• Aucun résultat trouvé

An atalieroù-tro : petra int, petra n'int ket

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "An atalieroù-tro : petra int, petra n'int ket"

Copied!
1
0
0

Texte intégral

(1)

An atalieroù-tro : petra int, petra n'int ket

MEUR A SEURT ATALIER

1) atalieroù = klasoù bihan

- pep live klas a laboura war un dra disheñvel - un atalier anezhe zo meret gant ar mestr

- emañ ur feson da aozañ ar c'hlas evit gellout labourat gant meur a live

- nend eus ket pal a-zevri ebet evit ar prantadoù atalieroù, nemeit kas ar labour klas da benn

2) atalieroù labour emren

- ar labour kinniget zo raktresset ha prientet evit bezañ graet gant ar skolidi en ur mod emren

- gellout a ra bezañ diazezet ar labour-se war ur plan labour hiniennel - pep strollad a ra un dra disheñvel

- ne vez ket troet a atalier da atalier - bout'zo prantadoù dleet d'an atalieroù

3) atalieroù-tro

- pep skoliad a dremen dre pep atalier

- berr eoan atalieroù (<10mn evit ar c'helc'hiad 2, <15mn evit ar c'helc'hiad 3) - meur a feson da welet an traoù :

- ar varregezh labouret er stal zo ar memes hini evit tout ar skolidi mes gant palioù disheñvel.

skouer : komz a-ziwar ur skeudenn

- perzh en atalier zo ar memes hini evit tout ar skolidi mes gant barregezhioù liveoù disheñvel.

skouer : skriv un istor gant skeudennoù / skriv frazennoù gant gerioù'zo

- skor an atalier zo ar memes hini evit tout ar skolidi met gober a raont un dra bennak disheñvel.

skouer : albom an Tri Forban (klask ar ger forban, lakaat frazennoù en urzh, testennoù en urzh, ijinañ un diviz, deskiñ ur lodenn)

4) atalieroù-tro evit lakaat ar skolidi da gomz etreze - prientet mat (ur gentel a-raok, ur framm resis)

- n'eo ket ret ma vez komzet e pep atalier

- un atalier anezhe a c'hell bezañ meret gant ar mestr

- e lod eus an atalieroù (cf diell « atalieroù-tro-petra zo e-barzh) e c'hell labourat ar skolidi a-stroll (gant benvegoù frammet evit sikour gante)

- ur pal resis hag unan hepken (da skouer : implij « c'hoant m'eus da brenañ... »)

Gwenn Vorc'h - 2014

Références

Documents relatifs

Dañsal a reas war-du ar bleiz, tennañ e deod warnañ, hag ober pokoù ha jestroù koulouchig dezhañ.. Ar vuoc'h avat ne blije ket e vije gourc'hemennet

Ur wech e oa tri forban divalav, pep a vantell zu ganto war o c'hein, pep a dog uhel du ganto war o fenn.. Ur c'horn-pistolenn a oa gant an hini

[r]

Evit sikour gant Lannig ar bugul, savit loch an deñved gant tammoù an tangram... 8- Ar

Evit sikour gant Lannig ar bugul, savit loch an deñved gant tammoù an tangram... 8- Ar

[r]

- ur lec'h er c'hlas gant tout an dafar evit labourat en atalieroù zo pouezus evit ma vehe emren ar skolidi. - ne c'hellont ket bout emren e-pad an atalieroù ma ne vezont ket lakaet

Skriv un istor gant kartennoù pe gant un diñs Lakaat frazennoù en urzh evit kaout un destenn Deskrivañ ur lec'h, un dudenn e-barzh un istor lennet Ijinañ achuamant un istor.