• Aucun résultat trouvé

Lavreg Tonton Filip

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Lavreg Tonton Filip"

Copied!
2
0
0

Texte intégral

(1)

Lavreg Tonton Filip

Brasañ plijadur Tonton Filip, d'an termen ma oa c'hoazh foarioù, a oa mont da foar Sant Laorañs e Bro Klegereg. Ne oa ket a harz gantañ an deiz-kent !

– « Faot din bezañ gwisket fresk, gant ur roched houarnet brav, ur jiletenn mod nevez... »

Ar bloaz-se, war an oll, Tonton Filip en devoe prenet ur lavreg, pe kulotoù mar kârit, unan velouz evel ma zouge pitaoued ar c'hornad. Kemeret a oa bet gant ur marc'hadour a dremene dre ar maezoù da werzhiñ kement seurt miheraj... Kent monet da gousket, Tonton Filip, eveljust, a ra un añse gant e lavreg :

– « Gast ! Re hir eo an divharr anezhañ. Ruziñ a raont war an douar ! Razh an dud a skrigno da c'hoarzhiñ er foar doc'h man gwelet !

– Savit un tammig ar brikolenn ! a lâras e vaouez.

– C'hwi a wel a-walc'h e kerzhan warnezhi, eme Tonton Filip. Re hir eo ar lavreg-mañ : ret e vo deoc'h, plac'h, er berraat un nebeut.

– Fe dam ! Labouret am eus ma gwalc'h tro an devezh, skuizh-brein on. Monet a rin abred da gousket.

– Else, a zistag Tonton Filip, ne c'hellin ket me dougiñ ar meni lavreg-mañ arc'hoazh da vonet d'ar foar ! »*

Setu bremañ o tostaat e verc'hig Anna, daouzeg vloaz dezhi.

– « Hama ! Ma merc'hig, c'hwi eo ar wellañ ! C'hwi a verray aes bras ma lavreg din. Ho mamm a zo sklommet he bizied dezhi henoazh. »

– Ya, sur tatad, mes...ne c'hellan ket ! – Na perak 'ta ?

– Man deverioù skol a zo da skriv, ma levroù da zeskiñ, ha mamm ne c'houlen ket ma choman da loskiñ goloù.

– Mat ! a huch Tonton Filip ; div vaouez en ti, div vaouez a netra.»

Tonton Filip a ya da gousket, taeret ruz...

Moereb Janet a oa berped an hani ziwezhañ da glask he gwele. Hi a wel lavreg an Tonton war ar gadoer, gant he divharr re hir :

– « Paour kaezh den ! N'hellin ket ur seurt er leuskel da vonet d'ar foar gant kulotoù seurt-se ! Mezh am bo gantañ ! »

Ha moereb o kemer he gultan, un nadoez ha neud. Doc'htu emañ daet ganti

(2)

troc'hiñ, krignat, gwriat ha pakiñ ur roc'han mat ag ar lavreg. Ha hi, kontant, da grapiñ en he gwele, e-tal Tonton Filip, kousket mat !

Anna, e-pad an amzer-se, ne rae nemeit treiñ ha distreiñ edan he lañjer :

– « Goap a vo graet a ma zad arc'hoazh e foar Sant-Laorañs, emezi. Ne vin ket pell ur seurt o kempenn ar meni kulotoù-se ! »

Neuze, Annaïg a sav a roched, a vev ar goloù, ha dousig, dousig, evel ur logodenn, a gemer e gultan, he bouest nadoez ha neud ! Doc'htu emañ daet ganti, troc'hiñ, krignat, gwriat ha bevenniñ ur roc'han mat ag ar lavreg ! Ha hi, kontant, da retorn d'he gwele, e pezh hani e kouezh an hun a-benn warnezhi...

Antronoz da vitin, ne oa ket diwezhat moereb Janed da zigor ar fenestr. D'he zu, e sailh abred Anaig ag he gwele. Tonton Filip o tihun a zo souezhet bras o welet e- taltoñ e vaouez hag e verc'h :

– « Grait un añsae gant ho kulotoù bremañ ! » a lâront war-un-dro.

Tonton Filip, skañv èl un estig, a strimp er-maez ag al linselioù :

– « Me a ouie, sur, e vehe bet kempennet ma lavreg. C'hwi a zo div verc'h koulouch !

– Ayaou 'ta ! a huch oll ar begoù war-un-dro pa oa gwisket ar lavreg velouz...

– Gast ! eme Tonton Filip, ne gomprenan ket netra : an neizhour an tamm kulotoù-mañ a ruze war an douar ; ar mitin-mañ, bec'h dezhe ma arruont gant man daoulin ! »

Raf Pondi – An Doere Nenn 111 – Gouiañv 2009-2010

Références

Documents relatifs

War-lerc'h e varv, Jean Jan a oa bet sta- get war moger ospital Pondi e-pad 3 deiz evit diskouez ar pezh a veze graet d'ar re ne oant ket doc'h tu an

Al legestred a ya àr gorre an dour, sellet pizh a raont ma n’eo ket a ya àr gorre an dour, sellet pizh a raont ma n’eo ket a ya àr gorre an dour, sellet pizh a raont ma n’eo ket

5) Sevel fichenn identelezh an tamm glad (1 folenn A4, stumm word pe open office), gant an anv, ar lec'h, deskrivañ an tamm glad d'an nebeutañ. Gellout a raer kaout fotoioù,

Ha hi da di ‘n amezegez, Ar verienenn, tost o chom, Da c’houlenn ‘vit he ziegezh Da vont betek an heol tomm, Un nebeudig greun da brestañ. – « Touiñ ‘ran e teuin

Ar Grilhan disoursi, Goulle-kaer e vouelloù, Kalz a c’hoant n’en doa mui Da lâret sonennoù!. Da di

Hag Iwan Bras hag Iwan Bihan o doa sonet c’hoazh an deiz war lerc’h evit an ad-eured.. Padet o doa an dansoù, n’on ket evit lâret

A-gaozt d’an erc’h (ha marse d’ar sistr ivez !) en doa fariet Iwan Bras hag e oa paset dre doull ar bleiz.... Ur soñj a oa daet e penn Iwan neuze : ha eñ ha digor e sac’h,

Met seul taol ma tihane Iwan a soniñ, e tostae