• Aucun résultat trouvé

Barroù Mae

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Barroù Mae"

Copied!
2
0
0

Texte intégral

(1)

Barroù Mae

D'enderv-noz, deiz diwezhañ miz Ebrel, emañ an akustumañs dre-mañ mont da glask barroù faou nevez. Bokedoù Mae a vez graet anezhe rak ret e vez dezhe bout staget an nozvezh-se evit ma vint gwelet doc'h an tier d'ar c'hentañ mitin a viz Mae. Ur barr a vez doc'h fenestr an ti. Met ivez doc'h ar c'hraou, da lâret eo doc'h pep lojeris, tud pe loened, hep ankouezhat klud ar yer, ar foenneg pe ar blouzeg, nag ar c'harrdi lec'h ma vez ar mekanigoù hag ar benvegoù.

Evit petra kement-se? Sañset eo, e vo gwarantet an ti, an dud, ar loened, ar madoù, doc'h pep fall degouezh.

Ar vugale n'ankouazhont ket mont d'ober un dro d'ar c'hoad tostañ evit dastum ar barroù Mae. Dont a raont gante a vrec'hadoù hag ur blijadur eo evite o lodenniñ etre tier an dro.

An akustumañs nend eo ket anavezet e meur a lec'h, pe marse emañ kollet.

Soñj am eus, ur bloaz ma en em gaven e Kemper d'ar c'hentañ a viz Mae, bout gwelet tud kêr souezhet-bras o welet kirri ha tankirri daet a zremañ, pep unan gant e varrig. En Oriant, e-leizh a dier o deus dalc'het d'an akustumañs desket gant o zud a-ziwar-vaez. Ma ne vez ket diskoezet ar boked doc'h tu ar maez, e vez staget war-dreñv, evit derc'hel da « lezenn » ar re gozh.

Lâret em eus e vez degemeret barr Mae evel ur seblant a chañs vat. Met a ven emañ daet an akustumañs? Ag amzer ar baianed o deus lâret lod. Nag e vehe? Paian pe pas, me 'gav emañ un dra plijus saludiñ evel-se an amzer nevez, ha diskoeziñ fiziañs en dazoned.

E meur a lec'h, e oa ar pleg gant ar baotred yaouank bokediñ fenestr o gwellañ- karet. Met paotred a galon en em gave evit stagiñ ur boked doc'h fenestr razh ar merc'hed yaouank. Hani ne veze ankouaet hag evel-se pep plac'h a ouie doc'h an dra-se e oa bet ur paotr evit bout bet ur soñj eviti. Ha ne gavit ket-c'hwi brav an dra-se?

Mamm (Doued'he fardono) he doa klevet un dra arall.

En amzer-se e oa ar Farizianed o klask war-lerc'h Jezus evit gober droug dezhañ. Unan bennak en doa diskouezet dezhe an ti lec'h ma en em gave. Evit anavout an ti, int o doa staget ur barr doc'htañ. Met ha p'o deus distroet en-dro gant soudarded, petra o deus gwelet ? Razh an tier o doa ur barr ! Penaos anavout an ti a glaskent? Peogwir, er vro-se, an tier 'zo heñvel an eil doc'h egile?

(2)

Setu ar pezh em eus klevet. Marse e ouiit un tamm bennak muioc'h.

Job Jaffré-Mabedad 08/03/1980

(Etrezomp e Brezhoneg – kempennet get Daniel Doujet)

Références

Documents relatifs

Hag abaoe an amzer-se, pa vez loar gann-gaer, pa vez rond ar loar ha pa vez spaes ha sklaer an amzer, petra a vez gwelet war ar loar?. Ya, Yann a vez gwelet war

Skriv un istor gant kartennoù pe gant un diñs Lakaat frazennoù en urzh evit kaout un destenn Deskrivañ ur lec'h, un dudenn e-barzh un istor lennet Ijinañ achuamant un istor.

2) un atalier komz meret gant ar mestr, un atalier komz emren, atalieroù arall lenn, skriv, deskiñ en ur mod hiniennel. 3) tamm ha tamm, lakaat ar skolidi da genlabourat en

arrêté relatif à la mise en oeuvre des dispositifs agro- environnementaux régionalisés et des mesures agro- environnementales. territorialisées en Ile- de- France,

Enquanto as crônicas de Nelson Rodrigues e de Jocelyn Brasil são pautadas por um tom ufanista e de crítica em relação à derrota brasileira para a seleção portuguesa

Quelle(s) est(sont) parmi les caractéristiques d'une douleur précordiale celle(s) qui vous fait(font) penser que le diagnostic de péricardite aiguë est plus probable que celui

Parmi les propositions suivantes, concernant un traitement hormonal substitutif pour un cancer de l'ovaire, quelles sont celles qui sont exactes. A - Peut associer oestrogène

[r]