• Aucun résultat trouvé

1 An normoù treuzkaset gant ar skipailhoù pedagogel

1.2 An desaverezh nann-furmel

An desaverezh nann-furmel a denn d’ar pezh a zo dispis, strewet. N’eus na notenn na diplom ebet. « Toutes les activités sociales comportent potentiellement une dimension éducative,

peuvent être occasion ou objet d’éducation » (Brougère, Bézille, 2007, p. 143). Evel-just e

chomomp e framm al lise gant hor studiadenn met war ar varjenn ez eomp da glask : prantadoù hep pal treuzkas gouiziegezhioù… Amañ e vo dizoloet oberennoù na seblant ket, pe gant izili ar skipailh gopridi pe gant al liseidi, bezañ o fal brezhonekaat ar skol. Gallout a rafent bezañ diverret gant formulenn ur c’hasour dastumet e-pad un emvod :

« Ar pezh a zo start eo nompas bezañ diseblant hep lakaat gwask

kennebeut. » RKED

War an dachenn-se eo puilh tezenn Chauffin. Diskouezet he deus penaos e oa atizet ar spered- krouiñ e Diwan o vrezhonegañ e-maez ar c’hentelioù. Ne lârimp ket muioc’h egeti. Ingal el lise e vez savet darvoudoù, e vez pedet tud eus an diavaez evit kinnig raktres-mañ-raktres. Klasket e vez liammañ ar brezhoneg ouzh ar blijadur, evel lugan ar Redadeg « brezhoneg ha plijadur » p’eo ar brezhoneg yezh ar skol, ar redi, ar c’hentelioù evit lod mat anezho.

« Evit kaout ur sell gwellwelus : c’hoariva ha c’hoari roll a aozan. Pa

zeu ma re vihan da c’hoari gant al liseidi, int-i zo kiriek ouzh ar yezh. Komz a reont ur brezhoneg flour d’ar re vihan, ha nompas o zrefoedach hag a zo kenetrezo. » Mael, RKED

Nann-furmel eo peogwir n’eus stumm resis ebet. Amañ e c’hall an deskarded kemer ur plas brasoc’h. Ur stumm diresis, hep framm termenet a-raok, a vez kavet ivez. Evel kelennerien pe kasourien a glask en emsilañ e-touez al liseidi pe ar skolajidi.

« Klask a ran mont e darempred ganto, a-wechoù e kendalc’hont e

brezhoneg. » RKED

« ’Ba’ Plijidi ez eus daou hent evit distreiñ da sal ar gelennerien. Unan

ganto, unan hepto ! Gant ur c’hamalad hon eus dibabet mont da zebriñ ouzh taol ganto ivez, d’en em strewiñ evit adplantañ brezhoneg. Krouiñ digarezioù. » Fulup, RKED

N’eo ken ar c’helenner en ur sal-glas a sav goulennoù, o c’hortoz un emzalc’h direbech, respontoù a zere. Ar grennardiezh eo an oad e-keit ma vez klasket daveoù e-maez eus tadig ha mammig. Pouezus eo an darempredoù-se gant ar re deut. An treuzkas eo anvet an dra-se er bredelfennerezh freudour.

« - Gaid : An doare ober a gont kalz. Pa vez lâret "brezhoneg mar plij", dre n’hon eus ket kalz a darempred ganto e teu nemet tu ar rebech. Padal er skolaj e oa kasourien ‘zo a blije deomp, hag o doa muioc’h a fiziañs ennomp, hon doa muioc’h a darempred, ober a raemp kalz a oberiantizoù, o doa c’hoant da grouiñ ul liamm ouzh skolajidi. Padal el lise ma vez klevet "komzit brezhoneg" hep ger ouzhpenn, "salud" "mont a ra" eo un tamm iskis.

- Katarina : Hag an tech ‘zo lâret daou c’her e brezhoneg hag echu ur wech aet kuit.

- Gaid : el lise e cheñch roll ar gasourien. Deuet int da vezañ muioc’h evezhierien. Al liamm a gont kalz evit reiñ c’hoant da gomz brezhoneg. » Klas Termen, 08/02/2018, SB

Tapet eo Diwan gant enkadenn ar c’hresk ivez. Ment al lise a zo meneget gant ar re yaouank. Nebeutoc’h a darempredoù zo gant ar skipailh kasourien e-keñver ar skolaj evel a lâr Gaid a-us.

« Startoc’h startañ eo mont e darempred ganto peogwir e kresk niver

ar skolidi. Digresket eo an amzer tremenet gant pep hini. Diaesoc’h eo bodañ anezho, sevel beilhadegoù. Er bloaz-mañ hon eus bodet anezho evit degemer an eilveidi. Krouet o deus kanaouennoù brav diwar o intrudu. » RKED

N’eo ket ar memes tra kaout nav den o tremen ar vachelouriezh e 1998 ha 350 skoliad enskrivet e 2018. Ar strolladoù par zo pouezus hag an efed heñveladur az a asambles. « L’influence linguistique la plus déterminante chez l’adolescent est

celle de ses pairs, et de son groupe d’âge, et non celle de ses parents ou de l’école »

(Yaguello, 2013, p. 113). Ul levezon o deus kenetrezo war ar pleustroù yezhel.

« Ar pezh am eus merzhet eo peogwir e komzan alies brezhoneg on gwelet gant ar re all evel ar plac’h a gomz brezhoneg. Neuze memes

an dud a gomz atav e galleg a zeu da welet ac’hanon o komz brezhoneg, dreist-holl tud ar c’hlasad. Santimant ‘m eus bezañ gwelet evel ur c’helenner pe ur c’hasour, betek bezañ klevet ur cheñchamant yezh pa deuan. Iskis-tre eo. Chalus eo. Evit sevel darempredoù mignonaj pe bezañ tostoc’h ouzh ar c’hlasad ez an e galleg. » Katarina, Klas

Termen, 08/02/2018, SB

« An dra efedusañ a chom gwelet ar re vras o komz brezhoneg, ar re

vras n’eo ket ar gelennerien nag ar gasourien, met an dredeidi o komz. Pa oan erruet e Naoned e oa an dredeidi ar re o doa digoret ar skolaj. Un dek bennak o doa ur seurt kiriegezh, pa oant aet kuit e oa digresket plas ar brezhoneg. » Ivona o komz eus ar skolaj, Klas Termen,

08/02/2018, SB

Ur sell dasparzhet gant Ximun skoliataet en Euskadi. « Ceux qui sont internes, la plupart, ils

ont une grosse affection pour le basque, même deux trois et ces deux trois-là, ils vont aller voir les autres et souvent leur rabâcher de parler en basque. Je pense que ça a plus d’influence venant d’une personne de notre âge que d’une personne adulte. Et ça fait changer quelque part » (DG). Disheñvel eo ar skouerioù diwezhañ diouzh hini Guéguen gant an archerien

peogwir eo dibabet o ferzh gant al liseidi.

Documents relatifs