loar

an heol

13- Abaoe  a-c’houde

a-zrebin

a-wezhoù

(7)

Yann ar Loar – komprenedigezh (1)

A- Gwir pe gaou ?

Mad eo gaou, skrivet ar pezh a zo gwir.

Gwir Gaou N’eo ket lâret Eürus e veve ar sabotour hag e familh.

Ur bochad bugale en doa ar sabotour.

Yann a oa ar paotr brasañ ag an tiad.

Ne blije ket da Yann labourat er gêr.

Nec’hañset eh oa tud Yann gantañ.

Klañv a oa Yann.

Ankouazhiñ a ra tout an traoù a-gaost mad eo sot.

Tap a ra ar gonifl d’he debriñ.

Pa serr an noz emañ kollet Yann er c’hoad.

Ankouazhaet en deus serriñ del sapin.

B- Quizz

1- E men e veva Yann ?  en un ti bihan ha dister e-kreiz ur c’hoad en un ti bihan ha brav e-kreiz ar c’hoad

en un ti paour ha bihan e-kreiz ar c’hoad

2- Perak e ra tud Yann soñjoù dezhe ?

a-gaozt m’emañ brav ha dibi o mab Yann

a-gaozt m’emañ bihan ha dister o mab Yann

a-gaozt ma ankouezha tout an traoù

3- Petra a ziviza tud Yann gober gantañ ?

mont da welet ar medisinour da Bondi ha d’an Oriant

netaat toulloù e zivskouarn, toulloù e fri, toulloù e

zaoulagad ha toull e revr er c’holl en ur c’hoad arall

4- Peseurt loened a heulia Yann ?

ur vuoc’h, ur gonifl hag ur big

ur voualc’h, ur gonifl hag ur big

ur voualc’h, ur gonifl hag ur vaot

(8)

Yann ar Loar – komprenedigezh (2)

5- Perak e vez graet Yann ar Loar anezhañ ?

a gaozt mad eo rond e fas evel ar loar

a gaozt mad eo gwenn evel ar loar

a gaozt mad eo kollet war ar loar

6- Petra en deus graet Yann ar Loar evit bezañ kollet ? heuliet en deus ar loar

heuliet en deus loened a-hed an deiz

heuliet en deus e vamm er c’hoad

 7- Piv a za da sikour gantañ ?

e vamm

ar medisinour

ar Loar

8- Petra zo gant Yann en e zorn pa ya war ar Loar ? koad d’ober tan

un dornad del sapin

ur gonifl

9- Pegours eh eus tro da welet Yann war ar loar ? d’an hañv

pa vez spaes an amzer

pa vez loar gann-gaer

(9)

Yann ar Loar – skriv

Aet ar gonifl da guzhat, en doa gwelet ur big - Kaaaakaka kaaaakaka

- Petra a lârit ? a c’houlenne Yann.

- Kaaaakaka Kaaaakaka

Ha eñ da heul ar big. Hag evelse a-hed an deiz.

Ijinit peseurt loened en deus kavet Yann a-hed an deiz, ha petra a raent. Evit sikour ganeoc’h e kavoc’h ur listennad verboù hag ur listennad loened amañ edan.

………

………

……….

………

………

……….

………

………

……….

………

………

……….

………

………

……….

………

………

……….

Lammikat Trotitellad Lammat En em stlejal Galoupat

Neuial Ruzal Redek Piltrotat Kerzhet

Ur maligorn Ur bobelan Ur chignan Ur razh koad Un avalouer Ur louarn Ur pesk Un naer Ur bidoc’h Ur logodenn

Références

Documents relatifs

Al legestred a ya àr gorre an dour, sellet pizh a raont ma n’eo ket a ya àr gorre an dour, sellet pizh a raont ma n’eo ket a ya àr gorre an dour, sellet pizh a raont ma n’eo ket

O vonet gant ma zad, hardizh gantañ rak ma oamp daou, goulennet em boa gantañ ur wezh bennak ma ne zouje ket en em gaout gant seblantoù d'an noz a pa veze e-unan war an hent..

» Kentizh àr an oanig ar loen gouez dinatur A zigor e veg bras, er c’has getañ pelloc’h Hag en debr a dammoù hep chikanal muioc’h.. Àr an douar-mañ get ar c’hreñvañ

Ha hi da di ‘n amezegez, Ar verienenn, tost o chom, Da c’houlenn ‘vit he ziegezh Da vont betek an heol tomm, Un nebeudig greun da brestañ. – « Touiñ ‘ran e teuin

Ar Grilhan disoursi, Goulle-kaer e vouelloù, Kalz a c’hoant n’en doa mui Da lâret sonennoù!. Da di

Hag Iwan Bras hag Iwan Bihan o doa sonet c’hoazh an deiz war lerc’h evit an ad-eured.. Padet o doa an dansoù, n’on ket evit lâret

A-gaozt d’an erc’h (ha marse d’ar sistr ivez !) en doa fariet Iwan Bras hag e oa paset dre doull ar bleiz.... Ur soñj a oa daet e penn Iwan neuze : ha eñ ha digor e sac’h,

Met seul taol ma tihane Iwan a soniñ, e tostae