• Aucun résultat trouvé

Dae-Mat 2010-2011 – Kelc'hiad 3 amprouenn gentañ

N/A
N/A
Protected

Academic year: 2022

Partager "Dae-Mat 2010-2011 – Kelc'hiad 3 amprouenn gentañ"

Copied!
5
0
0

Texte intégral

(1)

Dae-Mat 2010-2011 – Kelc'hiad 3 amprouenn gentañ

1  Sifroù 10 poent

Penaos kaout 1 000 en ur sammañ an neubeutañ posubl a niveroù hag en ur ober gant ar sifr 8 hepken ?

2

Skañv pe bounner ?

20 poent

Renkit an c'hoarielloù ag an hani skañvañ d'an hani pounnerañ.

3

Karrez 20 poent

Implijit 4 ag ar stummoù amañ edan evit sevel ur c'harrez.

(2)

4  Kuboù ... c'hoazh ! 15 poent

Pet kub anezhe o deus div dalenn ha div dalenn hepken doc'h ar kuboù arall ?

5 Un orolaj boujiennoù 25 poent

Pier en deus 2 voujienn ken hir unan evel an arall.

Pa vezont bevet e teuza an hani ruz e-korf 6 euriad, hag an hani velen e 4 euriad.

Da greizteiz (12e), e veva Pier an div voujienn war-un-dro.

Un herrad goude e lazha an div voujienn war-un-dro.

Ar voujienn ruz 'zo bremañ un hanter hiroc'h evit ar voujienn velen.

Da bet eur en deus lazhet ar boujiennoù ?

6  Pegement ar brioch ? 20 poent

Priz un hanter vriochenn eo 6 euro muioc'h evit ar c'hard briochenn.

Pegement eo ur vriochenn a-bezh ?

a) 6€ b) 12€ c) 18€ d) 24€ e) 30€

(3)

7  Tangram 20 poent

Klokait an evn gant tammoù an tangram.

8  Pet oad int ? 25 poent

Pier en deus 3 a vugale :

"Pa lieskementan oad ma zri c'hrouadur e kavan 72.

Ma samman o oad e kavan 14."

Pet vlez eo tri c'hrouadur Pier ?

9  Gaouiatour ! 20 poent

Fri Pinnochio 'zo 5 cm e hed.

Pa lavar ur gaou, e hira e fri a 3 cm.

Pa lavar ar wirionnez, e verra e fri a 2 cm.

E fin an devezh en deus lavaret Pinochio 7 gaou, hag e fri a zo 20 cm e hed.

Pet gwezh en deus lavaret ar wirionnez an deiz-se?

(4)

10 Maskloù 15 poent

Mankiñ a ra ur maskl. Peseurt hani ?

11 T oull didoull 20 poent

Klokait an ter c'hevatalenn amañ edan gant ar sinoù +, - ha x, ha gant kromelloù ma ho peus afer anezhe.

9 9 9 9 = 810 9 9 9 9 = 81 9 9 9 9 = 6 561

12 Nag a loened ! 20 poent

Muioc'h evit daou loen am eus ;

chas int rac'h nemet daou, kizhier int rac'h nemet daou,

ha perokeded int rac'h nemet daou.

Pet loen am eus ?

Troet a-ziwar : http://matoumatheux.ac-rennes.fr/

(5)

Références

Documents relatifs

[r]

Roit e loen da bep unan gant sikour an titouroù amañ edan :. ▪ Yann a gar ar

Roit e loen da bep unan gant sikour an titouroù amañ edan :. ▪ Yann a gar ar

[r]

[r]

Korglas a ouia implij tout ar pezhioù-se evit sevel ur c'harrez hep toull ebet.. Korruz a ouia eñ implij tout ar pezhioù-se evit sevel ur skwergorneg hep

[r]

Klaskit tout ar modoù dishañval da lakaat Lilo, Lolita ha Lulu unan e-tal an arall.. Troc'hit (  ) ar skeudennoù