• Aucun résultat trouvé

Bleiz Noz Nedeleg (1)

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Bleiz Noz Nedeleg (1)"

Copied!
8
0
0

Texte intégral

(1)

Bleiz Noz Nedeleg (1)

Lugerniñ a ra ar stered en oabl teñval. Edan ar gwiskad erc'h tev nend eus ket trouz ebet dre ar maezoù skornet.

Hag er gêriadenn indian emañ kloz mat an dorioù kroc'hen reunig tev hag ar vugale a zo kousket c'hwek en o gweleioù tomm. O-unan emaint en o lochennoù, rak abred kaer emañ aet o zud d'ar jiboez, ganto ar chas, hag n'int ket c'hoazh deuet en-dro evit ar pred.

Warc'hoazh e vo Nedeleg ha noz ar Pellgent eo eta. Hounnezh eo an noz sebezus ma krog al loened da gomz ha du-hont, e broioù ar C'hreisteiz, e teu un den kozh madelezus, gant e azen rous, da rannañ madigoù ha c'hoarielloù etre ar vugale.

Amañ avat, e broioù an erc'h hag ar goañv hir, e norzh ar C'hanada, n'eo ket bet avat gwezh erbet c'hoazh an den kozh madelezus hag an darn vrasañ ag an dud ne gred ket dezho e c'hallje biken dont ken bihan.

Du-hont koulskoude, el lochenn bellañ, an hini dostañ d'ar c'hoad teñval

(2)

Bleiz Noz Nedeleg (2)

Indianed an Norzh bras a ouia petra eo nijerezed. Ur wezh an amzer e welont unan o tremen en ur lezel war he lerc'h mogedennoù gwenn hir. Pa 'h eus bet naonegezh pe kleñvedoù dre ar vro eh eus bet gwelet zoken hiniennoù o touarañ, ganto bevañs pe louzeier kaset gant ar gouarnamant. An dud avat ne welont ket mat petra eo ar c'hirri-tan, an doare lochennoù kostennoù gwer fentus-se war rodoù a welont skeudennoù anezho war ar c'hazetennoù.

En hañv tremenet eh eus bet ur plac'h yaouank melen he blev, ur plac'h yaouank gwenn ha laouen, o vevañ e-pad tri miz en o mesk. Un devezh emañ degouezhet gant an nijerez ha chomet da ziskouez d'ar mammoù penaos ober gwell gant o re vihan. C'hoari a rae ivez gant ar vugale ha d'ar re-mañ he deus kontet penaos e vez graet gouel Nedeleg du-hont er Su ha komzet he deus ag an den kozh madelezus.

Gant an diskar-amzer emañ aet kuit an intron vat. He c'homzoù avat a zo chomet.

(3)

Bleiz Noz Nedeleg (3)

Ha henoazh, e lochenn bellañ ar gêriadenn, eh eus tri bugel o soñjal e Tata kozh Nedeleg. Rak int a ouia emañ noz ar Pellgent, ha gouzout a reont ivez e c'hell an traoù souezhusañ dont da wir en noz-se.

Emañ Tamara, Fetin ha Tisoo o komz etreze a vouezh izel. Ha setu ma klevont en un taol, e sioulder an noz, un dra bennak o friñval a-dreñv dor gloz al lochenn. Unan bennak a rank bezañ a-dreñv ar c'hrec'hen reunig o c'hortoz e vije digoret dezhañ.

Aon o deus Feti ha Tisoo hag en em vodañ en-dro da Damara, o c'hoar henañ. Ha deoc'h bezañ c'hoar henañ avat, an dra-se ne bara ket doc'hoc'h a vezañ nec'het, ha c'hwi hoc'h-unan gant daou vec'hïeg en ur lochenn, noz anezhi, e-kichen ar c'hoad bras.

Perak ur weladenn ken diwezhat e bro an erc'h ?

« Arabat digor » eme Damara.

Hag an tri brugel d'en em zastum an eil e-kichen egile. Hag en un taol, setu Tisoo oc'h ober ur lamm :

« Ha a pa vije Tata kozh Nedeleg, c'hoarig ? Pa vije eñ ? »

Bec'h war Damara.

