• Aucun résultat trouvé

An testennoù da zaveiñ

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "An testennoù da zaveiñ"

Copied!
4
0
0

Texte intégral

(1)

An testennoù da zaveiñ

A) PETRA INT ?

Testennoù anavet mat tre d'ar skolidi (dre eñvor e K1/2), skourret er c'hlas (K1/2) ha/pe en ur renkel (K3) e-pad ar blezad skol.

E K1 ha K2 : testennoù berr (etre 8 ha 20 ger),

- produet gant ar skolidi, en ur mod haniennel kentoc'h (diaes eo a-wezhoù e skol-vamm), - met skrivet gant ar mestr (yezh skrivet # yezh komzet)

E K3 : testennoù studiet (# lennet), desket, produet.

B) PETRA 'ZO E-BARZH ? K1/2

produet gant ar skolidi K3

produet gant ar skolidi - verboù displeget e meur a amzer (Dec'h

em boa debret e ti ma mami. Dimerc'her e vo ma blez. Hiriv e tebran er ger)

- gerioù alc'hwez (ha-hag-ma-ur-ar-un-an- war-a-barzh-evit-da-gant-...)

- frammoù sintax (c'hoariet am eus/bolotenn ma breur, eh an da, din me eo...

- gerioù ur c'hrouadur 5/8 vlez (anvoù, anvoù-gwan)

- verboù + adverboù - verboù displeget

- gerioù alc'hwez stankoc'h

- frammoù sintax luzietoc'h (ha pa vehen, pa arruin... ma ne faota ket deoc'h, Plij a ra din...)

- geriaoueg stankoc'h, resisoc'h

C) PENAOS O C'HAOUT ?

K1/2 : testennoù skrivet/produet gant ar skolidi, en ur mod haniennel kentoc'h evit diazeziñ war yezh pep unan ag ar skolidi.

A-raok skriv, afer 'zo komz a-stroll evit : - kaout soñjoù

- kaout gerioù

- frammiñ ar frazennoù (Me 'zo graet ur boulom erc'h / Graet am eus ur boulom erc'h) - hiraat ha pinvikaat ar frazennoù (Dec'h em boa graet ur bolom erc'h e ma jardrin) - tostaat ar muiañ d'ar yezh skrivet/d'ur yezh reizhet (Me zo kouezhet / Kouezhet on) Ar mestr a zibab e touesk kennigoù ar skolidi ar re a c'hello servij da zestenn da zaveiñ (splann eo e vo displeget spis d'ar skolidi en do pep a destenn doc'h ar vagoer !).

Evit ar skol vamm : 10 destenn d'ar muiañ.

Skourret e vo doc'h ar vagoer goude bout labouret warnezhi :

Produiñ skridoù - 2010 - Gwenn Vorc'h

(2)

skwer K2 :

Pa oan bihan, Pa oan bihan,

em boa kemeret ar vag em boa kemeret ar vag

evit mont da Enez Groe. evit mont da Enez Groe.

Alwena Alwena

K3

Gellout a ra bout testennoù studiet (# lennet) pe desket ha testennoù produet.

Evit an testennoù berr produet, memes monet en-dro gant K1/2 ; an testennoù 'zo skourret e-pad ur prantad evit sikour gant skolidi 'zo o implij ha lakaet ivez en ur renkel haniennel + renkel boutin.

An testennoù hir ne c'hellont ket bout implijet evel testennoù da zaveiñ. Tammoù anezhe ne lâran ket, mad int bet studiet en a-raok.

Kaout testennoù n'eo ket a-walc'h : d'ober 'zo a lakaat ar skolidi da berc'henniñ an testennoù, ar stummoù anezhe : ne glasko ket ar skolidi e-barzh an testennoù nemeit ma ouiant petra klask hag e men.

D) PENAOS LAKAAT AR SKOLIDI DA BERC'HENNIŇ AN TESTENNOÙ ? K1/2 : Ur wezh mad eo dibabet an destenn gant ar mestr...

1) Prezantiñ an destenn : lennet eo meur a wezh d'ar skolidi ha savet 'zo goulennoù evit bezañ sur emañ bet komprenet gant rac'h ar skolidi (Petra he doa graet Alwena ? E men eh oa bet Alwena ? Gant an oto eh oa bet e Enez Groe ?)

2) Krog derc'hel soñj : lâret eo an destenn en-dro gant ar skolidi, meur a wezh.

3) Prezantiñ an destenn skrivet : ar M a skriv/skourr (GS) an destenn doc'h an daolenn (e skritur stag hag e skritur mouliñ)  stummiñ mat tre ar letrad hag ar liammoù etreze.

4) Skeudenniñ an destenn : Roet eo ar fichenn gant an destenn d'ar skolidi ; ar fichenn a vo peget goude e-barzh kaier haniennel ar skoliad. (pas ket er skol vamm)

Pa oan bihan,

em boa kemeret ar vag evit monet da Enez Groe.

Alwena

Pa oan bihan,

em boa kemeret ar vag evit monet da Enez Groe.

Alwena

Pa oan bihan, em boa kemeret ar vag

evit monet da Enez Groe.

Alwenna

Pa oan bihan

ar evit da

ar evit da

em boa kemeret ar vag

evit monet da Enez Groe

Alwenna

Produiñ skridoù - 2010 - Gwenn Vorc'h

(3)

Er c'haier haniennel ur lec'h evit an destenn hag ur lec'h evit un dresadenn.

