Ar foto klas
Diwallit ! Ar foto n'en deus ket netra da welet gant testenn ar divinatezenn !Rañjet eo 23 skoliad ar c'hlas war 3 renkennad.
Er renkennad kentañ, emañ Kilian etre 4 faotr a-zehoù dezhañ ha 3 flac'h a-gleiz dezhañ.
En eil renkennad, eh eus 8 bugel, un nebeud paotred ha kement a verc'hed evit mah eus a baotred er renkennad kentañ.
En trivet renkennad, emañ Julia etre 4 faotr a-zehoù dezhi ha merc'hed a-gleiz dezhi. Alan zo e-kreiz* ar renkennad ha just e-tal Julia
Pet paotr ha pet plac'h 'zo er c'hlas-se ?
*Sikour !!! e-kreiz = bout'zo kement a skolidi a-gleiz hag a zehoù dezhañ
Divinatezoù 2014-2015 ☺ Kelc'hiad 3 Ar c'hlas e Sant Nikolas ar Pelem e 1930
Ar foto klas – respont
Renkennad 1 Plac'h – Plac'h – Plac'h – Kilian - Paotr - Paotr - Paotr -
Paotr 8
Renkennad 2 Plac'h – Plac'h – Plac'h – Plac'h - Plac'h - Paotr - Paotr - Paotr 8
Renkennad 3 Plac'h – Plac'h – Julia - Alan - Paotr – Paotr - Paotr 7
Eh eus 12 paotr ha 11 plac'h.
Divinatezoù 2014-2015 ☺ Kelc'hiad 3