• Aucun résultat trouvé

Ar sembolenn

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Ar sembolenn"

Copied!
2
0
0

Texte intégral

(1)

Ar sembolenn

Daou di-skol a oa, unan lik evit ar baotred hag unan kristen evit ar merc’hed. An hini lik a oa renet gant an Aotrou Bouder, genidik a Blougonver, ouzh e skoazellañ un eiler yaouank, an Aotrou Losteg, a Lohueg.

Ne oa ket kalz a baotredigoù e skol an Ao. Bouder, daoust da Garnoet da vezañ ur barrez vras, gant he 2.800 a drevidien. Ne veze ket kaset an holl vugale d’ar skol, pell ac’hano… Mar boamp tri-ugent, e oa an hirañ…

Bet on pevar bloaz o heuliañ skol ar bourk. Eno ‘m eus desket ar « rudimant », evel ma lavared. Deskard mat a-walc’h e oan, plijout a raen d’an Aotrou Bouder kenañ : alies e teue du-mañ da ober kaoz gant ma c’herent, ha da gas dezho ma notennoù.

Nemet avat, e rebeche ma zad na zalc’he ket a-walc’h warnon da gaozeal galleg.

Ne oa nemet brezhoneg holl ganimp kanfarted vihan, hag ar paour-kaezh Ao.

Bouder a golle kalon o welout na zeske netra an hanter eus e vugaligoù. Ne zeue ket en e benn evel just, e oa fall an doare-deskiñ ; tamall a rae ar vugale hag o zud, e-lec’h tamall ar C’houarnamant, a oa e Zoue – rak fougeal a rae gant ar Republik.

E skol Garnoet, evel e lec’h all e veze roet ar « sembolenn » d’ar re a veze tapet o vrezhonegañ. Ur votezig-koad a oa ar sembolenn. Un devezh, ma oa degouezhet ar sembolenn ganin, hag aon ganin tapout pevar daol gwalenn war ma bizied, ha pinijenn goude ar skol, em boa stlapet ar votezig en ur puñs.

« Gant piv emañ ar sembolenn hiriv ? » a c’houlennas an Aotrou Bouder da beder eur. Grik ebet gant den.

« Alo, respontet ‘ta an neb en deus ar sembolenn ! » Grik ebet c’hoazh.

« Ma, eme ar mestr-skol, mar n’en em ziskuilh ket an hini en deus skoachet ar sembolenn, e chomot holl e pinijenn betek koan.

- Me ‘m em eus kollet anezhi... emezon-me en ur ober van da ouelañ.

- Pelec’h ‘c’h eus kollet anezhi, Jaffrennou ?

- Kouezhet eo e-barzh ur puñs hep gouzout dare din.

- Penaos ‘ta ? Kouezhet er puñs. Gaouiad ! Anzavit ‘ta hoc’h eus stlapet anezhi er puñs, maleürus bihan. Kastizet e viot, ha start ! »

Ober a reas an Ao. Bouder ur sach war ma divskouarn, lakaat a reas war ma fenn ar « boned azen » gant gourc’hemenn din mont da zaoulinañ dirak e vurev. Met kollet ar sembolenn, ne voe ket graet unan all goude se.

Pa oan er skol, an taolioù hag ar skouarnadoù a oa aotreet. An Ao.Bouder en doa ijinet div jahinerezh nevez. Sachañ war an divjod gant e zaou viz ha skeiñ taolioù reolenn war du diavaez an dorn.

« Astennit ho torn ! » Dav ! un taol reolenn. An hini a vouzhe da astenn e zorn, en deveze daou daol e-lec’h unan !...

(2)

Lod eus ma c’hendiskibien a veze sachet ken alies war o skouarn dehoù ken na oa hanter zistaget diouzh o fenn, ha deuet evel ul loa. Lod arall a dape taolioù-botez en o revr hardizh, evel Maoris an Dod, unan hanter inosant, a lakae droug da vont er mestr-skol gant e c’heizoù.

Nann, ne oa ket brav bezañ skoliad d’ar c’houlz-se : ar vugale a sponte pa lavare o zud dezho : « Paotr bihan, ret e vo dit mont d’ar skol. »

E-lec’h mont, kalz a rae skol-louarn e-pad an deiz, hag a zistroe d’ar gêr d’abardaez-noz en ul lavarout e oant bet er skol.

Den ebet n’ae da glask pelec’h e oant bet.

Taldir Jaffrennou, Ur wezh e oa... 1944 ; ademb. get Hor Yezh, 1985

Références

Documents relatifs

Évidemment, cela suppose un peu de psychologie, et il ne faudrait pas croire que tous les problèmes (m^eme au niveau des concours) cèdent ainsi; inversement, la t^ache

Sachant que deciErr désigne l'adresse du sous-programme du système d'exploitation qui ache le message d'erreur et arrête le programme, cela permettrait de court-circuiter le

Le ompilateur doit traduire un programme soure, érit dans un langage de programmation.. donné, en un

Langage mahine.- L'instrution en langage symbolique n'est là que pour nous aider à s'en

de mémoire vive et, d'autre part, le transfert d'une valeur d'un registre vers un élément.. de mémoire vive, ou

Langage mahine.- L'éhange peut avoir lieu entre registres ou registre et ase mémoire :.

Mais il existe des langages hors ontexte dont le omplément n'est. pas un langage

Neste caso concreto e na impossibilidade de implementar um sistema de rega de precisão (que aplica a água em função das diferentes necessidades espaciais,