• Aucun résultat trouvé

Dae-Mat 2009-2010 – amprouenn pleustriñ Kelc'hiad 3

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Dae-Mat 2009-2010 – amprouenn pleustriñ Kelc'hiad 3"

Copied!
5
0
0

Texte intégral

(1)

Dae-Mat 2009-2010 – amprouenn pleustriñ Kelc'hiad 3

1 Sifroù pe letrad ? 15 poent A B C D E x 4 = E D C B A

Pep letren a dalv evit ur sifr dishañval da zero.

Ha gellout a rehec'h sevel ar lieskementadenn ?

2 Pounner pe skañv ? 25 poent

Emañ Elouan é klask pouezaj an c'hoarielloù-mañ :

Reiñ a ra ar peder c'hoariell pounnerañ da Mathis hag ar peder c'hoariell skañvañ da Julia. Div c'hoariell a chom getoñ. Peseurt re ?

Dae-Mat Morbihan 2009-2010 – CE2/CM1/CM2 pleustriñ – pajenn 1

(2)

3 Kavit 3 fentamino a c'hell goloiñ ar lun 20 poent

4 Ar c'huboù 15 poent

Pet kub d'an nebeutañ a zo rekis evit sevel ar stumm amañ edan ?

(3)

5 Pet eur eo ? 25 poent

Er c'hlas eh eus div orolaj.

Lañs a zo get unan anezhe : 4 mn dre an eur.

1 mn dale dre an eur a zo get egile.

Dec'h eh oant bet reizhet, àr-un-dro.

Bremañ e verka 17h35 unan anezhe ha 15h36 egile.

Pet eur eo e gwirionez ?

6 Ar garavanenn 25 poent

En ur garavanenn eh eus 3 c'hañval.

Àr pep kañval eh eus 3 faner. E pep paner eh eus 3 c'hazez pep unan anezhe get 3

c'hazh bihan.

Pet pav a zo en holl er garavanenn ?

Dae-Mat Morbihan 2009-2010 – CE2/CM1/CM2 pleustriñ – pajenn 3

7 Tric'hornioù 20 poent

Pet tric'horn a gavit ?

(4)

8 An Aotrou Kraber 20 poent

Emañ an Aotrou Kraber é kontiñ e bezhioù aour.

Ma o strolla dre 4, e chom 3 fezh a-gostez, Ma o strolla dre 5 e chom 2 bezh a gostez.

Pet pezh en deus ?

9 Peseurt niveroù ? 20 poent

Lec'hiit an niveroù 23, 67, 78, 45, 56, 34, a-benn ma vehe ingal sammad an tri niver e pep kostez ag an tric'horn. (a + b + c = a + d + e = e + f + c)

a

b d

c f

e

Etre 10 ha 30 pezh am eus

(5)

10 An toull-bac'h 15 poent

Setu amañ e-tal plan un toull-bac'h iskiz.

Un deiz e kennigas ar rener :

« An hani a zay da benn a gaout un hent a dremena ur wezh, hag ur wezh hepken, dre pep unan ag ar 15 dor, hennañ a vo dijablet ».

Gellout a rehec'h kaout an hent-se ?

11 Ur familh niveroù 20 poent

Niveroù 3 sifr eh omp.

An 3 sifr a zo dishañval unan doc'h an arall.

Sammad an daou sifr kentañ a zo par d'an trivet sifr.

Gellet a raomp bout rannet dre 6.

12 Ur saladenn frouezhaj 20 poent

Yoann, Joël, Maïna, Clara o deus kemeret pep a seurt frouezh dishañval : sivi, avaloù, pech, keriz.

Gouiet e vez :

Troet a-ziàr http://pagesperso-orange.fr/jean-luc.bregeon , http://www.jlsigrist.com,

Dae-Mat Morbihan 2009-2010 – CE2/CM1/CM2 pleustriñ – pajenn 5

Piv omp ?

- Yoan ne gav ket mat frouezh ruz, - Maïna ne gav ket mat avaloù,

- Clara ne gav ket mat nag avaloù na sivi, –Joël a gav mat avaloù.

Kavit ar seurt frouezh kemeret get pep krouadur.

Références

Documents relatifs

Tenniñ a reont unan d'an arall, met dishañval int rac'h.. Tresit an 6 vet

[r]

Gellout a rahec'h lakaat 2 vobelan àr pep boked en ur heuli ar reolenn-mañ : sammad niveroù an divaskell 'zo kevatal da niver ar boked.. 11 C'hoari foot

[r]

Ur marc'hadour bokedoù a zo o klask sevel 4 torkad hañval fasipl, en ur implij holl ar bokedoù.. E pep boked eh eus tulip

[r]

4-

Dae-Mat 2009-2010 - amprouenn pleustriñ respontoù.. Klas ar re Vras 1- Kelc'hiit an