• Aucun résultat trouvé

Oi ! Dae-Mat 2009-2010 – Kelc'hiad 3amprouenn 2

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Oi ! Dae-Mat 2009-2010 – Kelc'hiad 3amprouenn 2"

Copied!
5
0
0

Texte intégral

(1)

Dae-Mat 2009-2010 – Kelc'hiad 3 amprouenn 2

1 Karrez majik 20 poent

Klokait ar c'harrez majik get an niveroù etre 1 ha 25, implijet ur wezh hepken.

Sammad an niveroù e pep linenn 'zo kevatal da 65, ha kement arall e pep kolonenn.

2 Oi ! Oi ! 20 poent

1 kg mui ½ brik eo pouez ur brik.

Petra eo pouez ur brik ?

3 Kubig toull 20 poent

Oi !

(2)

4 Re sukret 20 poent

Ar memes bouestad sukr an hani eo. Pet sukr a vank ?

5 Legumaj 20 poent

Ur botironenn a bouez kement èl 3 sukrinenn hag 1 gonkombrenn.

2 botironenn a bouez kement èl 5 sukrinenn ha 7 konkombrenn.

Pet konkombrenn a gempouez ar bouezerez ?

6 Romboù 20 poent

Pet romb a weler àr ar lun-mañ ?

(3)

7 Kuzh-heol 20 poent

Lakait ar skeudoù da gouchiñ get ar menezioù.

8 Pezhioù ! Pezhioù ! Pezhioù ! 15 poent

Tri breur o deus ingalet rik an argant-mañ : Ar memes sammad

argant hon eus bet, ni hon tri.

(4)

9 Peseurt sifroù ? 15 poent

Rannit ar c'harrez e 3 lodenn klok (hag en ur heuli ar linennoù), a-benn kaout ar memes niver pa sammit sifroù pep lodenn.

10 C'hoari foot 20 poent

18 skipailh a gemer pezh en un c'hoariadeg foot-ball.

Pep skipailh a c'hoaria 2 wezh doc'h tout ar skipailhoù arall.

Pet krogad a vo en oll ?

11 C'hwec'hkostezeg 20 poent

Savit un c'hwec'hkostezeg brasoc'h get ar 4 c'hwec'hkostezeg-mañ.

(5)

12 Er pastezerezh 20 poent

Berc'hed, Paol, Anna, Loeiz ha Riwal o deus prenet pep a gatevenn.

Dispignet o deus 17 euro.

Berc'hed ha Loeiz n'ho deus ket kemeret ar memes katevenn get an tri arall.

Piv en deus kemeret petra ?

Da zidroc'hiñ :

Troet a-ziàr http://pagesperso-orange.fr/jean-luc.bregeon , http://www.jlsigrist.com, http://pedagogie.ac-toulouse.fr/math/viedesmaths/defi,

http://www-irem.univ-paris13.fr 4 €

3 €

Références