Evit pep testenn e vo goulennet gant ar skolidi tresiñ.

An dresadenn a sikour gant ar skoliad kompren mat an destenn hag hi c'haout en dro.

Oc'hpenn, gellout a raont monet da c'houlenn resisadurioù da Alwenna.

5) Derc'hel soñj ag an destenn en ur mod haniennel ha krog kopiñ : war ur c'haier brouilhet, gant ur c'hreion gris. (pas ket er skol vamm)

Goulenn a ra ar mestr gant ar skolidi, unan ha unan "lenn" an destenn hep troc'h erbet, war-un-dro ma heuli ar linennoù war an destenn skrivet war an daolenn.

 pouezus bras eo ma ouiehe ar skoliad an destenn dre eñvor, hep fari erbet.

Goulenn gantañ hi lâret en-dro ma faria.

Oc'hpenn, rankout a ra ar skoliad heuli spis hent ar reolenn/ar biz war an destenn, ger ha ger.

Goude bezañ graet gant 5/6 krouadur (ar re a ouia ar gwellañ), goulenn gant rac'h ar skolidi esae kopiañ an destenn e skritur stag war ar c'haier brouilhet. E-pad an amzer-se e talc'h ar mestr da lakaat pep krouadur da "zeskiñ" an destenn.

6) Pegiñ ar fichenn (pas ket er skol vamm) 7) c'hoari gant ar strolladoù gerioù :

- diskoueziñ ur linenn ha goulenn gant ar skolidi petra 'zo skrivet.

- labourat a-stroll gant ar skritelloù bras (unan dre linenn) : diskoueziñ un etiketenn ha goulenn kaout ar strollad gerioù en destenn.

- labour haniennel gant an etiketennoù bihan - kaout ar strollad "Pa oan bihan"...

- pegiñ an etiketennoù e urzh an destenn 8) c'hoari gant ar gerioù :

- displegiñ an etiketennoù gerioù war an daol, er lein.

- urzhioù :

- lakaet e-kreiz an daol an etiketennoù Pa oan,...

- derc'hel gant ar gerioù/strolladigoù gerioù arall a-benn kaout an destenn war an daol.

- neuze e c'hell bout peget war ar c'haier.

Kentizh evel mad eo posubl (adal 2 pe 3 miz) :

- sevel frazennoù arall gant gerioù, strolladoù gerioù an destenn.

9) Kompren e-barzh ar gerioù : (pas ket er skol vamm) - kaout ar gerioù hir

- ar gerioù gant 2 pe 3 letrenn - ar gerioù gant letrad doubl

- ar gerioù lec'hiet (ger kentañ an destenn, ger diwezhañ an destenn, ger kentañ an eil linenn...)

- ar gerioù a grog gant ur letrenn vras - ar poentaouiñ

Produiñ skridoù - 2010 - Gwenn Vorc'h

(4)

K3 : Perc'henniñ an testennoù da zaveiñ e kelc'hiad 3 ? - Gant testennoù berr produet gante :

Petra 'zo nevez, ar brasañ gaouiatour, frazenn an deiz - Gant testennoù lennet :

- dibab un tamm anezhe da studial spisoc'h war-un-dro gante :

- peseurt frammoù, frazennoù, verboù, gerioù alc'hwez a c'hello sikour genomp skriv ?

- lakaat ar skolidi sevel ur fichenn : gerioù da gaout soñj anezhe / frazennoù da gaout soñj anezhe / frammoù a c'hell bezañ renablet (troioù-lavaret a verk an amzer, ar lec'hiiñ)

- gober poelladennoù frammiñ a-ziwar ar stumm-mañ ag ar stumm.

- frammiñ ar yezh

Ar labour kaset gant ar skolidi evit kaout ar gerioù pe frazennoù o laka da derc'hel soñj anezhe.

- deskiñ dre eñvor un tamm ag un destenn (sketch, barzhoniezh, testennoù)

Produiñ skridoù - 2010 - Gwenn Vorc'h

Références

Documents relatifs

Ur wech e oa tri forban divalav, pep a vantell zu ganto war o c'hein, pep a dog uhel du ganto war o fenn.. Ur c'horn-pistolenn a oa gant an hini

Ar skoaler a zo mestr an amzer met chom a ra hep kemer perzh ; amzer en deus da evezhiiñ ar skolidi éc'h labourat (metodennoù labour, kenlabour, divizoù, emzalc'h) evit gellout

 Ar skoaler a zo mestr an amzer met chom a ra hep kemer perzh ; amzer en deus da evezhiiñ ar skolidi oc'h labourat (metodennoù labour, kenlabour, divizoù, emzalc'h) evit

 ar skoaler a zo mestr an amzer met chom a ra hep kemer perzh ; amzer en deus da evezhiiñ ar skolidi oc'h labourat (metodennoù labour, kenlabour, divizoù, emzalc'h) evit

….zo bet lakaet unan war an arall, ha skrivet eo e peseurt urzh emañ bet lakaet ar stummoù unan war an arall :. Skriv e peseurt urzh emañ bet lakaet ar stummoù-mañ unan war an

- Glas hepken eo ar vaot zo war-lerc'h ar vaot gant pavioù ruz ha glas.. - Ar vaot ziwezhañ zo glas

[r]

- perzh en atalier zo ar memes hini evit tout ar skolidi mes gant barregezhioù liveoù disheñvel. skouer : skriv un istor gant skeudennoù / skriv frazennoù