• Aucun résultat trouvé

1. YEZH HA NORM

1.1. AR VARIADUR

1.1.2. BONNOÙ D’AR VARIADUR

Mar behe komzet en ur mod hebkén, ur mod kaoulet, gant an oll, ne vehe ket

komzet ag an “aksant”, da lâred eo ag ar liwoù-yezh. Ha gant an arall ema an

aksant. Tud nord ar Frañs a gomz ag “aksant ar c’hreisteiz“, tud ar c’hreisteiz

24 MARTIN (1996 : p. 5) : « Il n’y a pas de norme internationale de l’anglais collant à une variété spécifique, pourtant l’anglais est la langue la plus utilisée internationalement. »

ag “aksant pinteg“ (pointu) tud Pariz evel ma hon eus lâret uhelloc’h (WALTER).

Splann eo da v/MARTIN e varn an den yezh e nesañ gant siloù e voazamantoù

yezhel, gant e empentel-yezh* (HOUDEBINE “imaginaire linguistique”). Ha

diaez eo dezhañ lenn ar realded gant gerioù nad int ket e re. Ewid ober degemer mad d’ar variadur e rank an den talañ douzh daou dra : pouez digontroll e yezh-vamm diouzh un tu hag e zougañs* da dreuzkas e vod da weled an traoù,

treuzkas emplegad* (implicite) pe treuzkas esplegad* (explicite) war yezh egile

diouzh an tu arall : an arall ataw a gomz drol.

A-bell braz e ta ar variadur er yezhoù. Kan ar c’hog a c’hell roiñ un tañwa a gement-se dimp. Mar sellomp douzh an Douar evel ur gêriadenn c’hlobel (Global village, Marshall McLuhan) e c’hellomp soñjal e kan ar c’heger beb mitin e peb kornad ag ar gêriadenn-se, gant ar memez notennoù hag ar memez « gerioù » (daoust d’ar gouennoù keger boud stank a-walc’h er bed). Ar pezh a

seblant boud gwir en Itali (chichirichi [kikiriki]) hag e Bro-Spagn (quiquiriqui

[kikiriki]), mez nad eo ket kén e japaneg (kokekokko), e hollandeg (kukeleku), e

galleg (cocorico). E brezhoneg e kan ar c’hog e meur a feson : kokokog,

kotogog, kog-kogog (FAV), kotogotogog (HY), heb kontiñ kokelikelo ar

sonenn25. Aze, daoust d’an dishañvalderioù, e santomp ur gerentiezh etre an

treuzskrivadurioù hag ar sonioù a glaskont deskrivañ. Ne vez ket ataw evel-se.

1.1.2.2. Kehentiñ : bonnoù d’ar variadur

N’eo ket an etrekompren un norm, mez merk ur c’hontinuom-yezh26. Ar

yezh-se e c’heller he gweled evel ur c’hod, ar pezh a c’houlenn un akord etre izili ar gevredigezh, a-sort gant an akord a liamm an dud war-gerzh pe war-roul, hag a zo ar c’hod-hent (LEON, 1996). Er c’hod-se e c’hellit kaoud un tamm frankiz,

mez pa vez ruz ar gouloù e ranker arrest ! Setu ewid ar ger quai e c’heller

25 Herwez ar sonenn « A-benn dilun eh in d’ar foar hag e prenin ur c’hog-ge ! ». Ewid ma

mamm-gozh e kane ar c’hog “kokoriko !“, hag ar yar, goude boud dozwet un ui “kot-kot-kot

kodâg !“ [ko’d:k].

26 « L’intercompréhension n’est pas une norme mais la délimitation d’un continuum

sanañ [ke] pe [kɛ], mez an heni a lâro [ki] ne vo ket komprenet. Ewid yacht e

c’heller sanañ [jɔt] pe [jak] (PR) : un yacht à quai : [jɔtake], [jakake], mez

an heni a laro [jat], [jaxt] pe [jɔxt] ne vo ket komprenet naket.