« Biskoazh n'eo ket bet Tata kozh

(4)

Bleiz Noz Nedeleg (4)

« Marteze emañ bet kaset gant an Intron wenn. Marteze eh eus gantañ c'hoarielloù evidomp. »

« Kirri-tan ha marc'hoù-du marteze ! » a lavar Feti.

« Ha poupinelled blev melen ivez marteze ! » eme Damara en ur vinc'hoarzhiñ.

«Arzhed blevek, chas foutouilhek, ha loened all c'hoazh » a gendalc'ha Tisoo.

« Dibrenn an nor'ta, Tamara »

Ne gred ket ar c'hoar digor c'hoazh. Marteze neoazh emañ ar wirionez gant ar breur bihan. Ha pa vije Tata kozh Nedeleg o c'hortoz a-dreñv an nor ? Petra 'gredje diwar o fenn hag eñ ret dezhañ mont en-dro gant e vanerad c'hoarielloù, eñ deut a geit all evit netra ?

Nann, ne c'hell bezañ nemet Tata kozh Nedeleg. Ne c'hell bezañ nemetañ en noz-mañ. Ha Tamara ha krog da ziparlañ an nor, ar pezh n'eo ket un dra

zister evit ur plac'hig vihan.

« Ha gant an nijerez eo e teu Tata kozh Nedeleg ? » a c'houlenn Feti.

Met kement a vec'h a zo war Damara ma chom hep respont. Digeriñ a ra an nor a-led he fenn ha...

(5)

Bleiz Noz Nedeleg (5)

Nann ! N'eo ket Tata kozh Nedeleg an hani eo a zo aze gant e vaner vras war e gein. N'eo ket eñ an hini a raje d'an tri bugel souzañ evel-se. Ur bleiz an hini eo, ur bleiz rous, gwenn e skilfoù, lemm hag entanet e zaoulagad, savet sonn e ziskouarn.

Ma laka Tamara he daou vreur bihan war-dreñv he c'hein.

« Tec'h, bleiz ! » emezi. « Gouzout a rez emañ difennet dont e ti an dud. » Hag ar bleiz zo en em lakaet war e benn a-dreñv hag eñ sellout doc'h ar plac'hig. Ma tigor houmañ he divrec'h da wareziñ he daou vreurig.

(6)

Bleiz Noz Nedeleg (6)

Ken ankeniet eo Tamara ma ne gav ket ur ger da respont. Noz Nedeleg ? Bezañ lonket gant ar bleiz da noz Nedeleg ! Ma tegouezhfe hepken tad ha mamm en-dro.

« Kae da serriñ an nor, plac'hig. A modarall, touchant e vo ken yen amañ hag er-maez war an erc'h. »

Hag ar bugel sellout doc'h ar bleiz. Ne gav ket dezhi e ve drouk e zaoulagad. Ha hi neuze da sentiñ. Penaos ivez gober a-hend-arall ?

Klozet ganti an nor e tistro Tamara davet he breuder.

Huanadiñ a ra ar bleiz, hep fiñval :

« Noz ar Pellgent eo. Digoret eo bet an nor din ganeoc'h. Na bout na ouiec'h ket e oa me, ar bleiz, a oa e-tal an nor. Ha c'hwi o c'houzout e oa me, n'ho pije ket digoret ha mont kuit am bije graet, ma-unan kaer, sklaset va c'halon, morzet ma favioù ha tremenet em bije nozvezh Nedeleg en digenvez hag er yenizion.

« Gwir eo », a respont Tamara. « Lâret e vez e tebrit ar vugale vihan. Dre- se o devez an dud kas ouzoc'h ha dre-se ho lazhont. »

Skrignal a ra ar bleiz. Ha Tamara da grenañ doc'h en gwelout o krizañ e vojell a-dreist d'e skilfoù hir ha lemm.

« C'hwi 'wel ! Aze eh on ganeoc'h, ma-unan, ha n'ho tebran ket. »

« Met debriñ a rit ar c'hirvi yaouank ! »

(7)

Bleiz Noz Nedeleg (7)

« Sur a-walc'h ! », a anzav ar bleiz. « Met c'hwi ivez a ra kement all. Ret mat eo debriñ evit bevañ. Nann ! An dud o deus droug doc'homp dre mad omp bleizi, ha netra ken. Gwezh ebet n'o deus klasket ober anaoudegezh ganeomp.