Tu zo da weled tud é klask achap ag ar c’hontinuom a-ratozh kàer. Gant ar re yaouank just a-walc’h, a ijin yezhoù dezhe (verlaneg) ewid bonniñ o bed ha lakaad disparti etre ar bed-se ha heni ar vrazarded. E meur a vro e vez notet fenomenoù evel-se. Da skwer e komz QUEFFELEC a yezhoù remziadel (langues générationnelles). En Afrik ne vez ket komprenet ar yezhoù-se gant izili arall ar gumuniezh, dreist-oll pa vez kemmet ar morfosintaks ha pa vez farset ar c’heriaoueg gant gerioù dianav, pe pa vez bet roet d’ar gerioù ur ster newez na vez ket intentet gant ar c’hallegerion arall.

Kement-arall a vez remerket bremañ er skolioù Diwan, e-lec’h ma kemm ar brezhoneg war tachennoù a beb sort (fonologiezh, morfosintaks, geriaoueg).

1.1.2.3. Kehentiñ e brezhoneg

Mard eo bet dilezet ar brezhoneg dindan gwask ar Stad gall mez iwe a youl vad gant ar Vretoned o-hunan (LE BESCO, 1997), tu zo da lâred o deus ar radio ha dreist-oll ar skinwel c’hwitet o zaol a-c’houde ar bloazioù 1970, rag ne oa ket komprenet yezh ar mediaoù gant ar vrezhonegerion a oa stank a-walc’h c’hoazh e eil hanterenn an XXved kantvlead. Er-maez a zoereioù ar meteo e oa digomprenaduz an abadennoù-tele (LE PIPEC, 2008 : 52), ar pezh a rae dezhe da santoud ne dalveze ket o yezh kalz a dra : ur sort taol-ar-marw roet d’ar brezhoneg goude degvleadoù diskar !

Herwez MORVANNOU (1980 : 576, T2), n’eus ket tu d’an dud en em gompren heb un tammig « ozmoz rannyezhel », ha da hetiñ ma vo kendeuzet ar

perzhioù difer en ur c’hwatuor a rannyezhoù27. Bonnet e vez an etrekompren

strizh a-walc’h ha red eo da beb unan strivañ ewid chomel e tachenn ar pezh a vez degemeraduz. Menegañ a rae MORVANNOU ur c’horonal e retred na oa

27 Tro-lavar bet implijet gant Tugdual KALVEZ en e bennad « Pour un quatuor des dialectes » (Skol Vreizh, 1974, Nn 36 : 9-10).

ket bet komprenet gant e chelaouer a-gaoz ma’n doa sanet « lavarette » (evel e

galleg savonnette) e-lec’h [la’va :rǝt] (enebadur etre -ed (dibenn anw-verb

[-ɛt]) hag -et (dibenn anw-gwan-verb [-ǝt]). Ewid AR MERSER n’en em gomprene ket Gwenedourion ha KLTerion a-gaoz d’an taol-mouezh dishañval (1963, § 472). Anavet em eus ur c’helenner na ouie ket e oa un diforc’h d’ober

etre mor ha moc’h ! Ha piw a ra hiziw un diforc’h sklaer etre levrioù (sanet

lïez [lerjow], [lerju]), lerc’hioù ha lec’hioù, a c’heller tostaad nawazh douzh

an diforc’h a zo en alamaneg etre Kirsche [’kirʃǝ] (kerez), Kirche [’kirçǝ] (iliz)

ha Küche [’kyçǝ] (kegin) ?

1.1.2.4. Krennañ ha kompren

Techet e vez an dud da chom heb sanañ oll fonemoù ar yezh : tu ekonomikel ar

gomz pemdezieg (CARTON, 1974). Evel-se e klewer [izdi] ewid il se dit,

[tedʒavny] ewid tu es déjà venu. E brezhoneg e kaver krennadurioù hañval :

[martimonɛt] ewid *ema red dezhi moned28 ; [dɛskos] ewid an dra-se zo

kaoz ; [blambɛr] ewid abalamour da betra ; [ʃtɛl] pe [iʃtɛl] ewid just evel29.

Anad eo e c’hell sanadurioù krennet a-sort-se boud ur skoilh d’an etrekompren, pa ne vez ket ur mod boutin da sanañ.

1.1.2.5. Gwask ar Wask

Boud eh eus ur moull da beb tra, a lâre ma zad-kozh. Ur faktor arall a c’hoari ewid bonnañ ar variadur : heni an deknografiezh, da lâred eo teskad ar benvegoù a ya da roiñ fetisted d’ar yezh : ar moullañ, ha da heul ar levroù ha peb tra moullet.

“La technographie ne s’accomode pas facilement d’une approche variationniste. Or la réduction qu’elle véhicule, presque naturellement, entraîne une volonté de normalisation. ” (SWIGGER, 1997 : 66).

28 Frazenn direizh, skwer ur fall-implij ar verb ema, na c'hell ket boud kavet e penn kentañ ar frazenn namaed heuliet gant ar stumm oc'h ober pe gant ur lec'h. Gwell e vehe amañ : "red eo dezhi moned".

Da gentañ, ha gant an oll sistemoù-skriv emdroet, e vez treuzskrivet

linennegezh (linéarité) ar c’homz, herwez AUROUX (1994 : 159) hag a verk kement-mañ, dre venegañ LEROI-GOURHAN : kent ijinerezh ar skritur e implije an den e zorn ewid fabrikañ hag e fas ewid komz ; goude e taas an traoù da gempouezañ (p. 166). Un dra abstred eo ar skritur, hag ur bern tresoù ag ar c’homz a vez kollet ennañ : ha mouezh Yann pe heni Paol a vo, an diston, ar pouez-mouezh, ar ritm, an tawoù, ar brozodiezh... Paot mat ag ar variezon a vez kollet gant ar skrid. Ne sinifi ket n’hell ket ar moullañ gouarn tresoù a vehe bet gwell skarzhañ, beteg ober (LEON, sd. § 1.4.3.3., p. 84).

Donedigezh ar moullañ eo a lakaas an traoù da fichal e mod da skriv ar galleg ha yezhoù arall Europa, ha n’eo ket dister e istoer ar brezhoneg, zokén en istoer kentaouel. Doberoù Diwan a-fed levroù-kelenn, dreist-oll pa oa bet anw a gas an traoù war dachenn ar skolaj, a lakaas an dud da ziviz un doare-skriv hebkén da fin ar bloazioù 1970 (KERGOAT).

1.1.2.6. Klozadur

Dirag emdroâdur prim-spontuz stad ar brezhoneg hiziw, e klasko ar yezh sur a-walc’h, mar gell treuzvewañ ha padoud, kavoud ur c’hempouez newez, goude ar prantad diasur-braz omp é vewañ a-c’houde degadoù. Hiziw-an-deiz nawazh e vez strewet ledan ar vrezhonegerion en ur lijor frank-mat (Breizh ha kalz pelloc’h, gouest da gehentiñ dre Internet). Kredabl e kendeuzo ar rannyezhoù hengounel, fenomen war ar stern er skolioù dija, hag er mediaoù. Mar yay war nebeutaad an diforc’hioù etre ar rannyezhoù eh eus da empentiñ e chomo kumuniezhoù strewet amañ-ahont, kustum d’en em gavoud : n’eo ket sur enta e tispariso ar modoù dishañval da gomz brezhoneg. Tra ma vo etrekompren ne vo ket aze ur c’holl ewid ar yezh.

1.1.3. YEZH KOMZET, YEZH SKRIVET HA VARIADUR

Documents relatifs