Neoazh, ha ni bleizi, ur galon hon eus, kizidik eo ha poan a ra deomp bezañ kasaet evel-se, un nozezh Nedeleg dreist-oll. »

Ha leun a geuz hag a deniridigezh eo selloù ar bleiz. Ha tamm doan ebet ken n'o deus ar vugale.

Tostaat a reont doc'h ar bleiz ha kontañ kaozioù dezhañ evel d'ur mignon kozh.

« Paour kaezh bleiz », a soñje Tamara. « Na faziañ a reer pa soñjer emañ droug.

Ar wirionez a zo gantañ : n'eo ket reizh an traoù.

Jentiloc'h eo evit hor chas ha dav eo ober brav dezhañ.

Na vat a ra bezañ karantezus. »

Ha Tamara, evit lidañ un nozvezh ken burzhudus, o tigor ur pikol boestad fourmaj-moc'h. Hag int o-fevar, an tri bugel hag ar bleiz, da ober ur pred ag ar

(8)

Bleiz Noz Nedeleg (8)

A-benn ur pennad er lakaat a ra Tamara da zovorfilañ. « Bleizig, ma mignon, dihun'ta ! Ma ous kavet amañ gant hon tud e vi lazhet ganto, ha ni hor bo trouz ivez. »

« O, bugale » eme ar bleiz, « ne vez ket lazhet en noz-mañ, noz Nedeleg anezhi. »

« Aon o devo. Kompren a rez, ne ouiont ket e c'hell ar bleiz bezañ ur mignon. Aon o devo ne vijemp debret ganis ur wezh all bennak. Ret eo dis mont, bremañ doc'htu. Gouzout a rez, te eo hor mignon, ha ni ivez a vo mignoned dis, da viken. »

« Da viken e vin mignon deoc'h », a huanad ar bleiz. « Ur plac'h vat ous, ha keuz am eus da rankout ho kuitaat. Peogwir avat e rankan... »

Hag eñ da vont en ur biltrotat, e-unan dre an erc'h yen. Hag ar vugale a sell doc'htañ o vont, daeroù en o daoulagad, ha leun o c'halon a druez. Hag eñ ivez aet diwar wel e klozont an nor gant evezh.

*******

Hag o zud, ur wezh distro, a lâras dezho o devoa gwelet roudoù bleiz en- dro d'al lochenn... Unan a ranke bezañ o furikat dre ar gêriadenn.

« Dre voneur e oa kloz mat warnoc'h ! » eme ar vamm doc'h o briata.

Ne rannas grik ar vugale diwar benn gweladenn ar bleiz. Kaer o devije bet lavarout, e ouient mat ne vije ket kemmet soñjoù o zad hag o mamm diwar-benn

Références

Documents relatifs

Hag Iwan Bras hag Iwan Bihan o doa sonet c’hoazh an deiz war lerc’h evit an ad-eured.. Padet o doa an dansoù, n’on ket evit lâret

A-gaozt d’an erc’h (ha marse d’ar sistr ivez !) en doa fariet Iwan Bras hag e oa paset dre doull ar bleiz.... Ur soñj a oa daet e penn Iwan neuze : ha eñ ha digor e sac’h,

Met seul taol ma tihane Iwan a soniñ, e tostae

Ur wech e oa tri forban divalav, pep a vantell zu ganto war o c'hein, pep a dog uhel du ganto war o fenn.. Ur c'horn-pistolenn a oa gant an hini

- Bageal dre lien he deus graet Katell ur sizhun-pad. - Ar vakañsoù berrañ en deus

[r]

Gant an trivet pilad e kavit talvoudegezh ar jedouer gwerz, 5€ hag evit achu hani ar jedouer melen : 1€.. 11 kamarad he deus

Tambouyet he deus pedet kamaraded da zebriñ ur gatevenn.. Tout ar lodennoù (tammoù) eus ar gatevenn a